Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. G./B. A. Gorreenn gwevn ha start, anezhi neudennoù - koton, gloan h.a. - kroazigellet pe vailhennet un van. Gwiadoù lien. Sterniañ ur gwiad, lakaat ur gwiad er stern : rodellañ neudennoù stignet ar steuñvenn en-dro d'unan eus rolloù ar stern a-raok o gwiadiñ. B. Dre ast. 1. Neudennoù, metal, h.a., kroazigellet pe vailhennet unvan. Ur gwiad dir. Gwiad ur c'hrouer : a ya d'ober ar strad anezhañ. 2. Hollad gwiennoù a ya d'ober ur goadenn, ur gigenn. Troc'het eo gwiad ar c'hoad ganeoc'h. 3. Gwiad paper : follenn baper hir, rollet prl. C. Dre skeud. Diluziañ ur gwiad : diskoulmañ ur gudenn. Lezit ar re all da ziluziañ o gwiad. [1955] Serr da c’henou, ret eo leuskel pep hini da ziluziañ e wiad evel m’eo bet lakaet dezhañ hen ober. & Trl. Gwall iriennet eo ma gwiad : gwall luziet eo ma c'hudenn. & Na pebezh gwiad pasianted ! : na pegen pasiant (eo an den-se) ! & [1954] Lavarit din ’ta piv a skuizhfe o parañ e selloù war gêr Naplez gant he gwiad straedoù strizh, he ziez o krapal a-serzh adalek traoñ ar porzh betek lein ar menezioù [...]. II. H.g./h.b. (db. preñved zo) Danvezenn a ya d'ober ur c'hronnenn. Ur preñv goloet gant gwiad.

Exemples historiques : 
13
Masquer la liste des exemples

gwiad

1659
Référence : LDJM.1 pg (piece de) toile

gwiad-kevnid

1659
Référence : LDJM.1 pg araignée

gwiad

1732
Référence : GReg Rakskrid

gwiad ar c'hoad

1732
Référence : GReg pg fil (Le fil du bois)

ar wiad

1732
Référence : GReg pg fil (Le fil du bois)

gwiad ar c'hoad

1850
Référence : GON.II pg gwiad (le fil du bois).

gwiad kefnid

1850
Référence : GON.II pg kefniden

gwiad

1850
Référence : GON.II pg gwiad (Tissu, entrelacement de fil, pour faire une étoffe, etc. [...] aussi dans le sens de fil, en parlant du bois), gwiaden

Ar piltrotig krigner, ar razh lesanvet-mat, / Heñchet gant ar goulm wenn, / E zent 'vel un heskenn, / A droc'h lemm treuz-didreuz skoulmoù krenn ar wiad.

1867
Référence : MGK p48

Ar garrerien a zigase o bravañ karr, ar wiaderien a zisplege o gwellañ gwiad, ar brouderezed a ziskoueze o c’haerañ brouderezhioù, hag evel-se gant ar re all ivez.

1923
Référence : SKET p.62

Diwar-benn gwiadoù pluñv Indianed ar Meksik hag an doare m’en em gemerent evit o sevel, Dellenbaugh, The North-Americans of yesterday (New-York, 1901, pp. 134-8, skeudenn).

1924
Référence : SKET.II p.75, Notenn 4

Lavarit din ’ta piv a skuizhfe o parañ e selloù war gêr Naplez gant he gwiad straedoù strizh, he ziez o krapal a-serzh adalek traoñ ar porzh betek lein ar menezioù ma spurmanter warno gwez siprez gweet ha krommet gant ar seizh avel war-du an donvor, evel tud a feiz daoubleget da drugarekaat an Aotrou Doue evit kened ur bed en deus bet ar vadelezh da grouiñ.

1954
Référence : VAZA p.139-140

« [...] Serr da c’henou, ret eo leuskel pep hini da ziluziañ e wiad evel m’eo bet lakaet dezhañ hen ober ».

1955
Référence : VBRU p.6

Note d'étude

Ger benel gant Gregor.

L'Office public de la langue bretonne