Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. Doar./Stn. 1. [1499, 1732] Zo en tu all d'ub., d'udb. en abeg d'ur perzh mat bnk. Gwell eo ijin eget nerzh. N'eo ket gwell eget e vreur. N'eo ket kalz gwell. Ar menezioù uhel zo gwell d'al lannoù eget an douar izel. Ne vin na gwell na gwazh a se : abalamour d'an dra-se. & Gwell marc'had : marc'hadmatoc'h. Ne gavfed ket a well marc'had e lec'h all. & Ur paotr a well forzh : dibreder, lezober. 2. Bezañ gwell a, eus udb. : bezañ gounit e-keñver pe geñver abalamour da se. Hennezh a oa bet gwell a se ? Petore gwell e oa bet honnezh, pa he doa flatret he c'hoar-gaer ? Ne vimp ket gwazh hag int ne vint ket gwell. & Petra a well ? : petra a vo gounezet goude-se, mar greer an dra-mañ-tra ? 3. Bezañ gwell gant ub. : bezañ an hini zo karet ar muiañ gantañ. Eñ eo zo gwell gant e vamm. II. (dirak un ak., ur rag., ur v.) 1. [1499, 1659, 1732, 1931, 1954] BEZAÑ GWELL GANT UB. : troienn a dalvez d'ober anv eus an dibab a blij ar muiañ d'ub. [1499] gwell ve genen [ganin]. [1659] gwell eo genen [ganin]. [1732] Gwell eo ganin ar peoc'h evit ar brezel. [1850] Gwell eo ganin un tamm bevin eget un tamm lard. Gwell eo ganto mervel eget plegañ. Gwell e vije ganin e vijes bet krouget. [1954] Den ne oar pet levr a zo bet aozet diwar-benn ar gêr-se gant nouspet skrivagner pe veajour, ha dre-se gwell eo ganin tremen hep komz diouti. & [1732] Kavout gwell : bezañ gwell gant. Kavout a ran gwell mont di diouzhtu. [1877] [H]a zoken beleien hag o doa graet al le, pe ma kavit gwell o doa graet "sermant". [1944] Du-mañ-du-hont er voger, ez eus klouedoù-houarn. Div zor-dal (pe daou borrastell ma kavit gwell), a zo : […]. & Ar gwiñver pe ar c'hazh-koad, mard eo gwell ganeoc'h, zo ur bronneg krigner. Mard eo gwell ganit, ganeoc'h ; mar kavit gwell : troiennoù a ra ar c'homzer ganto evit reiñ da c'houzout d'e selaouer(ien) en deus implijet ger pe c'her. 2. [1960, 2015] BEZAÑ GWELL D'UB., OBER UDB. : troienn a dalvez d'ober anv eus an dibab, an diskoulm gwellañ zo evit ub., da veno ar c'homzer. Gwell e vije dit dont amañ. Gwell eo deoc'h paouez ! : a-raok ma'z afen e fulor. [1960] Kent d'an Ankou hon diskarañ / Gwell ' ve deoc'h klask danvez bara / Ha lakaat kig e-barzh ar bailh, / Goullo ha skarpet ken a frailh. [2015] Ne ouzon ket ha gwell eo din mallozhiñ pe ober sin ar groaz, evit ma tremeno mat pep tra.

Exemples historiques : 
52
Masquer la liste des exemples

gwell

1499
Référence : LVBCA p90 (meilleur)

gwell ve genen [ganin]

1499
Référence : LVBCA p37, 81, 82, 90 (ie vouldroye mieux)

13. An impalaer Sezar a respontas : me a c'hallse envat he c'hrontragniñ da sakrifiañ, evit-se gwell eo genen ez ve faezhet dre hoc'h argumantoù ha ho rezonoù :

1576
Référence : Cath p12

gwell eo studiañ evit c'hoari

1659
Référence : LDJM.1 pg (il) vaut (mieux estudier que iouer)

gwell eo genen [ganin]

1659
Référence : LDJM.1 pg mieux

gwell

1659
Référence : LDJM.1 pg mieux

gwell

1732
Référence : GReg pg bon (meilleur), commode (propre, avantageux), complaisant (civil)

kavout gwell

1732
Référence : GReg pg aimer

Gwell eo injin eget nerzh.

