1. (db. an dud, an neuzioù a wiskont)
Parfet, sirius, na c'hoarzh ket.
Lavaret e vez eo al Leonad un den dic'hoarzh. Dic'hoarzh e
oant o-daou. Dic'hoarzh e oa o dremm. Daoulagad dic'hoarzh.
2. (db. ar c'homzoù)
Don ha pouezus.
Komzoù dic'hoarzh.
ES. skañv.
&
Ent dic'hoarzh : hep farsal, o komz a-zevri.
Référence :
GON.II
pg dic'hoarz (Sérieux. Grave. Qui n'est pas gai. Qui ne rit pas).
Dic'hoarzh-bras eo evit e oad.
Dic'hoarz brâz eo évid hé oad.
1850
Référence :
GON.II
pg dic'hoarz (Il est bien sérieux pour son âge).
Gwenn gant brizhennoù e-leizh ar c’hroc’hen anezho ; heñvel o blev ouzh aour melen-gwenn ; kuñv ha dic’hoarzh o dremm, n’eo tamm dic’hrad da arvestiñ.
Gwenn gant brizennou e-leiz ar c’hroc’hen anezo ; henvel o bleo ouz aour melen-gwenn ; kunv ha dic’hoarz o dremm, n’eo tamm dic’hrad da arvesti.
1924
Référence :
SKET.II
p.67
damdost d'an tour e welan ar garnel gozh gant he daouzek abostol o dremm dic'hoarzh ha hirvarvek ; ha stok ouzh ar chapel-mañ, ec'h arvestan ouzh ur wareg-enor gant e [sic] deir bolz gwariet-flour.
damdost d'an tour e welan ar garnel goz gant he daouzek abostol o dremm dic'hoarz ha hirvarvek ; ha stok ouz ar chapel-mañ, ec'h arvestan ouz eur waregenor gand e deiz bolz gwariet flour.
1929
Référence :
SVBV
p.17
Dic'hoarzh-meurbet, e kendalc'has, goude-se, an Tad-Mestr gant e brezegennig diwar-benn al lorc'h, pec'hed ar spered, pec'hed Ministred Doue, an hini nemetañ ne vo pardon ebet dezhañ...