gwisket e gwenn
An deiz ne oa ket deuet e dermen, ma oamp gwisket hag harnezet penn-kil-ha-troad. Daou vragoù ruz, ur chupennig verr, ur porpant Sul, gant baskoù ha div regennad boutonoù kouevr, ur re skoazellennoù ruz gant istribilhonoù, ur gapotenn hir, daou gepi, unan anezho gant un doupenn hag ur blakenn driliv, ur boned polis, daou re votoù-lêr, ur re blat anezho ; rochedoù, gourizoù mezher, manegoù ha zoken ur boned-noz !
— « Ha penaos e oa gwisket an den ? » — « E du e oa gwisket penn-kil-ha-troad, rak e benn em eus remerket hag e dreid em eus remerket ivez. »
Harp ouzh spled-houarn ur chapel-gostez, - tronañ a rae enni Itron[-]Varia ar Rozera, fichet kran en he sae hir voulouz mouk-, edo daoulinet ur vaouez du-wisket, o pediñ, stouet e fenn ganti.
Ne oa ket c’hoazh peursanket hon eor e lec’hid al lenn, ma stagas kanolioù ar c’hreñvlec’h kludet ken uhel a-us kêr da dennañ a voleadoù, ha setu ma loc’has eus ar c’hae gale meur ar roue, daou-ugent roeñvier warni, gwisket evel ar galeourien [sic] kantvedoù ’oa, pep a voned ruz war o c’hilpenn hag e[n]-dro dezho un doneg varellet kuit a vanchoù.
Hogen, e bro ebet, nag en Amerika, e Portugal, er C’hanada, nag e Norvegia pe Sveden, pe er Meksik, neblec’h ne oa dichañset din kejañ gant soudarded falloc’h gwisket eget hor brezelourien o bragoù ruz, un druez hepken sellout ouzh o mañchoù hir pe re verr, ouzh ar vantell o tivilhal en-dro dezho e-giz ur c’hozh sac’h dindan patatez, hag ouzh o botoù tachet, ken ledan ha ken pounner.
Kablus eus maro Per an Hir / Eo da galon gwisket a zir, / P'ac'h eus mezus e drubardet / Oc'h e werza d'ar soudarded. (Kablus eus marv Pêr an Hir / Eo da galon gwisket a zir, / P'ac'h eus mezhus e drubardet / Oc'h e werzhañ d'ar soudarded.)
Poole a savas ar vouc'hal a-us d'e skoaz ; dindan an taol e krenas ar savadur, hag an nor gwisket a feltr ruz a dourtas ouzh ar prenn hag ar mudurunoù.
Stourmerien Greenpeace gwisket evel arzhed o vanifestiñ dirak purerezh Fredericia e Danmark.
Ral-tre eo e vefe harzet an dorfedourien gwisket cheuc'h, an dud a vrein ar sistem, floderien an telloù, an hailhoned a batroned, ar re a druch gant gwir al labour, pennoù-bras ar mafia hag a zo boas da varc'hata, da sikour a-wechoù ha da arc'hantaouiñ gwech ha gwech all ar vuhez politikel hag an industriezh vras.
Teir anezhe a zo gwisket gant jiletennoù gloan du rak glavenniñ a ra er-maez ha yen eo an amzer.
Mots précédents
Mots suivants
gwisk-houarn