hañvalout
Hervez Briquet, "live ar mor ne hañval ket bezañ bet, e-pad an amzervezh douaroniel hir a-walc'h, da nebeutañ, ouzhpenn 50 pe 60 m. dindan al live bremañ".
Aes a-walc'h e oa evit an Ao. Utterson, a dra sur, o vezañ ma eztaole nebeut-tre e drivliadoù, ha gant e vignoned zoken e hañvale e zarempredoù bezañ soliet war an hevelep madelezh c'hougemerus.
Ar seurt dichekadennoù ha taolioù dismegañs ne rae van anezho, evel-just, ha da veno ar braz eus an dud, e zoareoù frank hag hegarat, e vousc'hoarzh bugel leun a hoal, ha gras hep he far an yaouankiz dispar-se a hañvale n'aje digantañ biken a oa drezo o-unan ur respont bastus d'ar falstamalloù - an termen implijet an hini e oa - a lakaet a redek warnañ.
Evit ar bara e oa ar gwir ganin war a hañval rak goude Yérakas ez eo distrob an hent.
Bez' e c'helljen toullañ kaoz gant Koula evit ma hañvalje an hent bezañ berroc'h, met pa vez unan o paouez gouzañv ur stroñs kreñv, daou dra 'zo ha ne c'hell ket ober: lakaat un tamm en e stomog ha tennañ ur ger eus e c'henoù.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
hañvat