Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Définition :  Masquer la définition

I. (gt ur verb) Troienn a dalvez d'ober anv eus un doare zo en tu all d'udb., war an tu mat. Kavout gwell. Gouzout gwell. Penaos e rafen gwell ? Gouzout a rit gwell eget n'eus forzh piv petra zo d'ober. & Ne c'houlennan ket gwell : troienn a ra ar c'homzer ganti evit diskouez e youl vat. [1878] Diskuizh omp bremañ, ha ne c’houlennomp ket gwell eget mont adarre en hent. & Karet gwell : bezañ gwell gantañ. HS. gwelloc'h. II. Tr. adv. 1. [1931] WAR WELL : war an tu mat. Mont, dont, kas, degas war well. & Dont da well : war well. & Lakaat da well : lakaat udb. da vezañ gwell. & Cheñch ouzh gwell : war well. & Gwerzhañ war well : gant gounid. 2. GWELL PE WELL : gwelloc'h c'hoazh, muioc'h c'hoazh.

Exemples historiques : 
55
Masquer la liste des exemples

Propoziñ fermamant d'amandiñ ar vuhez en amzer-da-zonet hag en em goñserviñ gwell diouzh pec'hed moaienant ar c'hras hag ar sikour a Zoue. Erfin ez lavaro Pater noster hag Ave Maria, ar Gredo, hag ar Salve Regina, &c.

1622
Référence : Do. p54

gwell evit div wezh

1659
Référence : LDJM.1 pg plus (de deux fois)

gwell evit ur wezh

1659
Référence : LDJM.1 pg plus (d'vne fois)

gwell

1659
Référence : LDJM.1 pg plus

donet da well

1732
Référence : GReg pg amander

rentañ gwell

1732
Référence : GReg pg ameliorer

gwell pe well

1732
Référence : GReg pg (de plus) belle (mieux que de coûtume)

donet a rae da doueet gwell pe well

1732
Référence : GReg pg (il recommence de plus) belle (à jurer)

gwell pe well e toue adarre

1732
Référence : GReg pg (il recommence de plus) belle (à jurer)

gwell-a-se deoc'h, mard eo gwir

1850
Référence : GON.II pg gwell (-a-zé)

Nag hemañ a c'hello ober gwell ?

1850
Référence : GON.II p.86, livre second, « Celui-ci ne pourra-t-il pas mieux faire ? »

gwell

1850
Référence : GON.II p.57, Table des Conjonctions simples, "mieux".

war well

1850
Référence : GON.II p.9 introduction "en s'améliorant"

gwell

1850
Référence : GON.II pg gwell (-a-zé)

gwell pe well

1850
Référence : GON.II pg gwell, gwelloc'h, gwell (-pé-well)

gwell-pe-well e tou adarre

1850
Référence : GON.II pg gwell (-pé-well)

ober gwell a reas an aotrou Troude; da eil en e labourioù e kemeras an aotrou Milin, ha troet o deus war eun dro e brezhoneg al levr kaer latin de Imitatione Christi, a reer bremañ anezhañ en hor yezh-ni, Jezuz-Krist skouer ar gristenien.

1867
Référence : MGK Rakskrid X

Grit ur sell, aotrou sant Kadoù, diouzh lein an neñv emaoc'h e-barzh, hag e welot hag-eñ a heuilh pe na heuilh ket hoc'h alioù, ho mab, ar barzh, pe evit lavaret gwell, gwenanennig Breizh, a gomzan anezhi amañ, "Hag a zistro d'he c'hest laouen, gant ur bec'h mel he deus kavet, dre ar prajoù war gant boked"

1867
Référence : MGK Rakskrid XIII

Neketa aotrou sant Herve ? Me gav din ho pize c'hoarzhet en ur welout moullet e penn unan eus ar mojennoù-mañ ho lavar fur : Gwell eo deskiñ mabig bihan, eget dastum madoù dezhañ.

1867
Référence : MGK Rakskrid XI

'Tesker en un dervezh, karet gwell doue ha Breizh, 'vit na reer, e kant vloaz, e levrioù all e-leizh

1867
Référence : MGK p4

— Gwe... gwe... gwell a se. Ha c’hwi, tu... tu... tud yaouank, na ankou... kou... kounac’hait james an Aotrou Doue, na... na... nag an Aotrou Krist binniget, na... na... nag ar Werc’hez Vari.

1877
Référence : EKG.I. p.182

Ha ne d’eo ket an dra-se reiñ d’an enebour bazhad evit bazhad, pe, evit lavaret gwell, tenn evit tenn ?

1877
Référence : EKG.I. p.298

Ar pezh ez an da gontañ a ziskouezo kement-se deoc’h gwell eget va c’homzoù.

1877
Référence : EKG.I. p.2

Doue a oar gwell egedomp ar pezh a zo ar gwellañ evit hor brasañ mad ; ret eo en anzav, n’eus forzh peger kriz e c’hellfe bezañ d’hor c’halon, n’eus forzh pegement e ve a-enep hor c’hoant hag hor faltazi.

1877
Référence : EKG.I. p.36

O ! emezañ, ne ouzont ket emaon amañ, gwell a-se ! Evelato, amañ emaon en diasur ; un tamm c’hoant hepken da gas ganto unan eus va moc’h a zo a-walc’h evit va diz[o]leiñ.

1877
Référence : EKG.I. p.127

Ar Breizhad, evitañ da vezañ dispont dirak an tan hag an dir, a zo aonik, spontik-meurbet dirak an divroidi ; pe evit lavaret gwell, ar Breizhad a lez e skiant-vat a-gostez evit krediñ ha mont da heul an hini a deuio da gontañ dezhañ sorc’hennoù burzhudus, dispar ha diskiant, ma n'eo ket eus e vro, ma ne gomz ket yezh e dudoù-kozh ; abalamour da se ez aed a-unan gant an divroidi a rae en hor bro an traoù fall a gontañ amañ.

1877
Référence : EKG.I. p.173

Ne deuent ket re vuan, a gave din ; n’o doa ket 'ta neuze kavet an tres ac’hanon. Gwell a-se !

1878
Référence : EKG.II p.125

Nann, traoù evel-se ne vezont graet nemet evit ar brasañ mignoned. Ha c’hoazh... ne vez ket kavet bemdez tud ker kalonek, pe, evit lavaret gwell, ker sot ha c’hwi.

1878
Référence : EKG.II p.67

Hag evit gwir, ne c’houlennen ket gwell eget ober dezho ar muiañ droug a c’helljen.

1878
Référence : EKG.II p.85

Diskuizh omp bremañ, ha ne c’houlennomp ket gwell eget mont adarre en hent.

1878
Référence : EKG.II p.101

Koulskoude, Aotrou de Kerbalaneg [sic], ma vije aet unan bennak ac’hanomp betek enno, en divije gellet komz outo ha lavaret dezho n’omp ket digalonekaet ha ne c’houlennomp ket gwell eget en em gannañ adarre ouc’h [ouzh]Canclaux.

1878
Référence : EKG.II p.107

Gant m’o deus gouezet dre o nerzh-kalon hag o c’hadarnded diwall glanded ar Ouenn, dre m’o deus miret gwell eget ar re all o gizioù mat, dre m’o deus graet diouzh al Lezenn roet gwechall gant an doue, hon Tad, da Ariomanos, eo e tellezas bagadoù an dud-se bezañ anvet gant an danevellourien meuriadoù gwirion a ouenn Vanos (3).

1923
Référence : SKET p.92

Kement-mañ hepmuiken o doa lavaret dezhañ : klask mont war wellaat a zeiz da zeiz, ober bemdez gwell eget en derc’hent (1).

1924
Référence : SKET.II p.20

Hag evit ruilhañ ar c’helc’h, n’en dije ket ar Stlaper-Rod e-unan gallet ober gwell.

1924
Référence : SKET.II p.20

Nan int ket, m’en asur deoc’h, mamm Izabel, c’hoazh war ar poent da dapout an daou-se, ha gwell a se !

1925
Référence : BILZ2 p.132

Dirak an annez-mañ e red didav, noz-deiz, en ur leñvañ hag en ur hiboudiñ war un ton hiraezhus ha klemmvanus, dour eonennet richer Pourpri (pe Poulpri, mar bez gwell ganeoc'h), goude bezañ en em silet dre angelloù prenn rod vras ar vilin gozh he mogerioù iliavek.

1929
Référence : SVBV p.18

mont war well

1931
Référence : VALL pg améliorer, avancer

war well

1931
Référence : VALL pg (vendre avec) bénéfice

gwell eo ganin

1931
Référence : VALL pg aimer (j'aime autant, mieux)

un hent peuzvat pa n'oufed gwell

1931
Référence : VALL pg (un pis) aller

ober gwell da

1931
Référence : VALL pg avantager

n'eo ket gwell a se

1931
Référence : VALL pg avancer

dont war well

1931
Référence : VALL pg améliorer

degas war well

1931
Référence : VALL pg améliorer

bezañ anvet war well

1931
Référence : VALL pg avancement

kavout gwell

1931
Référence : VALL pg aimer (autant, mieux)

gwerzhañ war well

1931
Référence : VALL pg avantage

gwell pe well

1931
Référence : VALL pg (de plus) belle

gwell a se dezhañ e c'hoarvezhas ez...

1931
Référence : VALL pg (par) bonheur (pour lui il arriva que...)

Gwell a se ! va mab, gwell a se ! d’hoc’h oad, ne raen eveldoc’h nemet ur c’housk, e-pad an noz.

1944
Référence : ATST p.69

Glaoda a gavas gwell mont da soudard eget prenañ un all da vont en e blas ; kaset e voe d'an IIvet rejimant kanolierezh e La Fère, e-kichen Laon, Aisne.

1944
Référence : EURW.1 p10

« Selaouit hag e klevot gwell a se, nemet ha tud bouzar e ve, an eil a lavaro d'egile ».

1944
Référence : EURW.1 p26

Du-mañ 'kavoc'h bara, ur c'holc'hed ha pell / Ha dilhad da wiskañ. Dizale 'z aimp di. / Da skoachañ dibreder ne gavoc'h ket gwell, / Ha diarvar ' vezoc'h ganin ha ma zud.

1960
Référence : PETO p24

Hag hi ha Loeiz, ar paourkaezh gour, / En Templ zo klozet 'barzh an tour, / Da c'hortoz, gwell a-se, / D'ar vro paeañ o dle.

1960
Référence : PETO p44

Met, m'emañ evel-se eo gwell lâret krak-ha-krenn, kentoc'h eget na vefe ken bec'hiet e spered ken m'en em gavfe en ospital

2020
Référence : ARGEL p. 72

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux