Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Impl. dirak un av. Bezañ ar stumm warnañ, diskouez bezañ. Dorioù ar sal a hañvale bezañ en aour fetis. HS. seblantout. II. V.k.d. 1. Hañvalout da, ouzh ub. : bezan hañval outañ. E vugale ne hañvalont ket dezhañ. Ha c'hwi a garfe hañvalout ouzh ar re-se ? DHS. seblantout. 2. Ent krenn Keñveriañ. A-raok prenañ eo gwelloc'h hañvalout. III. Tr. adv. [2015] WAR A HAÑVAL : a-hervez. War a hañval n'eus ket bet kavet diskoulm ebet d'ar gudenn. [2015] Ar gwir a oa ganin war a hañval.

Exemples historiques : 
12
Masquer la liste des exemples

hañvaliñ

1850
Référence : GON.II pg hévélout

Aourusted Iwerzhon a hañval bezañ bet en he brasañ etre ar bloazioù 1500 ha 1.000 kent H.S.

1923
Référence : SKET p.19

Ar verrvrozh hec’h-unan, pe gompez pe genroufennet, a hañval bezañ bet ar pep pennañ eus gwiskamant Europiz en oadvezh an arem, kent m’oa deut ar bragoù e boaz.

1924
Référence : SKET.II p.(54-)55, Notenn 7

Kaset-digaset dre o meskadeg e hañvale ar mor bezañ keflusket gant ur gwallvarrad-amzer.

1924
Référence : SKET.II p.40

hañvalout

1924
Référence : SKET.II p.130 « Geriadurig », "Sembler".

"Lation", aet d’an diverradur "lat" war deiziadur Coligny, a zo deut en iwerzhoneg da "laithe" hag a hañval bezañ bet evit an noz hag an deiz hed-ha-hed [...]."

1924
Référence : SKET.II p.23, notenn (1)

hañvalout

1931
Référence : VALL pg assimiler

Hervez Briquet, "live ar mor ne hañval ket bezañ bet, e-pad an amzervezh douaroniel hir a-walc'h, da nebeutañ, ouzhpenn 50 pe 60 m. dindan al live bremañ".

1943
Référence : TNKN p26

Aes a-walc'h e oa evit an Ao. Utterson, a dra sur, o vezañ ma eztaole nebeut-tre e drivliadoù, ha gant e vignoned zoken e hañvale e zarempredoù bezañ soliet war an hevelep madelezh c'hougemerus.

2012
Référence : DJHMH p10

Ar seurt dichekadennoù ha taolioù dismegañs ne rae van anezho, evel-just, ha da veno ar braz eus an dud, e zoareoù frank hag hegarat, e vousc'hoarzh bugel leun a hoal, ha gras hep he far an yaouankiz dispar-se a hañvale n'aje digantañ biken a oa drezo o-unan ur respont bastus d'ar falstamalloù - an termen implijet an hini e oa - a lakaet a redek warnañ.

2015
Référence : POLDG p224

Evit ar bara e oa ar gwir ganin war a hañval rak goude Yérakas ez eo distrob an hent.

2015
Référence : EHPEA p173

Bez' e c'helljen toullañ kaoz gant Koula evit ma hañvalje an hent bezañ berroc'h, met pa vez unan o paouez gouzañv ur stroñs kreñv, daou dra 'zo ha ne c'hell ket ober: lakaat un tamm en e stomog ha tennañ ur ger eus e c'henoù.

2015
Référence : EHPEA p17

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux