Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. Derez-uhelañ direizh an anv-gwan mat. Hennezh eo ar gwellañ danvez : n'eus ket en tu all dezhañ, evit a sell ouzh unan eus e berzhioù mat. & Eñ eo ar gwellañ : ar gwellañ paotr. & Hi eo ar wellañ : ar gwellañ plac'h. & An hini gwellañ, an hini wellañ : ar gwellañ, ar wellañ. & Hennezh zo ur paotr ar gwellañ : eus ar gwellañ, eus ar re wellañ. & (hep ger-mell dirazañ) Gwellañ micherour a welis biskoazh eo te : te eo ar gwellañ micherour a welis biskoazh. [1954] Met gwellañ tra 'oa, ken prim all e torre d'he glac'har. 2. Trl. Bezañ en e wellañ : en e stad wellañ. Pegoulz e va ar mor en e wellañ ? & Ober diouzh e wellañ : strivañ ar muiañ ma c'haller. Pa'm bo graet diouzh ma gwellañ, ne c'hallin ket ober ken. & Ober udb. gwellañ ma c'haller, gwellikañ ma c'haller : e ober diouzh e wellañ. Eñ a boanias gwellañ ma c'hallas. Renket en deus e oberoù gwellañ ma c'halle. Lakaet o deus o foan d'e ziorren ha d'e skoliañ gwellañ ma c'halljont. [1877] Goude-se e tistroas da gaout an den yaouank ; reiñ a reas dezhañ e goan gwellañ ma c’helle, ha goude-se her c’hasas d’e wele. & Ober e wellañ, e seizh gwellañ, e wir wellañ : ober ar pezh eur gouest d'ober, kement tra eur gouest d'ober. & Mont war wellañ : war wellaat. & Bezañ gwir wellañ oc'h ober udb. : bezañ a-zevri ouzh e ober. & Petra eo ar gwellañ ganeoc'h da gaout ? : petra a gavit ar gwellañ ? & Ar pep gwellañ : ar gwellañ tra. An dra-se eo ar pep gwellañ. Ar pep gwellañ am eus d'ober eo goulenn he ali digant ma gwreg. & (e deroù ul lavared) Gwellañ tra : ar gwellañ tra. Gwellañ tra zo d'ober eo tevel. & Gwellañ pezh zo : ar gwellañ tra zo. Gwellañ pezh zo ne va ket ret dimp mont di hiziv. & Ar c'hentañ ar gwellañ, an abretañ ar gwellañ : diouzhtu, adalek ma vo tu d'ober an dra-mañ-tra. [1878] Kenavezo ! ar c’hentañ ar gwellañ. Deuit ar c'hentañ ar gwellañ. ES. gwashañ.

Exemples historiques : 
92
Masquer la liste des exemples

Dezraoù un libell a'n gwellañ d'an bobl lik d'en em aplikañ, Ha preparañ kent mui kañvoù, Penaos pan renter an spered ez tle bout hep bec'h a bec'hed : Pe bout daonet dre e fedoù

1575
Référence : M. p34

D. Servijañ a ra deomp davantaj evit rekour yec'hed an c'horf, mar bez an gwellañ hag an muiañ ekspediant evidomp, ma hon bez eñ. Hag abalamour da se, pan em santomp klañv-bras eo neseser kaout rekours d'an Sakramant-mañ.

1622
Référence : Do. p46

ar c'hentañ gwellañ

1659
Référence : LDJM.1 pg (ar) quenta (guella)

ar gwellañ a'n holl

1659
Référence : LDJM.1 pg (le) meilleur (de tous)

d'ar gwellañ

1732
Référence : GReg pg (a l') envi (par émulation, à qui mieux fera)

An euvriou ar re wellañ ne delvont netra hep ket ar feiz.

1732
Référence : GReg pg foi (Sans la foi les œuvres sont mortes.)

ar gwellañ

1732
Référence : GReg pg bon (meilleur), commode (propre, avantageux)

ar gwellañ

1732
Référence : GReg pg bon (bonne)

tud evit ar re wellañ

1732
Référence : GReg pg choisir (des gens choisis)

gwellañ

1732
Référence : GReg pg facile (condescendant)

gwellañ

1850
Référence : GON.II pg gwell ou gwelloc'h, pg gwella (le meilleur. le mieux. c'est le superlatif irrégulier de "mâd", bon et bien) + p.6 "meilleur"

Ar gwellañ a vezo evidoc'h.

1850
Référence : GON.II pg gwella (le meilleur sera pour vous).

Ar wella anezho o-div eo.

1850
Référence : GON.II pg gwella (c'est la meilleure des deux).

gwellañ

1850
Référence : GON.II.HV pg mâsted

Graet em eus evit ar gwellañ.

1850
Référence : GON.II pg gwella (j'ai fait pour le mieux).

Pehini eo ar wellañ ?

1850
Référence : GON.II p.72

Bez' e vevan gwellañ ma hellan.

1850
Référence : GON.II p.80, "Je vis le mieux que je peux".

Ar gwellañ tad am eus anavezet, eo hoc’h hini.

1850
Référence : GON.II p.63

Ar gwellañ eus ar c'hezeg a zo klañv.

1850
Référence : GON.II p.60, livre second, "Le meilleur des chevaux est malade".

ar gwellañ

1850
Référence : GON.II p.23, livre premier, "le meilleur".

Pebezh pesked eo ar re wellañ ?

1850
Référence : GON.II p.72

ar wellañ

1850
Référence : GON.II p.6, "introduction" + la meilleure

ar re wellañ

1850
Référence : GON.II p.6 introduction ; les meilleurs.

E vravaat a ra gwellañ ma c'hell.

1850
Référence : GON.II pg bravaat (Il l'orne le mieux qu'il peut).

"Evit ar pezh a sell ouzh an doare-skrivañ, emezañ c'hoazh, graet am eus evel ma karis, o vezañ n'eo ket deuet c'hoazh a-benn da c'honit war ar re all an hini gwellañ, me lavar hini an aotrou ar Gonideg"

1867
Référence : MGK Rakskrid IX

"Ned oc'h ket diwar ouenn ho tud-kozh zo marv; ar-re-se kalonek ne vezent diwezhat, da herzel ouzh pep droug ha da ober pep mad; marv int pell a zo, hag e-kreiz o bezioù, ouzh ho kwelet diskiant, poultrenn o relegoù, o eskern o stekiñ dindanoc'h a lavar; ez oc'h tud digalon, tud dall ha tud bouzar. Evel ur reverzhi, droug ar bed o sevel a ya en ho kwazied, ho laka da vervel; ur mergl milliget eo, ur c'hleñved dishegar, savet da gontammiñ pep mad zo war an douar; genel a ra bosenn ha kernez tro-war-dro; ouzh he heul kasoni e pep lec'h, e pep bro, a laka dre ar bed brezel ha lazherezh. Hama, a-barzh nemeur, e vo bec'h hag enkrez : ha penaos ne ve ket ? Pep droug a zo meulet; hiriv an den fallakr zo ar gwellañ deuet. An nebeudig re vat, flastret gant ar re fall, a rank mont da guzhet evit en em ziwall."

1867
Référence : MGK p2

Dre ma taole evezh ouzh ar re ziskiantañ, 'welas, en o zouez, an dud er penn-kentañ. Abeg en doa, m'en tou ! Rak holl, gwitibunan, chomomp bras ha bihan, heñvel ouzh kaouenned, en noz a wel gwellañ, da sellet a-vichez, ha da zispourbellañ ouzh fazioù hon nesañ, ouzh techoù ar re all. Ne welomp ket hor re ; en hor c'heñver omp dall, dall-poch evel gozed ; rak siwazh ! Mar karfemp, hep turiañ don hor park, grizioù fall a gavfemp

1867
Référence : MGK p12

Ganto vo graet stignoù, d'ho pakañ 'zruilhajoù, lasoù-rikl d'ho mougañ, e berr : kant ha kant tra, a vo, war an diskar, ho toan hag ho klac'har, a vezo, marteze, kiriek eus ho marv. Tec'hit eta a-fo, diouzh ar gaoued, ar ber ! Gwelloc'h oufec'h d'ober, mar fell deoc'h va c'hrediñ, eme ar wennili, eo dibriñ 'n had kanab.

1867
Référence : MGK p14

Hogen, o wikañ er c'hiz breizh-Izel mojennoù ar broioù all, n'eo ket hepken lakaat an dud da c'hoarzhin a fell d'an aotrou Milin, war zigarez farsal ha marvailhat, e tistag kentelioù eus ar re wellañ.

1867
Référence : MGK Rakskrid XI

En ur pod pri, lous da welet, / E voa gwin kozh, gwin a'r gwellañ.

1867
Référence : MGK p39

Neuze 'r peskig a lavaras / En e yezh, gwellañ ma c'hellas : / « Ha petra reoc'h-hu ac'hanon ? »

1867
Référence : MGK p41

« Va breudeur, emezañ, list ac'hanon ganoc'h / Ha na lavarit ket da zen ; / Me ziskouezo doc'h ur braden / Zo enni peuriñ a'r gwellañ ; / Ned eus he far war-dro amañ, / N'ho pezo ket a geuz. »

1867
Référence : MGK p42-43

Dioc'h e yezh, gwellañ ma c'hellas, / Noz ha mintin e labouras.

1867
Référence : MGK p52

Pa welan ar re-se, zo lakaet da ziwall, / Nad afe an deñved ganen pe gant un all, / Oc'h o zouzañ kempenn ha, goude o c'hignat, / O tibriñ pe wellañ, hag ar chas o krignat / Eskern eus o dilerc'h.

1867
Référence : MGK p84

» Evit hiriv, dre ma'm beus naon, / Gwellañ ve din eo un dra fonn.

1867
Référence : MGK p126

Goude-se e tistroas da gaout an den yaouank ; reiñ a reas dezhañ e goan gwellañ ma c’helle, ha goude-se her c’hasas d’e wele.

1877
Référence : EKG.I. p.60

Doue a oar gwell egedomp ar pezh a zo ar gwellañ evit hor brasañ mad ; ret eo en anzav, n’eus forzh peger kriz e c’hellfe bezañ d’hor c’halon, n’eus forzh pegement e ve a-enep hor c’hoant hag hor faltazi.

1877
Référence : EKG.I. p.36

Va gwreg, tud va zi ha me a r[ay] gwellañ ma c’hellimp evit reiñ deoc’h boued da zibriñ ha golo da guzhet ac’hanoc’h, a-enep an dispac’herien a c’hlac’har hor bro.

1877
Référence : EKG.I. p.46

En dro-mañ avat ec’h en em gave an traoù evit ar gwellañ.

1877
Référence : EKG.I. p.212

Amañ emaoc’h e ti ho kwella mignoned ; chomit ganeomp keit ha ma kerfot ; bremañ, el lec’h kolo, ho pezo gweleoù ha kerkoulz boued ha ni.

1877
Référence : EKG.I. p.84

Aze d’an nec’h emañ [Runanvizid], un ti eus ar re wellañ, tud eus ar re galonekañ.

1877
Référence : EKG.I. p.68

Ouc’hpenn-se, digouezhet mat-kenañ oc’h. Dec’h diwezhañ, merour an aotrou de Kermoysan [sic, Kervoazan], a vaner Kerandraoñ, a yoa bet o tigas din samm e loan a lin da nezañ, ar c’hentañ ar gwellañ.

1878
Référence : EKG.II p.230-231

Ar sioulañ ma raimp hon tro eo ar gwellañ.

1878
Référence : EKG.II p.279

A-benn un nebeud dervezhioù e voe kaset da Gemper gant an aotrou Gall, an aotrou Koarigou ha pemp pe c’hwec’h all eus an dud wellañ a yoa er vro.

1878
Référence : EKG.II p.288

Ar re all o deus c’hoant da vevañ an hirañ ar gwellañ, hag hemañ en deus c’hoant da vervel div eur kentoc’h evit gellout mervel d’ar memes eur gant e Zoue !...

1878
Référence : EKG.II p.293

Ar gwellañ eo ivez ’ta chom sioul, ken na vezo klevet ur c’heloù all bennak sklaeroc’h.

1878
Référence : EKG.II p.15

Ne ankounac’haimp ket ac’hanoc’h, ha d’hon amezeien a-dro-war-dro, e lavarimp e pelec’h e viot. C’hwi ne ankounac’haot ket ac’hanomp kennebeut ; fiziañs hon eus er pezh hoc’h eus lavaret deomp. Kenavezo ! ar c’hentañ ar gwellañ. — Kenavezo, tud a galon !

1878
Référence : EKG.II p.9

Plac’hed yaouank, ha ne roit-hu ket d’ho preur, a-raok kuitaat ti e dad, me[d]alenn ar Werc’hez Vari, evit m’hen diwallo e pep lec’h, dioc’h pep droug, ha m’hen digaso d’ar gêr, ar c’hentañ ar gwellañ, yac’h ha divac’hagn ?

1878
Référence : EKG.II p.196-197

Al labourer kaezh, dispont, dinec’h, a skoe, gwellañ ma c’helle, taolioù trañch en douar evit kaout ur banezenn bennak.

1878
Référence : EKG.II p.183

Marteze ivez ar c’habiten en doa c’hoant da zisec’hañ, ar muiañ ar gwellañ, kalon Paol Inizan, rak hounnezh, ar groaz-se, a yoa savet eno gant e dud-kozh, e penn o douar, a du Lokrist, hag a yoa ivez hanvet kroaz Inizan.

1878
Référence : EKG.II p.78

tostaat a ra ouzh an Aoter, / Lec’h emañ kuzhet hon Salver ; / Betek an tabernakl santel . E sav neuze gwellañ ma c’hell. / Pa eo savet betek eno, / Goustad war an norig e sko, / En ur lâret gant kalz a fe[iz] : / "Jezuz, ha n’emaoc’h ket aze ?"

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Goulennet gant neb a garfet ; Ha distag-krenn 'vo dec'h lâret : Lemmañ kañfard a zo er vro, Yann ar Fluteg e hanv. Na pegen lemm ve, koulskoude, Ac'h e[o] bet gennet a-zoare : Ar pech peus stignet ar gwellañ, Ho pako 'wecho[ù] da gentañ.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Ul louarn dispar a zo bet tapet gant chaserien Kerborzh. Be[z]añ zo c’hoazh un toullad ane[zhe] ‘barzh ar c’harter, war a lârer. Chañs vat d’ar chaserien da dapout ane[zhe], ar c’henta[ñ] ar gwella[ñ].

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

gwellañ gour a zo

1909
Référence : BROU p. 245 (Je l'ai cependant entendu quelquesfois au sens affirmatif : Gwella gour a zo pour gwella hini a zo)

gwellañ pezh a zo

1909
Référence : BROU p. 248 (heureusement)

Derkeia o dalc’has pell stardet war he c’halon ha, p’o gwelas sioulaet, e lavaras dezho : « Mont kuit a renkomp bremañ, va re vuiañ-karet, ha tec’hout diouzh an douar-mañ an trummañ ar gwellañ. [...]».

1923
Référence : SKET p.108

Ha n’o deus ket o far evit komz ouzh pep hini er stumm a zere outañ ar gwellañ, habaskaat neb a ziskredje ha gounit ar c’halonoù.

1923
Référence : SKET p.102

Keit ha ma pade ar goañv, Bilzig, en ti-nezañ, gant ar merc’hed, ar wazed, a ziske ar pez o devoa o-unan disket gant o zadoù-kozh. Skol vat, ar gwellañ skol.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 42, p.973 (Even 1924)

Gwellañ kelennerien eo an doueed, desket ma ’z eo bet ganto donañ skiant a zo eus tud ha buhez.

1924
Référence : SKET.II p.29

Gwellañ den a daole troad war an douar, an aotrou kure.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1024 (Gouere-Eost 1924)

Mous e bourzh ar Gwennili, gwellañ bag a oa e-barzh ar porzh, hag he c’habiten, brudet ar gwellañ e-touez ar re wellañ eus ar besketaerien hag ar vartoloded !

1925
Référence : BILZ2 p.105

Deut ar paotr da vezañ ur gwaz, paotr yaouank a driwec’h vloaz, paotr kreñv ha kalonek, paotr ivez a skiant-vat, lemm a spered, ha, gant alioù ha kemennoù ar c’habiten, ur martolod eus ar re wellañ.

1925
Référence : BILZ2 p.169

evit ar gwellañ

1931
Référence : VALL pg au (mieux)

gwellañ m'hall a ra dezhañ

1931
Référence : VALL pg (il lui fait le plus de) bien (qu'il peut)

gwellañ pezh a zo ez...

1931
Référence : VALL pg (c'est un) bonheur (que)

en e wir wellañ gant

1931
Référence : VALL pg appliquer (appliqué dans l'acte d'application)

diuz ar wellañ kevrenn

1931
Référence : VALL pg (choisir la meilleure) alternative

bezañ en e wir wellañ

1931
Référence : VALL pg (y) aller (de tout son coeur)

oad gwellañ

1931
Référence : VALL pg (force de l')age

amzer wellañ

1931
Référence : VALL pg (force de l')age

ar marc'h gwellañ a rank pukañ

1931
Référence : VALL pg (il n'est si bon cheval qui ne) bronche(r)

en e wir wellañ

1931
Référence : VALL pg (à son) apogée

Graet e veze e Moullerezh al Leandi Barzhek, levrioù kaer skrivet gant ar wellañ skrivagnerien, levrioù skol, levrioù didu, levrioù micherel ; arc’hant bras a veze gounezet, ha gouestlet holl d’an Emsav, ha da skoazellañ ar varzhed hag o ziegezhioù.

1944
Référence : EURW.1 p.213

Ene Herri an hini eo, ha netra ken. Ar pezh hon eus d’ober eo klask e gorf ar buanañ ar gwellañ, ha sebeliañ anezhañ en un douar kristen. Neuze e vo peoc’h d’e ene.

1944
Référence : ATST p.84

Diouzh o zu, ma mistri a esaeas a bep seurt evit doñvaat ar paotr gouez e oan, an Aotrou Iwan ar Bezvoed dreist-holl, a stagas ouzhin hag a reas e wellañ da'm lakaat d'en em blijout.

1944
Référence : EURW.1 p39

Aogust, Pol hag Iwan en em lec'hias gwellañ ma c'helljont, mes ne oamp ket kichen-ouzh-kichen, ar pezh a reas dimp a-walc'h a galonad.

1944
Référence : EURW.1 p31

Neuze e veze dibabet da varc'hegerien ar baotred yaouank ar gwellañ korfet ; nemet hag unan e vije paeet da vont da soudard e plas an danvez-soudard, hemañ en doa seizh vloaz servij da ober.

1944
Référence : EURW.1 p10

Ar pellañ ar gwellañ, pell diouzh daoulagad ar vamm, pell diouzh daoulagad ar c’hoarezed, ha den ebet e-kichen evit sellout pe emañ ar falz o tic’harzhañ hardi, evel ma lavare Lom, pe ar falz er foz, hag ar paotr o redek ar barrez.

1944
Référence : ATST p.40

Hor serjanted a oa dibabet e-touez ar re wellañ notennet. Ar gaporaled ivez.

1944
Référence : EURW.1 p.196

Na pebezh anaoudegezh-vat a dleer d'ar Varianited o doa graet eus o gwellañ evit reiñ dorn d'ar Vretoned da saveteiñ o yezh.

1944
Référence : EURW.1 p59

Ma gwellañ kamarad yaouankiz, Aogust ar Roc'h a zo bet lazhet e-kichen Valmy, er bloavezh 1915.

1944
Référence : EURW.1 p47 n3

Met gwellañ tra 'oa, ken prim all e torre d'he glac'har.

1954
Référence : VAZA p.12

Eviti da vezañ pell 'zo er vered, derc'hel a reer bete-vremañ d'ober meneg eus ar c'haezh Doue, rak bez' eus amañ e moger va liorzh war ribl an hent ur feunteun ma kaver enni hep mar na marteze gwellañ dour tro-war-dro, ha dour e- leizh, forzh pegen kras e c'hellfe bezañ an amzer.

1954
Référence : VAZA p.10

Mignon, dit ma gwellañ bennozh / Pa 'c'h eus pardon din-me roet / Rak, moarvat, e varvin henozh / Da-heul nerzh an taolioù skoet.

1960
Référence : PETO p82

Va seizh gwellañ a ris d'e lakaat da chom ganin, rak gouzout a raen mat penaos e vez touellet ar re yaouank-se gant buhez ar c'hêrioù, ha santout a raen penaos e trofe an traoù evitañ. En aner !

1985
Référence : DGBD p70

O vezañ ma ne oa ket anv da lazhañ ar c'hañfard-se, hon eus dibabet an eil diskoulm gwellañ.

2012
Référence : DJHMH p13

Klasket e vo skoazellañ hon enebourien neuze, met en ur zrevezañ anezhe an teukañ ar gwellañ.

2015
Référence : DISENT p55

Pouezus eo ivez derc'hel da sachañ evezh an arvesterien – da lâret eo ar sell foran – hag ober dezhe bevañ trivliadoù ar stourmerien ar muiañ ar gwellañ.

2015
Référence : DISENT p78-79

Kavout al lec'h gwellañ evit sellet ouzh an darvoud, deoc'h da bediñ eno ar boltredourien hag ar gazetennerien-kelaouadennerien.

2015
Référence : DISENT p75

An touchennoù eo an habaskaer gwellañ eviti.

2015
Référence : EHPEA p19

Abalamour d'an traoù-se, hag a zo bet dielfennet mat-kenañ gant ar skiantoù sokial, ez eo ret dimp gwelet hon obererezh en ur mod hollek, an abegoù hag an heuliadennoù a zo dezhi, evit dibab diouzh hor gwellañ ha kas da benn oberezhioù omp prest da sammañ tra ken.

2015
Référence : DISENT p62

Lennegezh ar brezhoneg diouzh he zu, a serro un oberenn all c'hoazh en he yalc'h, unan savet en ur yezh am bo graet va seizh gwellañ d'he skrivañ reizh ha difazi...

2016
Référence : ILIAS p. 4

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux