1. Endalc'herioù bihan - graet e gwer - a reer ganto evit evañ.
Degas gwer war an daol. Diskenn sistr er gwer.
2. Dre ast.
Gwer paper, gwer plastik : gobeledoù paper, gobeledoù plastik.
3. (db. al lunedoù)
Pezhioù gwer a dalvez da reizhañ ar gweled.
Lizhenn zo war gwer ma lunedoù.
4. (db. ar prenestroù, an dorioù, h.a.)
Hollad ar plakennoù gwer a lakaer da stankañ digoroù ur savadur.
Terriñ ar gwer war an tiez. Naetaat gwer ar prenestr.
Référence :
GReg
pg fringuer (Fringuer un verre, pp.)
'[H]ed ar pred e veze evet sistr ha gwin, goustadik da gentañ, gant ober tammoù « komplimañchoù », hardishoc'h goude an anduilh a zigase sec'h, lipr-ha-lipr gant ar rost ; skarzhet ar gwer en ul lonkadenn gant ar madigoù[.]
'hed ar pred e veze evet sistr ha gwin, goustadik da genta, gant ober tammou « komplimañchou », hardisoc'h goude an anduilh a zigase sec'h, lipr-ha-lipr gant ar rost ; skarzet ar gwer en eul lonkadenn gant ar madigou ;