Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. G./B. A. Gorreenn gwevn ha start, anezhi neudennoù - koton, gloan h.a. - kroazigellet pe vailhennet un van. Gwiadoù lien. Sterniañ ur gwiad, lakaat ur gwiad er stern : rodellañ neudennoù stignet ar steuñvenn en-dro d'unan eus rolloù ar stern a-raok o gwiadiñ. B. Dre ast. 1. Neudennoù, metal, h.a., kroazigellet pe vailhennet unvan. Ur gwiad dir. Gwiad ur c'hrouer : a ya d'ober ar strad anezhañ. 2. Hollad gwiennoù a ya d'ober ur goadenn, ur gigenn. Troc'het eo gwiad ar c'hoad ganeoc'h. 3. Gwiad paper : follenn baper hir, rollet prl. C. Dre skeud. Diluziañ ur gwiad : diskoulmañ ur gudenn. Lezit ar re all da ziluziañ o gwiad. & Trl. Gwall iriennet eo ma gwiad : gwall luziet eo ma c'hudenn. & Na pebezh gwiad pasianted ! : na pegen pasiant (eo an den-se) ! II. H.g./h.b. (db. preñved zo) Danvezenn a ya d'ober ur c'hronnenn. Ur preñv goloet gant gwiad.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

gwiad

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (piece de) toile

gwiad-kevnid

1659
Daveenn : LDJM.1 pg araignée

gwiad

1732
Daveenn : GReg Rakskrid

gwiad ar c'hoad

1732
Daveenn : GReg pg fil (Le fil du bois)

ar wiad

1732
Daveenn : GReg pg fil (Le fil du bois)

gwiad ar c'hoad

1850
Daveenn : GON.II pg gwiad

gwiad kefnid

1850
Daveenn : GON.II pg kefniden

gwiad

1850
Daveenn : GON.II pg gwiad, gwiaden

Ar piltrotig krigner, ar razh lesanvet-mat, / Heñchet gant ar goulm wenn, / E zent 'vel un heskenn, / A droc'h lemm treuz-didreuz skoulmoù krenn ar wiad.

1867
Daveenn : MGK p48

Ar garrerien a zigase o bravañ karr, ar wiaderien a zisplege o gwellañ gwiad, ar brouderezed a ziskoueze o c’haerañ brouderezhioù, hag evel-se gant ar re all ivez.

1923
Daveenn : SKET p.62

Diwar-benn gwiadoù pluñv Indianed ar Meksik hag an doare m’en em gemerent evit o sevel, Dellenbaugh, The North-Americans of yesterday (New-York, 1901, pp. 134-8, skeudenn).

1924
Daveenn : SKET.II p.75, Notenn 4

Notennoù studi

Ger benel gant Gregor.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial