Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
6
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. (db. an dud) 1. [1499] Reiñ da glevet un aozadenn da vezañ taolet war gan. Kanañ ur werz. Kanañ noueloù. Kanañ an oferenn. N'en deus (ket) gallet kanañ poz ebet. [1954] Brav e veze dimp-ni, sonerien, o vezañ ma tegouezhe dimp mont alies a-walc’h er maezioù da vale ha d’ober chervad, da skouer da di ur beleg yaouank bennak o kanañ e oferenn gentañ, d’ar pardonioù tro-war-dro [...]. 2. Reiñ da glevet dre ar c'han. Kanañ meuleudi da ub. Kanañ gloar da Zoue. B. Dre ast. 1. Brudañ. Ar paour ne gan den e glodoù. 2. Seniñ. Kanañ kañv d'an hini marv. 3. Trl. Kanañ e jeu da ub. : e gunujenniñ. 2. Seniñ. II. V.g. A. (db. an dud) 1. Reiñ da glevet un aozadenn da vezañ klevet war gan. Unan a veze o kanañ, egile o tiskanañ. Kanañ en ur labourat. Dihunet e voen gant trouz mouezhioù o kanañ. Gouzout a ouie kanañ brav. Kanañ joaius. 2. Trl. kv. Kanañ evel un eostig : kanañ brav. & Kanañ evel ur gastelodenn faout, evel faout ur votez : kanañ faos-tre. & Trl. Kas ub. da ganañ : e gas diwar-dro. HS. bale, sutal. B. (db. loened zo) 1. (db. an evned, ar morviled) Reiñ e vouezh da glevet. An evned o kanañ er girzhier. 2. (db. an amprevaned) Trouzal. Bez' ez eus ur skrilh o kanañ en oaled. C. Dre skeud. (db. an traoù) 1. (db. ar marc'hadourezhioù) [1931] Bezañ uhel e briz. Er sizhun-mañ e kan an amanenn. Kanañ a ra an ed, al loened. Ar botoù a gan ivez. 2. LENN. (db. an dourredennoù) Trouzal. Ar stêrioù a gane, a hiboude. 3. (db. ar meuzioù o fritañ) Trouzal. An toaz o kanañ war ar billig.

Skouerioù istorel : 
94
Kuzhat roll ar skouerioù

kanañ

1499
Daveenn : LVBCA p107 (chanter)

kanañ akordapl

1499
Daveenn : LVBCA p17, 107 (chanter acordement et melodieusement)

Neuze Sanktez Katell pehini a yoa en oad a seitek vloaz pan oa en he falez, karget a bep pinvidigezh hag a servijerien[,] merc'h unik d'he zad ha d'he mamm : pan glevas an brud hag an c'hri a edoa gant bep seurt anevaled pere a brezanted evit o sakrifiañ, hag an joe a rae an re a gane inkontinant ez kasas ur mesajer evit enklask, petra oa an dra-se.

1576
Daveenn : Cath p5

kanañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg chanter

kanañ meuleudioù Doue

1732
Daveenn : GReg pg entonner (les loüanges de Dieu)

kanañ salmennoù da ur re

1732
Daveenn : GReg pg algarade

kanañ

1732
Daveenn : GReg pg chanter, (à danser), (parlant des poules & des coqs), (parlant des oiseaux), chantre (qui chante dans un Choeur d'Eglise), coacer (faire le cris des grenoüilles), gazouiller (parlant des oiseaux), grenouille (Coacer , faire le cri des grenoüilles.)

kanet

1732
Daveenn : GReg pg chanter, (à danser), (parlant des poules & des coqs), (parlant des oiseaux), coacer (faire le cris des grenoüilles), gazouiller (parlant des oiseaux), grenouille (Coacer , faire le cri des grenoüilles, pp.)

kaniñ

1732
Daveenn : GReg pg chanter

An eostig a gan gant melodi.

1732
Daveenn : GReg pg harmonie (Le rossignol chante harmonieusement.)

An eostig a gan en ur feson melodius.

1732
Daveenn : GReg pg harmonie (Le rossignol chante harmonieusement.)

kanañ ar c'han plaen

1732
Daveenn : GReg pg chanter (en plein chant)

ne gan na ne c'hwiban

1732
Daveenn : GReg pg chanter (il ne danse ni ne chante)

kanañ ar muzik

1732
Daveenn : GReg pg chanter (en musique)

kaniñ

1732
Daveenn : GReg pg chanter (parlant des oiseaux)

evit kanañ an oferenn

1732
Daveenn : GReg pg azyme (qui est sans levain)

kanañ kunujenn

1732
Daveenn : GReg pg (s') emporter (aux injures)

ne ra nemet kanañ a-hed an deiz

1850
Daveenn : GON.II pg kana

Peger kre e kan-eñ !

1850
Daveenn : GON.II p.85, livre second, " Qu'il chante fort ! "

piv en deus kanet an aviel hirio ?

1850
Daveenn : GON.II pg aviel

piv en deus kanet an abostol hirio

1850
Daveenn : GON.II pg abostol

Me a gano, ha c'hwi a ziskano.

1850
Daveenn : GON.II pg diskana (Moi je chanterai, et vous, vous répéterez le refrain ou le couplet).

Alies e kanan.

1850
Daveenn : GON.II pg é, éc'h, éz (Je chante souvent).

Na c'hell ket kanañ hep fringoliñ.

1850
Daveenn : GON.II pg friñgoli ou friñgoti (il ne peut pas chanter sans fredonner, faire des fredonner, sans faire des roulades).

o kanañ

1850
Daveenn : GON.II pg o ou oc'h (en chantant).

Ne ra nemet kanañ.

1850
Daveenn : GON.II p.87 (il ne fait que chanter).

Bep eil tro e kanont.

1850
Daveenn : GON.II p.88, livre second, « Ils chantent alternativement ».

Kanañ a reont bep eil tro.

1850
Daveenn : GON.II p.88, livre second, « Ils chantent alternativement ».

kanet

1850
Daveenn : GON.II p.30, livre premier, "chanté".

kanañ

1850
Daveenn : GON.II p.30, livre premier, "chanter".

Alies e kanan.

1850
Daveenn : GON.II p.29, livre premier, "je chante souvent".

C'hwi a ganfe.

1850
Daveenn : GON.II p.28, livre premier, "vous chanteriez".

Eñ a ganfe

1850
Daveenn : GON.II p.28 (il chanterait).

Hi a ganfe.

1850
Daveenn : GON.II p.28 (elle chanterait).

eil ganañ

1850
Daveenn : GON.II p.7, introduction ; "rechanter"

Ni a gano.

1850
Daveenn : GON.II p.28, livre premier, "nous chanterons".

Me a gano.

1850
Daveenn : GON.II p.28, livre premier, "je chanterai".

Te a gan.

1850
Daveenn : GON.II p.28, livre premier, "tu chantes".

me a gan

1850
Daveenn : GON.II p.28, livre premier, "je chante".

Bezañ e kanit re gre.

1850
Daveenn : GON.II p.78, "Vous chantez trop fort".

Bremañ ne gan mui.

1850
Daveenn : GON.II pg bréma (Maintenant il ne chante plus).

Ar ganaouenn-se n'eo ket koant, kanit un all.

1850
Daveenn : GON.II p.77

kanañ

1850
Daveenn : GON.II pg kana (Chanter, pousser la voix avec modulation. Il se dit aussi des oiseaux, etc.), eil

An eostig-hont a gan brav.

1850
Daveenn : GON.II p.70, "Ce rossignol-là chante bien".

Me a glev ho merc’h o kanañ.

1850
Daveenn : GON.II p.62, "J’entends chanter votre fille".

kanañ kaer

1850
Daveenn : GON.II pg kaer (Chanter bien).

Ho c’hoar eo a gano da gentañ.

1850
Daveenn : GON.II p.84, livre second, « Ce sera votre sœur qui chantera la première ».

Kanet en deus-eñ ?

1850
Daveenn : GON.II p.85, livre second, " A-t-il chanté ? "

kanet

1850
Daveenn : GON.II pg kana (Chanter, pousser la voix avec modulation. Il se dit aussi des oiseaux, etc. Part.)

Klevout a ran an alc'hweder o kanañ.

1850
Daveenn : GON.II pg kana (J'entends chanter l'alouette).

Ar pintig kaezh, laouen bepred, a gan hep goulenn tra ebet ; hag o klevet ker brav dudi, an holl a rae e veuleudi o lavaret "Ur c'haner eo" ! Gant meuleudioù ne chomer bev. Alies siwazh. Ar pintig paour ne gave tamm na berad dour, e zaou bodig goullo atav, un deiz e voe kavet marv, marv gant naon en ur ganañ

1867
Daveenn : MGK p22

Un neizh eostig 'oa e vaner ; bemnoz, bemdez e kaned eno ; pa dave an tad e save mouezh ar vugale, ha klevet a ran c'hoazh unan eus e verc'hed o kanañ ker flour : "Peger kaer eo Kerzaoulaz, Pa zeu an noz da guzhat, Er gwez pa vez an delioù glas, Pa vez skedus ar stered ! "

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VIII

Grit ur sell, aotrou sant Kadoù, diouzh lein an neñv emaoc'h e-barzh, hag e welot hag-eñ a heuilh pe na heuilh ket hoc'h alioù, ho mab, ar barzh, pe evit lavaret gwell, gwenanennig Breizh, a gomzan anezhi amañ, "Hag a zistro d'he c'hest laouen, gant ur bec'h mel he deus kavet, dre ar prajoù war gant boked"; o vezañ traoù a-walc'h un tammig bleuñv, ul lommig glizh, d'he lakaat drev ha da ganañ

1867
Daveenn : MGK Rakskrid XIII

Skouerioù hon tadoù-kozh, tud vat ha kalonek, enno a zo skrivet e gwerzioù brezhonek; e gwerzioù a laka pep telenn da ganañ, pep kalon da lammat hag an eñv da dridañ.

1867
Daveenn : MGK p4

Al labous fur neuze d'an den / A lavaras : — « Gwell eo ganen / Nijal, kanañ dre ar c'hoajoù, / Kousket a-zindan an delioù, / Sellet en Neñv oc'h ar stered / Bihan 'veldon ha kaer er bed. »

1867
Daveenn : MGK p109

Hemañ [ar pintig], laouen ha sederik, / A gane bemdez kaer-meurbet. / E glevet a voa un dudi ; / Ar big avat, o ragachat, / A dorre pennoù tud an ti.

1867
Daveenn : MGK p22

Kerkent ha ma lavar ar beleg ar c’homzoù kentañ-mañ eus an oferenn : "Introibo ad altare Dei", kant ha kant mouezh all a sav dudius ha kalonek war-zu an eñv en ur ganañ kantik an oferenn a ganed er mareoù-se : Ofromp da Zoue ar sakrifis, Ne zo netra a ger kaer priz Eget Jezuz krusifiet En oferenn reprezantet.

1877
Daveenn : EKG.I. p.99

Setu amañ lod eus ar werz a gane Landregeriz, hep aon ebet rak ar soudarded, goude m’en doa ranket o Aotrou’n eskob pellaat diouto : [...].

1877
Daveenn : EKG.I. p.28

Bete vremañ, e welomp ac’hanoc’h, ho chapeled en ho torn, o vont d’ar pardonioù en ur ganañ kantikoù hag a laka an dud da gousket.

1877
Daveenn : EKG.I. p.175

Edont o vont da inouiñ, rak krediñ a c’hellit ne dleent ket bezañ en o aes a-dreuz-kof war ur c’hleuz, e-touez al lann, pa glevjont a-bell e-kreiz sioulder an noz, ur vouezh o kanañ : Exurge Domine, adjuva nos et libera nos propter nomen tuum.

1877
Daveenn : EKG.I. p.163

A-benn ur pennad e klevjod ar c’hilheien o kanañ, hag oc’h en em respont eus an eil klud d’egile ; gervel a raent an deiz, hag a-barzh nemeur e weljod an oabl o tarzhañ war-zu ar sav-heol.

1877
Daveenn : EKG.I. p.130

A-barzh ma teufot da glask ac’hanon-me da ober va fask, he devezo, me ‘gred, kanet ar goukoug.

1878
Daveenn : EKG.II p.168

Kanaouenn an aotrou Branelleg a vez kanet war don himn ar verzherien : Sanctorum meritis.

1878
Daveenn : EKG.II p.245

Dudiusoc’h eo da'm skouarn klevet al labous o kanañ gae war beg e skourr, eget youc'herezh paotred kêr, savet ar banne d’o fenn.

1878
Daveenn : EKG.II p.215

Dibaot ar yar ne goll e vi - O kanañ re goude dozviñ

1909
Daveenn : BROU p. 223

Hinoniñ a rae an neñv ; glas e oa ar geot hag an delioù ; dindan va c’hammedoù e pep lec’h e tigore bleunioù ; war ar skourr e kane an evn, ha d’am diskouarn e voude drantik ar gwenan.

1923
Daveenn : SKET p.22

Ha, war ar gwez tro-dro an evned en em vod da arvestiñ outo ha da ganañ dezho d’o c’hanmeuliñ.

1923
Daveenn : SKET p.75

P’edon o kantren dre hentoù ar bed a-gevret gant mab gouenn-uhel Albiorix, e c’hoarveze ganen hunvreal alies en hon hengounioù, en deiz e-pad an hirvarc’hekadennoù, ha, d’an noz, azezet pe c’hourvezet ouhz an tan, o c’hortoz an dour-berv da ganañ er c’haoterioù.

1923
Daveenn : SKET p.46

Ar sakrist en devoa sonet an "Angelus" goude diwez ar vadeziant, graet en deus d’ar c’hleier kanañ ginivelezh ar bugel dinamm evel hini ar gristenien all.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.810 (Miz Genver 1924)

A-dra-sur, ma selaouit tud ar vro : stourm a r[e]font ouzoc’h, ha start, penaos n’eus, tro-war-dro, iliz ken kaer hag o iliz, tour ken dantelezet hag o hini, kleier da ganañ ken seder, ken dudius hag o re.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Genver 1924 ; kleier, reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.845)

Kement den a oa eno a anaveze hag an ton hag ar son, hag a gane flour, flour, m’en asur deoc’h, oh ! ya, ha diwar-bouez o fenn, an ouidell dudius da zivskouarn Janedig ha da re he aotrou.

1925
Daveenn : BILZ2 p.159

Ha kaer he deus esa tennañ eus he zivskouarn ar son villiget, he son atav e klev anezhi o kanañ : "Nan ouzoc’h ket ar galleg, kennebeut ar c’hadañs, / Nan eo ket en brezhoneg e tiskours an noblañs".

1925
Daveenn : BILZ2 p.162

Ar binioù, ar bombardoù a gane da heul ar mouezhioù, ar pilligoù arem a groze, an taboulinoù a skloke, ar c’herniel-boud a vleje.

1925
Daveenn : BILZ2 p.159

Ma vije bet Yann e benn e-unan evit diskenn war Roc’h Ledan, moarvat Bilzig hag e zaou vartolod o dije bet klevet kanañ gwerz ar skouarnadoù, ha marteze un draig bennak all c’hoazh ouzhpenn.

1925
Daveenn : BILZ2 p.142

kanañ

1927
Daveenn : GERI.Ern pg añ

kanañ

1927
Daveenn : GERI.Ern pg añ

bez' e kanont

1927
Daveenn : GERI.Ern pg beza

kanañ a ra al loened

1931
Daveenn : VALL pg aller (la vente va bien ; en parlant des animaux)

kanañ a ra an ed

1931
Daveenn : VALL pg aller (la vente va bien ; en parlant du blé)

kanañ gant kalon

1931
Daveenn : VALL pg ame

Mont d'an oferenn-bred : selaou ar c'han war an ton krampouezh gwinizh, selaou ar seurezed o kanañ kantikoù brezhonek ; selaou ar sakrist kozh o son an ofikleid, pa gane e vleje evel ur c'hole ; selaou ar person, an aotrou Pinson, pe ar c'hure, an aotrou Kozaned, pe an tad Jouan, oc'h ober o sarmon e brezhoneg ; ar c'hleier bihan o tiñsal, ar c'hleier bras o vrallañ, holl e oant brav da glevout ; ha goude an oferenn-bred, selaou an embannoù, « war ar groaz ».

1944
Daveenn : EURW.1 p26

N’ouzon nemet un dra : en amzer hiziv al loened a harzh, a c’hwitell, a vlej, a wic’h, a viaou, a hinno, a yud, a hud, a voud, a chilp, a glip, a goag, a c’hroag, a gan, a richan, a grougous, a roc’h, a doc’h, a soroc’h, a c’harm, a ragach, a c’hregach, a gloc’h, a youc’h, a razailh, a rizink, pep hini en e vod hag hervez e ouenn.

1944
Daveenn : ATST p.8

Klevit ! Job ha Lom a zeuas e ti ar skluzier, unan o kanañ hag an hini all o tiskanañ. Badaouet mat e oant.

1944
Daveenn : ATST p.13

Kement am eus kanet diwar he fenn em levr kentañ a zo gwir.

1944
Daveenn : EURW.1 p45

Ma lennadurioù a zeue d'am spered, rak dre guzh em boa lennet Alfred de Musset ha Lamartine ; lennet em boa 'Marie', barzhoneg divarvel Brizeug ; evidon, ur barzh a ranke kaout un dousig da ganañ ; ne soñjen ket n'em boa nemet 16 vloaz hanter

1944
Daveenn : EURW.1 p45-46

Dizroukavelet e benn, ar breur Arturo a gane ar bed adarre en-dro dezhañ. Gwelout a rae adarre ar manati hag e vreudeur gant daoulagad hinon.

1949
Daveenn : SIZH p.63

N'eo ket al lean a bede, n'eo ket ar barzh a gane. Savet a oa un den all er breur Arturo; un den dianav, a lakae an daou all da souzañ.

1949
Daveenn : SIZH p.65

Kounaat a reas al lean yaouank azen bihan ar gouent, a ganas gloar, ar sul araok [a-raok], pa oa 'n em gavet, ar wech kentañ, gant Palmira.

1949
Daveenn : SIZH p.66

N'eus manet evel[-]just roud ebet eus e oberennoù peogwir ne ouie na lenn na skrivañ, met plijout a rae dezhañ kanañ e sonioù hag e werzioù war lein un dosenn damdost d'e di en ur seniñ ur violoñs bihan-bihan, ur c'hoariell a ugent real bennak prenet gantañ e foar Dreger.

1954
Daveenn : VAZA p.23

Kontañ a rae din d’he zro kaojoù [kaozoù] fentus klevet digant he zad martolod pe savet ganti ; a-wechoù zoken, gant ne veze ket re verr warni e stage da ganañ evidon, pe gentoc’h da vouskanañ, rak aon hor beze rak Soaz Sapeur deut bremañ da chom en ti melen hag a rae war dro [war-dro] ar gegin hag ar stal.

1954
Daveenn : VAZA p.42

Brav e veze dimp-ni, sonerien, o vezañ ma tegouezhe dimp mont alies a-walc’h er maezioù da vale ha d’ober chervad, da skouer da di ur beleg yaouank bennak o kanañ e oferenn gentañ, d’ar pardonioù tro-war-dro, Priel, Lannuon, Pleuvihan, ar Sklaerder, kalz pelloc’h zoken, bete Lannolon, Goudelin ha Sant-Jili-ar-C’hoad, hag evel-just da brosesion sant Erwan.

1954
Daveenn : VAZA p.51

Ar fallakr pa vo kastizet / Gant an druez ne vin tizhet / Hag e kanin da voued ar groug : / « Unan nebeutoc'h d'ober droug ! »

1960
Daveenn : PETO p31

Hag ul lamm-dour a zo un tammig pelloc'h o kanañ deomp e zoareoù unton.

1985
Daveenn : DGBD p37

Hag ez eo evel pa glevjen ar maodiern o kanañ pouilh dezhañ, tra m'emañ Gikas o tantañ e vuzell evit chom hep komz.

2015
Daveenn : EHPEA p134

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial