1. (db. an traezoù, an daoulagad)
A-liv gant ar geot, a denn e liv da hini ar geot.
Ur sae wer. Daoulagad wer. Prest e oa ar c'hirri da loc'hañ pa drofe da wer ar gouleier. Al liv gwer. Gwer sklaer, gwer teñval.
2. (dirak un ag. spizer)
Gwer-mouk : gwer teñval.
&
Gwer-glas : gwer a denn war ar glaz.
Na vir ket outañ a vont da gompezennoù kaer ha gwer Aballo.
Na vir ket outan a vont da gompezennou kaer ha gwer Aballo.
1923
Référence :
SKET
p.72
En-dro d’he c’hroazlez ha d’he divorzhed ur verrvrozh mezher gwer kaeraet gant roudennoù, kenlinennoù ha troellennoù aour.
En-dro d’he c’hroazlez ha d’he diou-vorzed eur verr-vroz mezer gwer kaeraet gant roudennou, kenlinennou ha trôellennou aour.
1924
Référence :
SKET.II
p.54
Ar re ac’hanomp o doa sae[où] gwenn, glas, pe wer, o gwiskas, hag ul lid drouizek a voe graet war ur maen, dirak nebeut a-walc’h a dud, rak ne oa ket bet brudet an dra-mañ, gant aon da feukañ hiniennoù, zoken e Kevredigezh Vreizh.
Ar re ac’hanomp o doa saeiou gwenn, glas, pe wer, o gwiskas, hag eul lid drouizek a voe graet war eur maen, dirak nebeut a-walc’h a dud, rak ne oa ket bet brudet an dra-mañ, gant aon da feuka hiniennou, zoken e Kevredigez Vreiz.