gwelloc'h
Evidon-me a gar va zud, va yezh, va bro / Ha kement zo enni : reier, brug ha derv, / Me zo gwelloc'h ganen gwelet an heol e Breizh, / Klevet trouz ar mor don o krozañ a-hed an deiz, / Bezañ paour, reuzeudik ken a rankin mervel, / Eget bezañ eürus en ur vro all a-bell, / Ma ve ret din eno mougañ ar garantez / A zo krog em c'halon, evel tan ur fornez.
En em gavet eno, an Aotrou de Kervalaneg a lavaras e oa gwelloc’h deomp dont en-dro gant aon na vije deuet, eus a Vontroulez, soudarded da Ganclaux, evel a yoa deuet eus a Lesneven, rak neuze e vije aes dezhañ ober an dro deomp, kelc’hañ ac’hanomp, trec’hiñ ac’hanomp hag hor lazhañ holl en un taol.
Keurteu ! Gwellac'h eo ganen...
Kezeg-houarn a bep merk, gwelloc'h marc'had evit e nep lec'h
Soñjet hon eus e vije degemeret gwelloc'h gant ar Vretoned ur studiadenn diwar-benn ar mor, hag a zo bet dedennet gantañ hor c'henvroiz a-holl-viskoazh.
— « Gwelloc’h emaoc’h, moereb ? » — « Ya ! » emezi.
Da Lom e voe lavaret gant e c’hoarezed e oa gwelloc’h dezhañ chom war yun betek kreisteiz.
Job ne ouie ket gwall vat, ha Lom ne ouie ket gwelloc’h.
« O va Doue ! » eme ur vaouez, a oa azezet war al letonenn, « me ne garan ket ar seurt traoù, me a gav gwelloc’h mont en-dro d’ar gêr. »
Me ?... Ne lennan ket, he doa respontet. Gwelloc'h e kavan bevañ.
Nemet, na petra 'ta ! Sik a ran dezhañ gwelloc'hikañ ma c'hellan.
A zo gwir, emezon, hogen ma plegfes, azen, d’ober un tammig krennañ d’az tivskouarn ha da zeskiñ un draig bennak diwar-benn an arzourien-se, kant ha mil gwech gwelloc’h e teufe ganit !
Brav-bravik e teue ganin evit pezh a sell ouzh lenn, met daoust ha ma skrive-hi evel ur c'homis noter, c'hwitet he deus va mamm gaezh war an dra-mañ : krog on em dek vloaz ha tri-ugent war-vete nebeut ha betek-henn, kaer am [sic] eus bet c'hoari, na gant pluenn na gant kreion, biskoazh n'on deut a-benn d'ober gwelloc'h eget skrapadennoù yar, un euzh hepken sellout outo !
Evit pezh a selle ouzh adverenn, gwelloc’h e veze ganin chom da c’hoari er porzh, rak a-drugarez Doue biskoazh em buhez n’on bet paotr e gof.
Ne glemme gouerouz ebet ouzh ar seurt boued, rak d’am meno n’eus neblec’h gwelloc’h keginer eget kalon digor ar yaouankiz.
Bevet en devoa dija Fallières ur pennadig war vourzh va [sic] ar reder Ernest Renan, met an dro-mañ gwelloc’h tu a gavjomp, e-pad un treuz kalz hirbadusoc’h, d’ober anaoudegezh gantañ.
Derc’hel a rae Soaz Sapeur da vont war goshaat, ha n’ae ket gwelloc’h an traoù ganti ; a-wechoù zoken e ranke malañ munut-munut he bleud, ha ne oan ket pinvidikoc’h egeti, rak n’eo ket gant va gopr soner am bije graet godell.
Ar re-se a gav gwelloc'h difenn interestoù ar c'hompagnunezhioù bras hag al louzerien, e-lec'h difenn labourerien Vreizh.
Anat eo, met gwelloc'h eo adlâret an dra-mañ kuit na vefe gwelet ar memes re o tiyalc'hañ bepred...
Gwelloc'h a se a vo an istor rak c'hoant bras o do an arvesterien da c'hoût petra zo pennkaoz d'ho stourm, ha dre-se e vefont gouest da sevel a-du ganeoc'h da c'houde.
Evel-se e vo roet an taol dic'harzhañ kentañ, hag a-wechoù n'eus ket tu d'ober gwelloc'h pa vez berzet mont d'al lec'h a fell dimp tizhout.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
gwelloc'h-gwell