Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
117
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. Gwiskañ un neuz laouen, goapaus pe dismegañsus, o stegnañ an diweuz kalz pe nebeutoc'h, o treiñ ar plegoù anezho war-du al laez. Mousc'hoarzhin a rae an den. Mousc'hoarzhet en doa gant madelezh. Ne c'halle ket miret a vousc'hoarzhin. II. V.k.d. MOUSC'HOARZHIN OUZH UB. : diskouez mignoniezh outañ gant ur mousc'hoarzh. Mousc'hoarzhin a reas ouzh ar bugel. [1949] Ya ! mousc’hoarzin a ra ez-hegarat ouzh al lean yaouank.

Skouerioù istorel : 
18
Kuzhat roll ar skouerioù

mus oarzin

1659
Daveenn : LDJM.1 pg sourire

mousc'hoarzhin

1699
Daveenn : Har. pg mousc'hoarzhin (sousrire)

mousc'hoarzhet

1850
Daveenn : GON.II pg mousc'hoarzin (par abus pour "mousc'hoarzi", non usité, v.n. sourire, rire sans éclater, et seulement par un léger mouvement de la bouche et des yeux. Part.)

Mousc'hoarzhet en deus ouzhin.

1850
Daveenn : GON.II pg mousc'hoarzin (il m'a souri).

mousc'hoarzhin

1850
Daveenn : GON.II pg mousc'hoarzin (par abus pour "mousc'hoarzi", non usité, v.n. sourire, rire sans éclater, et seulement par un léger mouvement de la bouche et des yeux. en Vannes, "mousc'hoarc'hein" ou "blazc'hoarc'hein").

mousc'hoarzh

1850
Daveenn : GON.II pg blazc'hoarc'hein

mousc'hoarzhin

1850
Daveenn : GON.II pg mousc'hoarzin (par abus pour "mousc'hoarzi", non usité, v.n. sourire, rire sans éclater, et seulement par un léger mouvement de la bouche et des yeux).

Ar chouanted a vousc’hoarzhas goustadik o klevet o c’hamarad oc’h ober brabañserezh.

1877
Daveenn : EKG.I. p.118

O ! Pa soñjan e pe zoare stad on bet lakaet ganto ! Ha bremañ betek ar vugale a vousc’hoarzh o welet ac’hanon o vont a-biou.

1877
Daveenn : EKG.I. p.143

— Gwelet a ran n’emaon ket e doare vrav etre ho taouarn. Evelato n’on ket evit miret da vousc’hoarzhin ouzh ho klevet.

1878
Daveenn : EKG.II p.66

Hag e vousc’hoarzhe evel ma tle mousc’hoarzhin an Diaoul pa vez oc’h hualañ unan bennak er pec’hed, hag ouzh hen hortañ war hent an ifern.

1878
Daveenn : EKG.II p.149

Mousc’hoarzhin a reas an doue diwar fae ha taerijenn.

1923
Daveenn : SKET p.112

En e gichen, war ar varvskaon, e vamm lienet, diraki, ur c’houlaouenn-goar binniget, ur chapeled hag ur g[r]oazig kouevr entre he daouarn ; ha panevet sklas ar marv en he c’herc’hen, hag an disliv war he zal, ho pije lavaret e vousc’hoarzhe d’he mabig bihan.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.809 (Miz Genver 1924), ("ar varv-skaon", "groazig kouevr", "hag an disliou war he zal" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

An holl a vousc’hoarzhas. Den ebet ne grede.

1944
Daveenn : ATST p.114

Hag holl e vousc'hoarzhent ouzhimp.

1944
Daveenn : EURW.1 p.90

Ya ! mousc’hoarzin a ra ez hegarat ouzh al lean yaouank.

1949
Daveenn : SIZH p.38

Selloù a-gleiz am boa taolet ivez war ar c’hentañ ofiser e biped lemm deut tre em c’hombod kerkent ha tremenet harzoù Alamagn ; daoublegañ a rae hemañ koulskoude dirak pep hini ac’hanomp ha ne baoueze ket da vousc’hoarzhin keit ha ma rae diouzh e garg : « Pass, bitte schön, mein Herr ! » emezañ pe « Gnädige Frau, geben Sie mir, bitte Ihren Pass !»

1955
Daveenn : VBRU p.30

Peogwir ez eo heñvel ouzh he mamm. Kuñv, karadek, atav o vousc'hoarzin.

2015
Daveenn : EHPEA p76

Ofis publik ar brezhoneg