I.
Doar./Stn.
1. [1499, 1732] Zo en tu all d'ub., d'udb. en abeg d'ur perzh mat bnk.
Gwell eo ijin eget nerzh. N'eo ket gwell eget e vreur. N'eo ket kalz gwell. Ar menezioù uhel zo gwell d'al lannoù eget an douar izel. Ne vin na gwell na gwazh a se : abalamour d'an dra-se.
&
Gwell marc'had : marc'hadmatoc'h.
Ne gavfed ket a well marc'had e lec'h all.
&
Ur paotr a well forzh : dibreder, lezober.
2. Bezañ gwell a, eus udb. : bezañ gounit e-keñver pe geñver abalamour da se.
Hennezh a oa bet gwell a se ? Petore gwell e oa bet honnezh, pa he doa flatret he c'hoar-gaer ? Ne vimp ket gwazh hag int ne vint ket gwell.
&
Petra a well ? : petra a vo gounezet goude-se, mar greer an dra-mañ-tra ?
3. Bezañ gwell gant ub. : bezañ an hini zo karet ar muiañ gantañ.
Eñ eo zo gwell gant e vamm.
II.
(dirak un ak., ur rag., ur v.)
1. [1499, 1732, 1931] BEZAÑ GWELL GANT UB. : troienn a dalvez d'ober anv eus an dibab a blij ar muiañ d'ub.
Gwell eo gantañ evañ eget ned eo kousket. Gwell eo ganin ar peoc'h eget ar brezel. Me zo gwell ganin ur pred pesked eget ur pred kig. Gwell eo ganto mervel eget plegañ. Gwell e vije ganin e vijes bet krouget.
&
[1732] Kavout gwell : bezañ gwell gant.
Kavout a ran gwell mont di diouzhtu.
[1877] [H]a zoken beleien hag o doa graet al le, pe ma kavit gwell o doa graet "sermant".
[1944] Dumañ-duhont er voger, ez eus klouedoù-houarn. Div zor-dal (pe daou borrastell ma kavit gwell), a zo : […].
&
Ar gwiñver pe ar c'hazh-koad, mard eo gwell ganeoc'h, zo ur bronneg krigner. Mard eo gwell ganit, ganeoc'h ; mar kavit gwell : troiennoù a ra ar c'homzer ganto evit reiñ da c'houzout d'e selaouer(ien) en deus implijet ger pe c'her.
2. [2015] BEZAÑ GWELL D'UB., OBER UDB. : troienn a dalvez d'ober anv eus an dibab, an diskoulm gwellañ zo evit ub., da veno ar c'homzer.
Gwell e vije dit dont amañ. Gwell eo deoc'h paouez ! : a-raok ma'z afen e fulor.
[2015] Ne ouzon ket ha gwell eo din mallozhiñ pe ober sin ar groaz, evit ma tremeno mat pep tra.
13. An impalaer Sezar a respontas : me a c'hallse envat he c'hrontragniñ da sakrifiañ, evit-se gwell eo genen ez ve faezhet dre hoc'h argumantoù ha ho rezonoù :
13. an impalarz cesar a respontas me agalse infat he contrainy da sacrifie euit ce guell eo gueneff ez ve fezet dre ho argumentou ha ho raysonou :
1576
Daveenn :
Cath
p12
gwell eo studiañ evit c'hoari
guel eo studia euit c'hoari
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg (il) vaut (mieux estudier que iouer)
gwell eo genen [ganin]
guel eo guenên
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg mieux
gwell
guel
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg mieux
kavout gwell
cavout güell
1732
Daveenn :
GReg
pg aimer
bezañ gwell
beza güell
1732
Daveenn :
GReg
pg aimer
gwell pe well
guell-pe-vell
1732
Daveenn :
GReg
pg (a l') envi (par émulation, à qui mieux fera)
Dioc'h kleñvejoù ar bed e pare ar marv : / Mat pe fall, 'vel ma'z omp, chomomp evelato ! / Gwell eo kaout poan eget mervel.
Dioc'h klenvejou ar bed e pare ar maro : / Mad pe fall, 'vel ma'z omp, choumomp evelato ! / Gwell eo kaout poan eget mervel.
1867
Daveenn :
MGK
p68
Ober moan wadegenn ha bevañ en e roll, zo gwell 'get meurlarjez, ar c'houzoug [sic] er wakol.
Ober moan wadegen ha beva enn he roll, zo gwell 'get morlarjez, ar c'houzoug er wakol
1867
Daveenn :
MGK
p7
« Warc'hoazh kentañ, gant hor filzier, / Dont[,] ni ha tud hon ti : setu ar berrañ tra / Hag ar gwellañ ; / Hon ed a vedimp, a zornimp / Hon-unan, gwellañ ma c'hellimp. »
« Warc'hoaz kenta, gant hor filsier, / Dont ni ha tud hon ti : setu ar berra tra / Hag ar gwella ; / Hon ed a vedimp, a zournimp / Hon-unan, gwella ma c'hellimp. »
1867
Daveenn :
MGK
p54
Eno weloc'h tud kalonek, / Falc'het evel geot ar foenneg ; / O daoulagad leun a zaeloù, / Oc'h hirvoudiñ o c'halonoù, / O yudal, torret o ezel : — « Gwell eo bevañ evit mervel !
Eno weloc'h tud kalounek, / Falc'het evel geod ar foennek ; / Ho daoulagad leun a zaelou, / Oc'h hirvoudi ho c'halounou, / O iudal, torret ho ezel : — « Gwel eo beva evit mervel !
1867
Daveenn :
MGK
p68
An den diwar ar maez, / An tieg, na petra 'ta ![,] a grede e voa gwell / Kas diwar ar spered ar poanioù-se a-bell, / Ha dont hep damantiñ dioc'htu da labourat.
Ann den diwar ar mez, / Ann tiek, na petrata ! a grede e voa gwell / Kas diwar ar spered ar poaniou-ze a-bell, / Ha dont hep damanti dioc'h-tu da labourat.
1867
Daveenn :
MGK
p79
Gwell eo ganti, p'he deus danvez, / P'he deus yec'hed, gwell ebatal, / Reiñ he bugale d'ar re all, / Reiñ he mab, he merc'h da vagañ.
Gwell eo gant-hi, pe deuz danvez, / Pe deuz iec'hed, gwell ebatal, / Rei he bugale d'ar re all, / Rei he map, he merc'h da vaga.
1867
Daveenn :
MGK
p137
E-kreiz ar c’hoad-se, ouc’hpenn daou-c’hant vloaz a yoa, an Aotrou Olier Lambal, kont Pentevr, en doa savet ul leandi, un abati pe ur gouent, mar kavit gwell, hag en doa lakaet eno menec’h da bediñ Doue evit silvidigezh e ene.
E kreiz ar c’hoad-se, ouc’hpenn daou c’hant vloaz a ioa, an Aoutrou Olier Lamball, kount Penthievr, en doa savet eul leandi, eun abati pe eur gouent, mar kavit guell, hag en doa lakeat eno menec’h da bedi Doue evit silvidigez he ene.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.33-34
— Gwir a lavarez adarre, abalamour da se eo gwell deomp bezañ war evezh.
— Guir a leverez adarre, abalamour da ze eo guell d’eomp beza var evez.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.74
Mes mard oa tud vat dre eno, oa ivez tud fall, ha zoken beleien hag o doa graet al le, pe ma kavit gwell o doa graet "sermant".
Mez mar doa tud vad dre eno, oa ive tud fall, ha zoken beleien hag o doa great al le, pe ma kavit guell o doa great "sermant".
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.85
Oh ! ya, ret eo e ve ur varnedigezh all war-lerc’h ar vuhez-mañ, rak anez e ve re vrav, e gwirionez, bezañ dispac’her, pe republikan, mar kavit gwell.
Oh ! ia, red eo e ve eur varnedigez-all varlerc’h ar vuez-man, rak anez e ve re vrao, e guirionez, beza dispac’her, pe republikan, mar kavit guell.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.54
P. 161, lin. 10-14 kent an dibenn, e-skoaz gant "kelc’hiad" "kelc’hiata", "kelc’hiek", "kelc’hienn" lakaat ar furmoù hep "i" a zo kerkoulz pe well : "kelc’had", "kelc’hata", "kelc’hek", "kelc’henn".
P. 161, lin. 10-14 kent an dibenn, e-skoaz gant "kelc’hiad" "kelc’hiata", "kelc’hiek", "kelc’hienn" lakaat ar furmou heb "i" a zo kerkouls pe well : "kelc’had", "kelc’hata", "kelc’hek", "kelc’henn".
1924
Daveenn :
SKET.II
p.151 : "Da reiza er gevrenn genta" ["Da reizhañ er gevrenn gentañ"]
Gwell d’ar re a garan amezegiezh arzhed, bleizi ha naered eget amezegiezh ar re-se !
Gwell d’ar re a garan amezegiez arzed, bleizi ha naered eged amezegiez ar re-ze !
1924
Daveenn :
SKET.II
p.63
Gwell eo ganen kaout ur marv enorus em oad flourañ eget stlejañ war an douar, e-doug bloavezhioù, ur gozhni didalvez.
Gwell eo ganen kaout eur maro enorus em oad floura eget stleja war an douar, e-doug bloaveziou, eur gozni didalvez.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.41
Mennout a raen mont ar pellañ 'r gwellañ, diouzh ar gêr da ergerzhout war ar meurvorioù, war al lennoù bras ha war ar stêrioù meur awenus.
Mennout a raen mont ar pella 'r gwella, diouz ar gêr da ergerzout war ar meurvoriou, war al lennou bras ha war ar stêriou-meur awenus.
1929
Daveenn :
SVBV
p.14
Pa veze aet enoeet ar seizh kañfard o labourat, ez aent da ober reuziadoù gouren war ar flourenn : n'eus netra gwell evit gwevnaat an izili, kreñvaat an drogell hag atizañ an imor.
Pa veze aet enoet ar seiz kañfard o labourat, ez aent da ober reuziadou gouren war ar flourenn : n'eus netra gwell evit gwevnaat an izili, kreñvaat an drogell hag atiza an imor.
1929
Daveenn :
SVBV
p6
gwell eo ganin
gwell eo ganéñ
1931
Daveenn :
VALL
pg aimer
Du-mañ du-hont er voger, ez eus klouedoù-houarn. Div zor-dal (pe daou borrastell ma kavit gwell), a zo : […].
Dumañ-duhont er voger, ez eus klouedou-houarn. Diou zordal (pe daou borrastell ma kavit gwell), a zo : […].
1944
Daveenn :
EURW.1
— « Gwell eo ur voutailhad jistr eget al louzoù-mañ, a reas an aotrou Huerou-Kerizel, a oa ur bever brav hag un den karget a yec'hed, gant ur min ruz, un divjod bougennek, ur c'hof enorapl. »
— « Gwell eo eur voutailhad jistr eget al louzou-mañ, a reas an Aotrou Huerou-Kerizel, a oa eur bever brao, hag eun den karget a yec'hed, gant eur min ruz, eun dioujod bougennek, eur c'hof enorapl. »
1944
Daveenn :
EURW.1
p77
— « Ma, eme hemañ, gant na vo ket an dra-se ur skoilh d'ar studioù all, ne c'houlennan ket gwell. »
— « Ma, eme hemañ, gant na vo ket an drase eur skoilh d'ar studiou all, ne c'houlennan ket gwell. »
1944
Daveenn :
EURW.1
p58
Hopal a ra [ar c'hoarier], pa 'z a an horell pell an diaoul : — « Hemañ 'zo taol mat a vrec'h gwell / A ya timat hag a bad pell ».
1944
Daveenn :
EURW.1
p23
D'en em ziwall ouzh seurt trevell / ' Ve gwell din mervel 'vit tevel.
D'en em ziwall ouz seurt trevell / ' Ve gwell din mervel 'vit tevel.
1960
Daveenn :
PETO
p50
Kent d'an Ankou hon diskarañ / Gwell ' ve deoc'h klask danvez bara / Ha lakaat kig e-barzh ar bailh, / Goullo ha skarpet ken a frailh.
Kent d'an Ankou hon diskara / Gwell ' ve deoc'h klask danvez bara / Ha lakaat kig e-barz ar bailh, / Goullo ha skarpet ken a frailh.
1960
Daveenn :
PETO
p64
Ar c'holonennoùigoù, ar rizennoù, a zeu gwelloc'h a se war wel ma'z int livet teñvaloc'h eget an nemorant eus ar voger.
2013
Daveenn :
LLMM
Niv. 399, p. 21
Deuet eo brav ganeoc'h pa vez gwell d'ar poliser gervel 2 pe 3 foliser all evit dibradañ ac'hanoc'h, kentoc'h evit kemer ar riskl da derriñ beg ho livenn-gein pe ho choug -dirak testoù !-.
2015
Daveenn :
DISENT
p94
Ne ouzon ket ha gwell eo din mallozhiñ pe ober sin ar groaz, evit ma tremeno mat pep tra.