Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
57
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. A. 1. Distennañ kigennoù ar genoù ha teuler sonioù, trouzus prl., diwar ur barr laouenidigezh trumm, pe pa gemerer fent gant ub., udb. Ne ra nemet c'hoarzhin. Den ne grede na komz, na c'hoarzhin. O ! ni hor boa c'hoarzhet ! Dirollañ, diskordañ, distagañ da c'hoarzhin : teuler ur c'hoarzh trumm ha trouzus. Daoudortañ da c'hoarzhin, sailhañ da c'hoarzhin, tagañ o c'hoarzhin : kinnig mougañ gant ar c'hoarzh. • C'hoarzhin gwalc'h e galon, a-greiz kalon, leizh e zent, leizh e c'henoù : gant kalz a blijadur. C'hoarzhin a-bouez-penn, a-strak, evel roñseed : en un doare trouzus. C'hoarzhin diwar-goust ub. 2. Trl. skeud. C'hoarzhin c'hwerv, c'hoarzhin glas, c'hoarzhin gwenn, c'hoarzhin plat : c'hoarzhin hep kaout c'hoant, hep gallout kuzhat un diaez spered, un tamm hegasted. & C'hoarzhin dindan e vourroù : e-unan, didrouz ha hep diskouez prl. & C'hoarzhin yud : c'hoarzhin gant falloni. [1878] Hag ar c’here a c’hoarzhe yud en ur sellet ouc’h ar c’habiten. 3. (rankout) c'hoarzhin gant ub. : (rankout) c'hoarzhin abalamour dezhañ. Hi a c'hoarzhe ganin. A-wezhioù e rankan c'hoarzhin ganti : n'on ket evit mirout a c'hoarzhin ken fentus eo-hi. 4. Dre skeud., LENN. En em ziskouez dindan e stumm gwellañ, kaerañ. C'hoarzhin a rae Mezheven e sklêrijenn an heol yaouank. B. 1. (en e furm av.) Un abadenn, ur pennad c'hoarzhin : degouezh, prantad c'hoarzh. [1878] [...] ha meur a gofad c’hoarzhin a veze graet e Penn-an-Nec’h bep Sul da bardaevezh. 2. Impl. da ak. Darbet e oa bet dezhi kouezhañ gant ar c'hoarzhin : gant ar c'hoarzh. II. V.k.d. A. 1. (db. an dud) C'HOARZHIN OUZH UB., UDB. : mousc'hoarzhin outañ, lakaat anat war e zremm ez eur laouen, plijet ouzh e welet. C'hoarzhin a rae outañ gant teneridigezh. & Trl. skeud. C'hoarzhin ouzh an avel : hep kaout c'hoant, en un doare ginet. 2. Dre skeud., lenn. (db. an traoù) C'HOARZHIN OUZH UB., UDB. : gwiskañ un neuz plijet, laouen. An heol a c'hoarzhe ouzh an douar. Ar yaouankizoù a c'hoarzhe ouzh ar vuhez hag ar vuhez a c'hoarzhe outo. 3. Dre skeud. (db. ar boued prl.) C'HOARZHIN OUZH UB. : dedennañ c'hoant ub., plijout dezhañ. Eñ a c'hoarzh muioc'h ar bara outañ eget ar gwastilli. Kemeret en doa an tamm a c'hoarzhe outañ. & Trl. Mar c'hoarzh ouzhit, ouzhoc'h : troienn a reer ganti dre sevended evit kinnig udb. da ub. Kemerit un tamm kig mar c'hoarzh ouzhoc'h : mar plij deoc'h, m'hoc'h eus c'hoant. Kemer ur sigaretenn all mar c'hoarzh ouzhit. B. 1. C'HOARZHIN DA UB. : ober goap outañ. Pa fazie e veze c'hoarzhet dezhañ. An hall a c'hoarzhe dezhañ, un hunvreer, ur sorc'henner. 2. Trl. C'HOARZHIN GOAP (DA, OUZH UB.) : ober goap outañ. [1878] E gamaraded a c’hoarzhe goap dezhañ ; mes seul vui ma c’hoarzhed dezhañ, seul bennekoc’h a se n’oa ken. [1924] C’hoarzhin goap ouzh ar varn, ouzh ar barner ! Krogit ennañ !…

