Kontañ a rae din d’he zro kaojoù [kaozoù] fentus klevet digant he zad martolod pe savet ganti ; a-wechoù zoken, gant ne veze ket re verr warni e stage da ganañ evidon, pe gentoc’h da vouskanañ, rak aon hor beze rak Soaz Sapeur deut bremañ da chom en ti melen hag a rae war dro [war-dro] ar gegin hag ar stal.
Kaset e veze dezhañ da lenn roll ar sonadeg hag alies e skrive war vevenn ar baperenn-se ar pezh a blijfe dezhañ klevout, da skouer kozh c’hoari-ganoù [c’hoariganoù ] evel Lakmé, Les Mousquetaires au Couvent, la Mascotte, Madame Angot, traoù krouet e-pad e yaouankiz, ha mousc’hoarzhin a raen o welout anezhañ o vommañ goustadik ar ment en ur vouskanañ emichañs a-gevret gant hor binvioù.
Mouskanañ a rae, hag a-greiz-tout en em santas laouen hag e soñjas e oa bet un dra reizh bezañ kousket gantañ, a-benn ar fin.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
mouskanus