1. A laka da c'hoarzhin.
Ur sabad c'hoarzhus.
HS. farsus.
2. A sedera an den.
Deuet an amzer vrav en-dro, eürus, c'hoarzhus pep tra.
3. Lu.
C'hoarzhus eo seurt tamalloù.
DHS. droch.
An hini gozh gant he c’hoef n’oa ket bet kannet, hag he chal a-dreuz war e c’hein, a rae ur c’houblad c’hoarzhus gant an Amerikanez gran : ne gomzent nemet dre sinoù, rak unan ne ouie ket galleg, hag eben ne ouie ket brezhoneg.
An hini goz gant he c’hoef n’oa ket bet kannet, hag he chal a-dreuz war e c’hein, a rae eur c’houblad c’hoarzus gant an Amerikanez gran : ne gomzent nemet dre sinou, rak unan ne ouie ket galleg, hag eben ne ouie ket brezoneg.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.189
Hektor, diwaller e bobl hag e geoded, o vont d'ar marv en ur gimiadiñ kalonek diouzh Andromakes C'hoarzhus he daeloù hag Athena, hag Apolon, ha Thetis mamm Akilleüs, ha Priam, roue galloudus ha tad glac'haret hag aspedus