I.
H.g.
1. Liv zo anezhañ ur meskad a c'hlaz hag a velen.
Gwer he mantell zo divalav.
2. Danvezenn, liñvenn wer a dalvez da livañ.
3. E GWER : gant liv, gant dilhad gwer.
Livañ udb. e gwer. En em wiskañ e gwer.
II.
G.
Arliv gwer.
Daou wer disheñvel.
Paotr strizh [1], brizhardennoù e-leizh e dal, war e zivjod, war e fri togn ; ur pennad blev melen dioutañ, ha lemm e lagad gwer-c’hlas digor ha frank. Koant ar paotr ? Ket ; seder ha dever ennañ.
Pôtr strij [1], brizardennou e-leiz e dal, war e zioujod, war e fri togn ; eur pennad bleo melen dioutan, ha lemm e lagad gwer-c’hlas digor ha frank. Koant ar pôtr ? Ket ; seder ha dever ennan.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924)
Ur c’harzh a beulioù kilviziet-mat ha kuñvaet, keitet ha livet e melen, ruz, gwenn ha gwer a-bep-eil, a rae tro an ti.
Eur c’harz a beuliou kilviziet-mat ha kunvaet, keitet ha livet e melen, ruz, gwenn ha gwer a beb eil, a rae tro an ti.