Skouerioù istorel : 
69
Kuzhat roll ar skouerioù

c'hoarzhin

1499
Daveenn : LVBCA p47 (rire)

c'hoarzhin

1659
Daveenn : LDJM.1 pg hoarsin

c'hoarzhet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg rire

ober skrupul c'hoarzhin

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (faire) conscience (de rire)

c'hoarzhin

1659
Daveenn : LDJM.1 pg rire

a-forzh c'hoarzhin

1732
Daveenn : GReg pg force (A force de rire.)

em lakaat e-tailh ma c'hoarzho goap ar re all war e goust

1732
Daveenn : GReg pg (s') exposer (à la risée des autres)

c'hoarzhin a-bouez-penn

1732
Daveenn : GReg pg éclater (de rire)

o c'hoarzhin 'leizh e c'hargadenn

1732
Daveenn : GReg pg force (A force de rire.)

mougañ o c'hoarzhin

1732
Daveenn : GReg pg (s') étouffer (de rire)

c'hoarzhiñ

1850
Daveenn : GON.II pg c'hoarzin

c'hoarzhet

1850
Daveenn : GON.II pg c'hoarzin

c'hoarzhin a-bouez-penn

1850
Daveenn : GON.II pg c'hoarzin

nebeut a dra hen laka da c'hoarzhin

1850
Daveenn : GON.II pg c'hoarzin

c'hoarzhin gwenn

1850
Daveenn : GON.II pg c'hoarzin

c'hoarzhin gwenn

1850
Daveenn : GON.II pg c'hoarzin

C'hoarzhin a ran oc'h ho klevout o komz evel-se.

1850
Daveenn : GON.II p.80

c'hoarzhiñ

1850
Daveenn : GON.II pg c'hoarzin

C'hoarzhin a reer goap dre holl war an daouganed.

1850
Daveenn : GON.II pg daougan (On se moque partout des cocus).

c'hoarzhin

1850
Daveenn : GON.II pg dic'hargadenna, c'hoarz, c'hoarzin

c'hoarzhin

1850
Daveenn : GON.II pg glâz-c'hoarzin

c'hoarzhet

1850
Daveenn : GON.II pg glâz-c'hoarzin

Goap a c'hoarzher warnoc'h.

1850
Daveenn : GON.II pg goap (On se moque de vous).

Neketa aotrou sant Herve ? Me gav din ho pize c'hoarzhet en ur welout moullet e penn unan eus ar mojennoù-mañ ho lavar fur : Gwell eo deskiñ mabig bihan, eget dastum madoù dezhañ.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid XI

Hogen, o wikañ er c'hiz breizh-Izel mojennoù ar broioù all, n'eo ket hepken lakaat an dud da c'hoarzhin a fell d'an aotrou Milin, war zigarez farsal ha marvailhat, e tistag kentelioù eus ar re wellañ.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid XI

ar bleiz ouzh er c'hlevet [sic], zo bras e levenez. c'hoarzhin-ouelañ a ra gant teneridigezh

1867
Daveenn : MGK p8

Evitañ da glevet petra voa komz Yann Dieg / O kaout en e atant tamall, rebech, abeg, / Ne lavare netra, / Nemet c'hoarzhin ne rae, / O krediñ e rankche derc'hel e goumanant.

1867
Daveenn : MGK p87-88

Dont a reas war-zu ennomp en ur c’hoarzhin hag en ur c’hervel ac’hanomp.

1877
Daveenn : EKG.I. p.76

Hag an holl a zirollas da c’hoarzhin o klevet komzoù ker kriz ha ken digalon.

1877
Daveenn : EKG.I. p.193

Me 'ya d’her lavaret deoc’h, eme Jañ-Mari en ur c’hoarzhin kalonek.

1877
Daveenn : EKG.I. p.82

Ha neuze, o treiñ ouc’h ar re her selaoue, c’hoarzh an diaoul war e vuzelloù, mar gell an diaoul c’hoarzhin en ifern : « Her gwelet a rit, n’eus Doue ebet, rak ma vije bet unan, en divije hor friket amañ, evel m’her goulennomp digantañ. »

1877
Daveenn : EKG.I. p.155

Per hag e amezeien, kelc’het en-dro d’an daol en hañv, a gonte pep hini e stropad, pep hini e fars, speredekañ ma c’helle ; ha meur a gofad c’hoarzhin a veze graet e Penn-an-Nec’h bep Sul da bardaevezh.

1878
Daveenn : EKG.II p.174

Eno e c’hoarzhed muioc’h ha kalonekoc’h eget e meur a lec’h.

1878
Daveenn : EKG.II p.173-174

O klevet se, e savas c’hoarzh e-touez ar soudarded all ; ar c’habiten e-unan a rankas treiñ e gein da c’hoarzhin.

1878
Daveenn : EKG.II p.146

Ar soudard a yoa bet o kerc’hat Polidor a bec’he gwashoc’h eget biskoazh, abalamour n’en doa kavet netra, hag ar re all a c’hoarzhe dezhañ a-greiz-kalon.

1878
Daveenn : EKG.II p.29

E gamaraded a c’hoarzhe goap dezhañ ; mes seul vui ma c’hoarzhed dezhañ, seul benn[e]koc’h a se n’oa ken.

1878
Daveenn : EKG.II p.25

Hag ar c’here a c’hoarzhe yud en ur sellet ouc’h ar c’habiten. Me ‘gav din en doa divinet finesa ar c’habiten.

1878
Daveenn : EKG.II p.151

[A]et Yann en-dro, ‘n [a]otro[u] person / ‘N eus c’hoarzhet e-leizh e galon : / Evidon kozh, biskoazh ‘klevis / ‘Ve c’hoarvezet tra ken iskis ; Evit krediñ, ret en gwelet : / Ul laer gant al laerezh tapet ! /

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

diroll da c'hoarzhin

1909
Daveenn : BROU p. 226 (éclater de rire)

atav o c'hoarzhin

1909
Daveenn : BROU p. 423 (rieur, euse)

tarzhañ da c'hoarzhin, da leñvañ

1909
Daveenn : BROU p. 428 (éclater de rire, de pleurer)

Bezit disaouzan rak ar marv, c’hoarzhit d’an Ankoù o tont.

1923
Daveenn : SKET p.51

War al leurennoù pavezet, kemeret ganto da baouezlec’h, brezelourien uhel-ventek, deut a vro an Teir-Stêr a zibenvest hag a hual o c’hezeg ; meskañ a ra ar gwragez hag ar vugale anezho en-dro d’an tantadoù ha, war an hent o kas d’an aven, Maponos a Geneta, o kenstouiñ o fennadoù-blev melen-aour, a stok, o divjod o pokañ an eil d’egile en ur c’hoarzhin.

1923
Daveenn : SKET P.15

C’hoarzhin ouzh e salverien a reas hag astenn e zivrec’h daveto, ha leuskel, da gaout loened an draonienn, ur c’harmadenn a drugarez hag a anaoudegezh-vat.

1924
Daveenn : SKET.II p.53

Hag holl o tirollañ da c’hoarzhin goap ha d’ober al lu gant ar paotr yaouank. Hemañ a voe gwall anwazet.

1924
Daveenn : SKET.II p.36

Krogit ennañ !… C’hoarzhin goap ouzh ar varn, ouzh ar barner ! Krogit ennañ !… ar wialenn !…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.896 (Miz Ebrel 1924)

Eus a Dremedern en devoa klevet brav-ral ar jolori, ha gwalc’h e galon en devoa c’hoarzhet, o klevet kanañ ar son nevez.

1925
Daveenn : BILZ2 p.164

paouez a c'hoazhin

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a3 (cesser de rire)

paouez da c'hoazhin

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a3 (cesser de rire)

c'hoarzhin dindan e vourroù

1931
Daveenn : VALL pg barbe

c'hoarzhin goap ouzh

1931
Daveenn : VALL pg bafouer

c'hoarzhin goap war

1931
Daveenn : VALL pg bafouer

c'hoarzhin

1931
Daveenn : VALL pg barbe

Neuze Job a zirollas da c’hoarzhin, da c’hoarzhin kenañ, kenañ. Ne oa ket evit komz, kemend-all e c’hoarzhe.

1944
Daveenn : ATST p.14

Un teod lemm en doa, da c’houzout distagañ pastelloù bourdoù ha fentigelloù en ur c’hoarzhin skiltrus.

1944
Daveenn : EURW.1 p.173

Ar post ged : ur gael houarn, ur porzh divent etre tri savadur a bevar estaj, mildoullet a brenestroù, a weled enno pennoù kurius an henaourien o c’hoarzhin goap d’ar « bleuien ».

1944
Daveenn : EURW.1 p.192

Ar paotr kozh a zirollas da c'hoarzhin.

1944
Daveenn : EURW.1 p38

Ar paotr kozh en e gogn a zalc'he da c'hoarzhin uhel, ar pezh a lakae droug ennomp.

1944
Daveenn : EURW.1 p38

Ar voereb a c’hoarzhas a galon vat, ouzh o gwelout.

1944
Daveenn : ATST p.29

O ! na c’hoarzhit ket, rak, an noz-se, den ne c’hoarzhas er c’hêriadennoù tro-dro.

1944
Daveenn : ATST p.65

Pa 'm boa goulennet digant un « añsien » bennak petra 'oa kiriek da se, e oa c'hoarzhet em beg.

1944
Daveenn : EURW.1 p34

Kounnariñ en doa graet ar breur Arturo : - Breur Celestino, ur skouarnad ho po diganin, kentañ tro e touchot adarre ouzh va c'hostezoù ! N'oa ket evit gouzañv e vije flac'hotet. C'hoarzhet en doa ar breur Celestino a galon vat.

1949
Daveenn : SIZH p.47

N'eo ket peuketa eo a reas kenskolidi ar breur Arturo. C'hoarzhin didro, ne lavaran ket, ha leiz [leizh] o begoù.

1949
Daveenn : SIZH p.60

Ar breur Arturo a voe darbet dezhañ dirollañ da c'hoarzhin. Hillig en doa gant ar gaoz.

1949
Daveenn : SIZH p.50

Antoneta, gwallon ha taer, / Venne hon teuler war hon r... / Kouezhet eo war he fri, / Hag an holl ' c'hoarzh outi.

1960
Daveenn : PETO p44

Daou viz bennak goude e kleven e gamaladed kozh o c'hoarzhin goab diwar e benn : gwelet e oa bet ganto war hent Kango, en ur c'hamion, o vont e-biou.

1985
Daveenn : DGBD p70

Hag un darvoudig a c'hoarvezas, pa oamp o paouez kuitaat ar gêr, am lakaas da c'hoarzhin a walc'h kalon.

1985
Daveenn : DGBD p56

Dermitzakis a sko e lagad war gKoula a zo o c'hoarzhin dre zindan, paret e sell war ar skramm.

2015
Daveenn : EHPEA p20

C'hoarzhin dindan e vourroù a reas Helge met ne lavaras ket hiroc'h.

2023
Daveenn : DREAM p. 130

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial