Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Bommoù c'hoarzh ur strollad tud a-gevret. Eno e oa bet c'hoarzhadeg ! C'hoarzhadegoù ha kanaouennoù a oa bet a-hed an noz.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

Diouzh klevout o c’hoarzhadeg e vije bet diaes lavarout pe ar vamm pe ar bugel a vourre ar muiañ.

1924
Daveenn : SKET.II p.14

"c’hoarzhadeg" gg.

1924
Daveenn : SKET.II p.132 « Geriadurig », "Action de rire (en parl. de plusieurs personnes)".

"Breven, breven, mab da vreven, Gant piv emañ ar galafeterenn ?" Hag ar sklisenn a rede eus an eil dorn d’egile. Ha c’hoarzhadeg, va Doue ! pa na zivine ket gant piv e [veze] ar sklisenn.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.843 (Miz C'hwevrer 1924)

— Pelec’h aet an ejenned ? — Da glask pep a vazh skav da gannañ gwreg ar gov ! gwreg ar gov ! Ha pep hini da skeiñ war daouarn an eil egile. Ha skrijadeg, c’hoarzhadeg !

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.843 (Miz C'hwevrer 1924)

Ur c’hoarzhadeg c’hoapaus gant ar merc’hed yaouank a zirollas a-dreñv dezhañ ; e c’hervel a rejont ; eñ, avat, pell diouzh o selaou, ne rede nemet buanoc’h a-se.

1924
Daveenn : SKET.II p.34-35

« Ha ! ha ! bremaik e vo c’hoarzhadeg, » eme ar marichal, « bremaik e vo tapet Satanaz war e neizh. »

1944
Daveenn : ATST p.115

D’ar [G]wener c’hoarzhadeg, d’ar [S]adorn leñvadeg

1944
Daveenn : ATST p.127

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial