Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an dud, an neuzioù a wiskont) Parfet, sirius, na c'hoarzh ket. Lavaret e vez eo al Leonad un den dic'hoarzh. Dic'hoarzh e oant o-daou. Dic'hoarzh e oa o dremm. Daoulagad dic'hoarzh. 2. (db. ar c'homzoù) Don ha pouezus. Komzoù dic'hoarzh. ES. skañv. & Ent dic'hoarzh : hep farsal, o komz a-zevri.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

dic'hoarzh

1850
Daveenn : GON.II pg dic'hoarz

dic'hoarzh bras eo evit e oad

1850
Daveenn : GON.II pg dic'hoarz

Gwenn gant brizhennoù e-leizh ar c’hroc’hen anezho ; heñvel o blev ouzh aour melen-gwenn ; kuñv ha dic’hoarzh o dremm, n’eo tamm dic’hrad da arvestiñ.

1924
Daveenn : SKET.II p.67

damdost d'an tour e welan ar garnel gozh gant he daouzek abostol o dremm dic'hoarzh ha hirvarvek ; ha stok ouzh ar chapel-mañ, ec'h arvestan ouzh ur wareg-enor gant e [sic] deir bolz gwariet-flour.

1929
Daveenn : SVBV p.17

Dic'hoarzh-meurbet, e kendalc'has, goude-se, an Tad-Mestr gant e brezegennig diwar-benn al lorc'h, pec'hed ar spered, pec'hed Ministred Doue, an hini nemetañ ne vo pardon ebet dezhañ...

1949
Daveenn : SIZH p.61

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial