- Va bro ... « Señorita », va bro-me eo ho Kastilha-Gozh ur gouelec'h krin ha kras en he c'heñver. Du-mañ 'z eus geot glas, a-hed ar bloaz, ken uhel hag ho penn ; du-mañ, e red an dour, hañv-c'hoañv, e-barzh an traoniennoù, dezho o bec'h gwez.
Bragoù, jiletenn ha chupenn, hañv-goañv ne weled nemet mezher du penn-da-benn e-dro dezho, evel pa vijent holl, hag a-hed o buhez, o tougen kañv d’unan-bennak ; diouzh ar c’hiz e ranke bezañ al liv hag an danvez-se.
Ne ouie ket petra oa kaout anoued hag el lenn an hini eo e walc'he, hañv-c'hoañv, he dilhad.