Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. Doar./Stn. A. 1. Zo en tu all d'ub., d'udb. en abeg d'ur perzh mat bnk. Gwelloc'h eo al laezh kezeg eget al laezh saout. Gwelloc'h out da zebriñ eget da labourat. & Gwelloc'h marc'had : marc'hadmatoc'h. & (en e furm vihanaat) Gwellikoc'h, gwelloc'hik : un tammig gwelloc'h. 2. Bezañ gwelloc'h : gounit udb. Hag e vi petra gwelloc'h pa'z po sikouret hennezh ? B. 1. (dirak un ak., ur rag., ur v.) BEZAÑ GWELLOC'H GANT UB. : troienn a dalvez d'ober anv eus an dibab a blij ar muiañ d'ub. Gwelloc'h eo ganin ur banne gwin eget ur banne sistr. Gwelloc'h eo gantañ chom er gêr eget mont d'ar gouel. & Kavout gwelloc'h : bezañ gwelloc'h gantañ. Kavout a rajes gwelloc'h kaout un tamm bara ? 2. BEZAÑ GWELLOC'H D'UB. OBER UDB. : troienn a dalvez d'ober anv eus an dibab, an diskoulm gwellañ zo evit ub., da veno ar c'homzer. Gwelloc'h e vije dit mont d'ober un dra eget chom amañ. II. Adv. (gant ur v.) Termen a dalvez d'ober anv eus un doare zo en tu all d'ub., war an tu mat. Gouzout a ran an dra-se gwelloc'h egedout. HS. gwell. III. Tr. adv. Gwelloc'h-gwell, gwelloc'h-gwellañ : mui-ouzh-mui, war an tu mat. Kanañ a reont gwelloc'h-gwell. ES. gwazh. IV. Rag. Termen a dalvez da aroueziñ ar pezh zo en tu all d'udb., en abeg d'ur perzh mat. Gwelloc'h zo. ES. gwashoc'h.

Exemples historiques : 
35
Masquer la liste des exemples

gwell pe welloc'h

1732
Référence : GReg pg (très-) bien

Ar re-mañ a zo gwelloc’h evit ar re all.

1850
Référence : GON.II p.94, livre second, (Ceux-ci sont meilleurs que les autres).

piv a oufe displegañ gwelloc'h ?

1850
Référence : GON.II pg displéga

hemañ a zo gwelloc'h eget egile

1850
Référence : GON.II pg gwell, gwelloc'h

n'en em gavan ket gwelloc'h

1850
Référence : GON.II pg gwell, gwelloc'h

gwelloc'h

1850
Référence : GON.II pg gwelloc'h, mâd

gwelloc'h

1850
Référence : GON.II p.23, livre premier, "meilleur".

Hemañ a zo gwelloc'h evit hennezh.

1850
Référence : GON.II p.71

Ar gwin-mañ a zo mat a-walc'h, hogen egile a oa gwelloc'h.

1850
Référence : GON.II p.77

Del unan ! zo gwelloc'h eget daou az pezo : / Ar c'hentañ a zo dit ; an eil, peur e vezo ?

1867
Référence : MGK p41

Gant c'hoant da ober gwelloc'h evit Rikoù, an aotrou Gwezbriant, eus a Gerzaoulaz, e-lec'h kemeret ar barzh latin da batrom, a gemeras Yann ar Feunteun.

1867
Référence : MGK Rakskrid VIII

Gwelloc'h eo bezañ paour ha bevañ leal war zouar, / Evit gwerzhañ nav real ar pezh ne dalv pevar.

1867
Référence : MGK p87

Evidon-me a gar va zud, va yezh, va bro / Ha kement zo enni : reier, brug ha derv, / Me zo gwelloc'h ganen gwelet an heol e Breizh, / Klevet trouz ar mor don o krozañ a-hed an deiz, / Bezañ paour, reuzeudik ken a rankin mervel, / Eget bezañ eürus en ur vro all a-bell, / Ma ve ret din eno mougañ ar garantez / A zo krog em c'halon, evel tan ur fornez.

1867
Référence : MGK p21

Me her lavar deoc’h, en noblañsoù pinvidikañ ne vez ket gwelloc’h pred.

1877
Référence : EKG.I. p.81

Gwelloc’h ijin eget nerzh, hoc’h eus klevet meur a wech.

1878
Référence : EKG.II p.120

En em gavet eno, an Aotrou de Kervalaneg a lavaras e oa gwelloc’h deomp dont en-dro gant aon na vije deuet, eus a Vontroulez, soudarded da Ganclaux, evel a yoa deuet eus a Lesneven, rak neuze e vije aes dezhañ ober an dro deomp, kelc’hañ ac’hanomp, trec’hiñ ac’hanomp hag hor lazhañ holl en un taol.

1878
Référence : EKG.II p.1

Ni a ya da stagañ ar riblennad lian du war beg tour Berven ; gwelloc’h e vije bet ganeomp, e gwirionez, stagañ banniel gwenn hor roue.

1878
Référence : EKG.II p.108

Me a garfe ka[out]t ur re votoù neve[z]. Evel-se a lâre enni hec’h-unan, Maria Gwazioù deus Lannuon. E-lec’h mont da brenañ, e ti ur bot[a]ouer, e kavas [a]ezetoc’h ha gwelloc’h marc’had, emichañs, trokañ he re gozh ouzh re neve[z] an intañvez Damany, hep gouzout da houmañ.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Keurteu ! Gwellac'h eo ganen...

1909
Référence : BROU p. 232 (ma foi, j'aime mieux...)

Kezeg-houarn a bep merk, gwelloc'h marc'had evit e nep lec'h

1914
Référence : KZVR Niv. 63

Soñjet hon eus e vije degemeret gwelloc'h gant ar Vretoned ur studiadenn diwar-benn ar mor, hag a zo bet dedennet gantañ hor c'henvroiz a-holl-viskoazh.

1943
Référence : TNKN p8

Stagañ a reas gant ar binvioù, tommañ a reas ouzh ar savadurezh kezeg, saout, deñved, ha pa dennas d'ar bilhed e 1858, ne oa ket kalz gwelloc'h gwazed egetañ e kanton Uhelgoad.

1944
Référence : EURW.1 p10

Pa ne gave den gwelloc'h e voe merket evel-se.

1944
Référence : EURW.1 p69

Rak, gouzout a rit, va lennerion, gwechall-gozh al loened mut a gomze kerkoulz hag an dud, ha c’hoant bras am eus da lavarout : gwelloc’h.

1944
Référence : ATST p.7

Da Lom e voe lavaret gant e c’hoarezed e oa gwelloc’h dezhañ chom war yun betek kreisteiz.

1944
Référence : ATST p.27

— « Gwelloc’h emaoc’h, moereb ? » — « Ya ! » emezi.

1944
Référence : ATST p.36

Job ne ouie ket gwall vat, ha Lom ne ouie ket gwelloc’h.

1944
Référence : ATST p.106

« O va Doue ! » eme ur vaouez, a oa azezet war al letonenn, « me ne garan ket ar seurt traoù, me a gav gwelloc’h mont en-dro d’ar gêr. »

1944
Référence : ATST p.116

Me ?... Ne lennan ket, he doa respontet. Gwelloc'h e kavan bevañ.

1949
Référence : SIZH p.56

Nemet, na petra 'ta ! Sik a ran dezhañ gwelloc'hikañ ma c'hellan.

1949
Référence : SIZH p.54

Keben dall gant ar fallentez ! / Ma c'halon, heuget-holl, a gren. / Kant gwech gwelloc'h ar baourentez / 'Get da vervel[,] lakaat un den.

1960
Référence : PETO p31

Ar re-se a gav gwelloc'h difenn interestoù ar c'hompagnunezhioù bras hag al louzerien, e-lec'h difenn labourerien Vreizh.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 3

Gwelloc'h a se a vo an istor rak c'hoant bras o do an arvesterien da c'hoût petra zo pennkaoz d'ho stourm, ha dre-se e vefont gouest da sevel a-du ganeoc'h da c'houde.

2015
Référence : DISENT p79

Evel-se e vo roet an taol dic'harzhañ kentañ, hag a-wechoù n'eus ket tu d'ober gwelloc'h pa vez berzet mont d'al lec'h a fell dimp tizhout.

2015
Référence : DISENT p73

Anat eo, met gwelloc'h eo adlâret an dra-mañ kuit na vefe gwelet ar memes re o tiyalc'hañ bepred...

2015
Référence : DISENT p86

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux