I.
1. Pezh danvez.
Ur wiadenn lien da ober boned. Plegañ gwiadennoù.
&
Trl. skeud.
Bezañ un neudenn gamm, bezañ un neudenn dorret en e wiadenn : na vezañ onest, disleal.
2. Dre skeud.
Gwiadenn-gevnid : gwiad-kevnid.
3. Pezh eus an tamouez a dalvez da damouezañ.
Diskouez ar wiadenn.
4. Bevon.
Hollad ar c'helligoù zo o labourat evit an hevelep arc'hwel.
Bez' ez eus gwiadennoù boutin etre ar galon, ar felc'h hag an avu. Gwiadennoù ar c'horf.
5. (db. ar c'hoad)
Roudenn gammigellek.
Gwiadenn ar c'hoad.
II.
Dre skeud.
Heuliad.
Ned eo buhez an den nemet ur wiadenn reuzioù.
Troc'het an neudenn eus e vuhez ha ne rae nemet komañs ar wiadenn anezhi : marvet eo hag-eñ yaouank c'hoazh.
Daveenn :
GReg
pg charrue (une chaîne de bois faite de branches retorses qui attache la latte au chariot)
gwiadenn
guyadenn
1732
Daveenn :
GReg
pg drapeau (lange d'enfans, qui est de toile)
gwiadennoù
guyadennou
1732
Daveenn :
GReg
pg drapeau (lange d'enfans, qui est de toile)
gwiadenn
gwiaden
1850
Daveenn :
GON.II
pg gwiaden (Pièce de toile. De plus, tresse, tissu plat de fils, de cheveux entrelacés), nahen, nahennen, nac'hen, plañson
gwiadennoù
gwiadennou
1850
Daveenn :
GON.II
pg gwiaden (Pièce de toile. De plus, tresse, tissu plat de fils, de cheveux entrelacés. Pl.)
Al louzaouennoù gweus a ziskouezas dezho ouzhpenn, hag ar re a ro al livadennoù ruz, glas, glas-ruz, liv-limestra, gwer, melen, gwenn ; diskiñ a reas dezho tennañ eus ar wrizienn, ar gorzenn pe an delioù an danvez livus hag e intrañ er gwiadennoù.
Al louzaouennou gweüs a ziskouezas d’ezo ouspenn, hag ar re a ro al livadennou ruz, glas, glas-ruz, liou-limestra, gwer, melen, gwenn ; diski a reas d’ezo tenna eus ar wrizienn, ar gorzenn pe an deliou an danvez livus hag e intra er gwiadennou.