1732
Référence : GReg pg adresse (adresse vaut mieux que force).

gwell e kar evañ evit kousket

1732
Référence : GReg pg aimer

gwell eo gantañ evañ eget [n]ed eo kousket

1732
Référence : GReg pg aimer

gwell eo ganin ar peoc'h evit ar brezel

1732
Référence : GReg pg aimer

gwell pe welloc'h

1732
Référence : GReg pg (très-) bien

bezañ gwell

1732
Référence : GReg pg aimer

gwell

1732
Référence : GReg pg bon (bonne), facile (condescendant)

gwell eo ar santorea vihan egit ar santorea vras

1732
Référence : GReg pg (la petite) centaurée (vaut mieux que la grande)

gwell pe well

1732
Référence : GReg pg (a l') envi (par émulation, à qui mieux fera)

Gwell eo un nebeud.

1850
Référence : GON.II pg gwell, gwelloc'h (il est un peu meilleur).

Gwell eo ganen mervel.

1850
Référence : GON.II pg gwell ou gwelloc'h (j'aime mieux mourir).

Gwell eo ganin un tamm bevin eget un tamm lard.

1850
Référence : GON.II pg bevin (J'aime mieux un morceau de maigre qu'un morceau de gras).

gwell

1850
Référence : GON.II p.23, livre premier, "meilleur".

Gwell eo gant an den lavarout droug anezhañ e-unan, eget ned eo tevel warnañ e-unan.

1850
Référence : GON.II p.66 (on aime mieux dire du mal de soi, que de n’en point parler du tout)

Gwell eo ganin an hini a zo fur, evit an hini a zo pinvidik.

1850
Référence : GON.II p.71

Gwell eo ganen hemañ eget hennezh.

1850
Référence : GON.II pg égét (j'aime mieux celui-ci que celui-là).

gwell

1850
Référence : GON.II pg gwell ou gwelloc'h (meilleur, qui vaut mieux, qui est préférable. c'est le comparatif irrégulier de "mâd", bon et bien), gwell (-pé-well), gwella, gwellaat

Ober moan wadegenn ha bevañ en e roll, zo gwell 'get meurlarjez, ar c'houzoug [sic] er wakol.

1867
Référence : MGK p7

« Warc'hoazh kentañ, gant hor filzier, / Dont[,] ni ha tud hon ti : setu ar berrañ tra / Hag ar gwellañ ; / Hon ed a vedimp, a zornimp / Hon-unan, gwellañ ma c'hellimp. »

1867
Référence : MGK p54

Dioc'h kleñvejoù ar bed e pare ar marv : / Mat pe fall, 'vel ma'z omp, chomomp evelato ! / Gwell eo kaout poan eget mervel.

1867
Référence : MGK p68

Eno weloc'h tud kalonek, / Falc'het evel geot ar foenneg ; / O daoulagad leun a zaeloù, / Oc'h hirvoudiñ o c'halonoù, / O yudal, torret o ezel : — « Gwell eo bevañ evit mervel !

1867
Référence : MGK p68

An den diwar ar maez, / An tieg, na petra 'ta ![,] a grede e voa gwell / Kas diwar ar spered ar poanioù-se a-bell, / Ha dont hep damantiñ dioc'htu da labourat.

1867
Référence : MGK p79

Gwell eo ganti, p'he deus danvez, / P'he deus yec'hed, gwell ebatal, / Reiñ he bugale d'ar re all, / Reiñ he mab, he merc'h da vagañ.

1867
Référence : MGK p137

Mes mard oa tud vat dre eno, oa ivez tud fall, ha zoken beleien hag o doa graet al le, pe ma kavit gwell o doa graet "sermant".

1877
Référence : EKG.I. p.85

— Gwir a lavarez adarre, abalamour da se eo gwell deomp bezañ war evezh.

1877
Référence : EKG.I. p.74

E-kreiz ar c’hoad-se, ouc’hpenn daou-c’hant vloaz a yoa, an Aotrou Olier Lambal, kont Pentevr, en doa savet ul leandi, un abati pe ur gouent, mar kavit gwell, hag en doa lakaet eno menec’h da bediñ Doue evit silvidigezh e ene.

1877
Référence : EKG.I. p.33-34

Oh ! ya, ret eo e ve ur varnedigezh all war-lerc’h ar vuhez-mañ, rak anez e ve re vrav, e gwirionez, bezañ dispac’her, pe republikan, mar kavit gwell.

1878
Référence : EKG.II p.54

P. 161, lin. 10-14 kent an dibenn, e-skoaz gant "kelc’hiad" "kelc’hiata", "kelc’hiek", "kelc’hienn" lakaat ar furmoù hep "i" a zo kerkoulz pe well : "kelc’had", "kelc’hata", "kelc’hek", "kelc’henn".

1924
Référence : SKET.II p.151 : "Da reiza er gevrenn genta" ["Da reizhañ er gevrenn gentañ"]

Gwell eo ganen kaout ur marv enorus em oad flourañ eget stlejañ war an douar, e-doug bloavezhioù, ur gozhni didalvez.

1924
Référence : SKET.II p.41

Gwell d’ar re a garan amezegiezh arzhed, bleizi ha naered eget amezegiezh ar re-se !

1924
Référence : SKET.II p.63

Mennout a raen mont ar pellañ 'r gwellañ, diouzh ar gêr da ergerzhout war ar meurvorioù, war al lennoù bras ha war ar stêrioù meur awenus.

1929
Référence : SVBV p.14

Pa veze aet enoeet ar seizh kañfard o labourat, ez aent da ober reuziadoù gouren war ar flourenn : n'eus netra gwell evit gwevnaat an izili, kreñvaat an drogell hag atizañ an imor.

1929
Référence : SVBV p6

gwell eo ganin

1931
Référence : VALL pg aimer

— « Gwell eo ur voutailhad jistr eget al louzoù-mañ, a reas an aotrou Huerou-Kerizel, a oa ur bever brav hag un den karget a yec'hed, gant ur min ruz, un divjod bougennek, ur c'hof enorapl. »

1944
Référence : EURW.1 p77

— « Ma, eme hemañ, gant na vo ket an dra-se ur skoilh d'ar studioù all, ne c'houlennan ket gwell. »

1944
Référence : EURW.1 p58

Hopal a ra [ar c'hoarier], pa 'z a an horell pell an diaoul : — « Hemañ 'zo taol mat a vrec'h gwell / A ya timat hag a bad pell ».

1944
Référence : EURW.1 p23

Du-mañ du-hont er voger, ez eus klouedoù-houarn. Div zor-dal (pe daou borrastell ma kavit gwell), a zo : […].

1944
Référence : EURW.1

[...] marteze, gwell e veze gantañ tevel kent an termen diwezhañ, betegouzout anwaziñ an dud.

1954
Référence : VAZA p.39

Den ne oar pet levr a zo bet aozet diwar-benn ar gêr-se gant nouspet skrivagner pe veajour, ha dre[-]se gwell eo ganin tremen hep komz diouti.

1954
Référence : VAZA p.101

Kent d'an Ankou hon diskarañ / Gwell ' ve deoc'h klask danvez bara / Ha lakaat kig e-barzh ar bailh, / Goullo ha skarpet ken a frailh.

1960
Référence : PETO p64

D'en em ziwall ouzh seurt trevell / ' Ve gwell din mervel 'vit tevel.

1960
Référence : PETO p50

Ar c'holonennoùigoù, ar rizennoù, a zeu gwelloc'h a se war wel ma'z int livet teñvaloc'h eget an nemorant eus ar voger.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 21

Deuet eo brav ganeoc'h pa vez gwell d'ar poliser gervel 2 pe 3 foliser all evit dibradañ ac'hanoc'h, kentoc'h evit kemer ar riskl da derriñ beg ho livenn-gein pe ho choug -dirak testoù !-.

2015
Référence : DISENT p94

Ne ouzon ket ha gwell eo din mallozhiñ pe ober sin ar groaz, evit ma tremeno mat pep tra.

2015
Référence : EHPEA p31

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux