Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Obererezh c'hoarzhin. C'hoarzh zo ganto. C'hoarzh skiltr an den a dregernas. Lakaat c'hoarzh e-touez an dud : o lakaat da c'hoarzhin. Sevel a reas c'hoarzh e-touez ar studierien. Ur bomm, un taol c'hoarzh. [1878] Setu ar c’hoarzh e-touez ar re all. DHS. fent. 2. Impl. da anv unan. C'hoarzhadenn. C'hoarzhoù garv. Klevet a reas ur c'hoarzh skiltrus. [1909] Bremañ-souden e ri ur c'hoarzh all & Tr. estl. Dre skeud. Bremaik e ray ur c'hoarzh all ! : bremaik e paouezo gant e c'hoarzh, e vo souezhet, skoet gant udb. zo da c'hoarvezout. 3. Trl. Un taol c'hoarzh : ur c'hoarzhadenn. Un taol c'hoarzh a strimpas er-maez a galonoù ma c'henseurted.

Skouerioù istorel : 
18
Kuzhat roll ar skouerioù

c'hoarzh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg ris

c'hoarzh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg hoars

ur c'hoarzh ki

1732
Daveenn : GReg pg (un ris) canin

c'hoarzh

1850
Daveenn : GON.II pg glâz-c'hoarz

c'hoarzh

1850
Daveenn : GON.II pg c'hoarc'h, c'hoarz

c'hoarzh

1850
Daveenn : GON.II pg c'hoarc'h, c'hoarz, c'hoarzin

Janed ne respontas ger, mes treiñ a reas ouc’h ar soudard en ur blantañ gantañ ur stafad a-dreuz e c’hinou. Setu ar c’hoarzh e-touez ar re all.

1878
Daveenn : EKG.II p.70

O klevet se, e savas c’hoarzh e-touez ar soudarded all ; ar c’habiten e-unan a rankas treiñ e gein da c’hoarzhin.

1878
Daveenn : EKG.II p.146

Bremañ-souden e ri ur c'hoarzh all

1909
Daveenn : BROU p. 388

Tiegezhioù a-bezh, hag int savet, d’ar beure, en o c’haerañ gant livioù ar vuhez, e-kreiz levenez ha c’hoarzh, flastret ma ’int bet dindan tousmac’h ar stourmadoù, o c’haver d’an noz yen ha dilavar dindan divaskell zu Katubodua.

1923
Daveenn : SKET p.20

c'hoarzh

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXII

Pa 'n em astenn 'hed e gorf war al leur ez eus c'hoarzh.

1944
Daveenn : EURW.1 p23

Ur plac'h yaouank koant ha drant, bepred ar c'hoarzh war he diweuz.

1944
Daveenn : EURW.1 p37

37. BUHEZ ORDINAL STUDIERIEN 1900 ; FARS HA C'HOARZH.

1944
Daveenn : EURW.1 p.146

Evel ma echue he c[']homz, setu o tont war-du hor gweturioù, ur beleg kozh, blev gwenn, gant ur galotenn vihan war-lein e benn, hag hor saludas gant ur c'hoarzh madelezhus.

1944
Daveenn : EURW.1 p30

Flistrañ a reas ur c'hoarzh klapez un disterañ a-douez ar gloer yaouank. An Tad-Mestr, harpet e elgez war e zaouarn serret, a vousc'hoarzhas ivez, en ur sellout ouzh ar breur Arturo.

1949
Daveenn : SIZH p.41

Pebezh c'hoarzh ! Ha pebezh kalonad d'e vestr !

1985
Daveenn : DGBD p195

"Hag ar merc'hed, peseurt lec'h o deus en istor-se?" C'hoarzhin a ra, met he c'hoarzh a zo c'hwerv-bestl. "Ma merzherinti din-me e oa, Aotrou komiser. Ma doganañ a rae ken alies ha bemdez."

2015
Daveenn : EHPEA p57

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial