I.
V.g.
A.
1. Dont da vezañ gwelloc'h.
Gwellaat a ra an amzer. Kas udb. war wellaat.
2. Gwellaat da ober udb. : dont da ober an dra-se gwelloc'h.
Gwellaat da ganañ. Gwellaat a ra ar saout da reiñ laezh.
B. (db. stad korf an dud)
1. Mont gwelloc'h.
Emañ o wellaat.
&
Bezañ o wellaat, dont, mont war wellaat : bezañ o pareañ.
Emañ ar c'hlañvour war wellaat. Mont a ra war wellaat abaoe un nebeud devezhioù.
[1954] Ma oan bet dedennet ez vihanik gant an arz-se, e Landreger e kavis pleg da vont war wellaat.
&
Deuet eo e yec'hed war wellaat : gwelloc'h eo e yec'hed bremañ.
2. Na wellaat : dont da vezañ falloc'h stad e yec'hed.
O koshaat ne wellaer tamm.
3. Dont da vezañ lartoc'h.
Debr, ma wellai !
C. (db. an dud)
[1732] Mont war wellaat : reizhañ e emzalc'h.
II.
V.k.e.
1. [1732, 1985] Degas ur wellaenn d'ub., d'udb.
Doue d'o gwellay ! Gwellaat an hentoù.
[1944] Ar medisin ho louzaouo, an Natur ho kwellao.
[1985] Gwellaat ha lakaat an traoù da wellaat.
Gwellaat an douar : degas danvezennoù dezhañ evit ma kresko gwelloc'h ar plant a lakaer ennañ.
2. Dre skeud. (db. emzalc'h an dud)
[1732] Reizhañ e emzalc'h diouzh an hini gortozet gant ar gevredigezh, un ensavadur, pennadurezhioù.
Gwellaat e vuhezegezh.
III.
V. dibers.
[1732, 1931] Gwellaat da ub. : dont da vezañ yac'hoc'h.
Gwellaat a ra dezhañ. Ne wella ket d'an den klañv. Gwellaet eo dezhañ.
Référence :
GReg
pg abonnir, guérir (Guérir, recouvrer sa santé.)
gwellaat da ur re bennak a vez klañv gat an derzhienn.
guëllaat da ur re-bennac a véz clan gad an derzyenn
1732
Référence :
GReg
pg fievre (Faire passer la fievre à quelqu’un.)
ne wella ket d'an den klañv-hont
ne vélla qet d'an den clañ hont
1732
Référence :
GReg
pg amander
Sant Pêr a wellaas da ur c'hamm dre natur
Sant Pezr à véllaaz da ur c'ham-dre natur
1732
Référence :
GReg
pg (Saint Pierre guerit un) boiteux (né)
gwellaet da ur re
guëlléët da ur re
1732
Référence :
GReg
pg guérir (rendre la santé à quelqu'un, pp.)
neb a wella dezhañ
nep a vella dezañ
1732
Référence :
GReg
pg convalescent (qui se releve de maladie)
gwellaat da ur re
guëllaat da ur re
1732
Référence :
GReg
pg guérir (rendre la santé à quelqu'un)
gwellaet da ur re bennaik a vez klañv gat an derzhienn.
guëlleët da ur re-bennac a véz clan gad an derzyenn.
1732
Référence :
GReg
pg fievre (Faire passer la fievre à quelqu’un, pp.)
Na'm eus ket e welet aba ma ez eo gwellaet dezhañ.
N'am eus qet e vellet a-ba ma ez eo guëlleat dezâ.
1732
Référence :
GReg
pg guérison (Je me l'ai point vû depuis sa guérison.)
bet gwellaet dezhañ
bet guëlleët dezañ
1732
Référence :
GReg
pg guérir (Etre guéri, pp.)
bezañ gwellaet dezhañ
beza guëlleët dezañ
1732
Référence :
GReg
pg guérir (Etre guéri.)
Gwellaat a ray dezhañ a-barzh nebeut amzer.
Guëllaat a ray dezâ abarz neubeud amser.
1732
Référence :
GReg
pg guérir (Il guérira dans peu.)
Gwellaat a ray dezhañ a-barzh nebeut amzer.
Guellaat a ray dezâ abarz neubeud amser.
1732
Référence :
GReg
pg guérir (Il guérira dans peu.)
louzoù a lakaer war an droug evit gwellaat pe habaskaat dezhañ
lousou al lecqear var an drouc, evit güellaat, pe habasqaat dezâ
1732
Référence :
GReg
pg anodin (remède topique)
mont war wellaat
mônet var véllaat
1732
Référence :
GReg
pg amander
gwellaat d'unan bennak
guëllât d'unan benac
1732
Référence :
GReg
pg guérir (rendre la santé à quelqu'un, Van.)
aba wella
1850
Référence :
GON.II
p.6 (depuis qu'il devient mieux).
Ne wella ket buan dezhi.
Né wella két buan d'ézhi.
1850
Référence :
GON.II
pg gwellaat (elle ne se rétablit pas vite).
gwellaat
1850
Référence :
GON.II
pg goulaza, gwellaat (améliorer, rendre meilleur. amender. bonifier. rétablir la santé. réparer. corriger. s'améliorer. se rétablir), iac'haat
gwellaet
gwelléet
1850
Référence :
GON.II
pg gwellaat (améliorer, rendre meilleur. amender. bonifier. rétablir la santé. réparer. corriger. s'améliorer. se rétablir. Part.)
Gwellaet mat eo an douar-hont gantañ.
Gwelléet mâd eo ann douar-hoñt gañt-hañ.
1850
Référence :
GON.II
pg gwellaat (il a bien amélioré cette terre).
Gwellaat a rae din, plegañ hag astenn va gar a c’hellen bremañ hep poan ebet : edon e doare da vont da Lanzeon hep aon da chom en hent.
Guellaat a rea dign, plega hag astenn va gar a c’hellenn breman hep poan ebed : edon e doare da vont da Lanzeon heb aoun da jom enn hent.
1878
Référence :
EKG.II
p.24
Katumanos (2), trede mab Manos, a wellaas oberiadurezh ar binvioù-emgann.
Katumanos (2), trede mab Manos, a welleas oberiadurez ar binviou-emgann.
1923
Référence :
SKET
p.54
Mat en em anaout, eme an drouiz ; gwell avat en em vestroniañ ! Neb a anavez e namm, hag eñ dic’halloud d’en em zinammañ ha da wellaat, da betra ez eo mat ?
Mat en em anaout, eme an drouiz ; gwell avat en em vestronia ! Neb a anavez e namm, hag hen dic’halloud d’en em zinamma ha da wellaat, da betra ez eo mat ?
1924
Référence :
SKET.II
p.30
Kement-mañ hepmuiken o doa lavaret dezhañ : klask mont war wellaat a zeiz da zeiz, ober bemdez gwell eget en derc’hent (1).
Kement-man hepmuiken o doa lavaret d’ezan : klask mont war wellaat a-zeiz-da-zeiz, ober bemdez gwell eged en derc’hent (1).
Référence :
VALL
pg amélioration (dont l'état s'est amélioré)
dont war wellaat
1931
Référence :
VALL
pg améliorer
Koulskoude, n'eo ket gant ma deverioù nemetken e oa ma fenn ; kenderc'hel a raen da labourat war ar yezhoù keltiek a-unan gant Vallée ha gwellaat a raen ivez ma anaoudegezh eus ar saozneg.
Koulskoude, n'eo ket gant ma deveriou nemetken e oa ma fenn ; kenderc'hel a raen da labourat war ar yezou keltiek a-unan gant Vallée ha gwellaat a raen ivez ma anaoudegez eus ar saozneg.
1944
Référence :
EURW.1
p63
-"Ar medisin ho louzaouo, an Natur ho kwellao", a oa e grennlavar.
1944
Référence :
EURW.1
p.173
Eno ez eus un eienenn dour berv, c'hwezh soufr gantañ, hag a wella da gleñvedoù 'zo.
Eno ez eus eun eienenn dour bero, c'houez soufr gantañ, hag a wella da gleñvedou 'zo.
1944
Référence :
EURW.1
p77
Ma oan bet dedennet ez vihanik gant an arz-se, e Landreger e kavis pleg da vont war wellaat.
Ma oan bet dedennet ez-vihanig gant an arz-se, e Landreger e kavis pleg da vont war wellaat.
1954
Référence :
VAZA
p.69
Direbech ne oa ket an niverenn mann. Un taol-esae nemetken. Direbech n'eo ket kennebeut an niverenn unan. Daoust d'ar gwelladennoù. Strivañ a raimp er mizioù da zont evit gwellaat dibaouez, ganeoc'h, kazetenn ar stourmoù e Breizh.
1980
Référence :
BREM
Niv. 1, p. 2
Evit diskuizhañ eus ar glav hag al latar-se, emaon bremañ o vont da gontañ un istor ha na c'helle c'hoarvezout nemet er broioù tomm ha leizh, ma vez deut an dud da skuizhañ ha da ankounac'haat pep c'hoant gwellaat ha lakaat an traoù da wellaat.