Flistrañ a reas ur c'hoarzh klapez un disterañ a-douez ar gloer yaouank. An Tad-Mestr, harpet e elgez war e zaouarn serret, a vousc'hoarzhas ivez, en ur sellout ouzh ar breur Arturo.
C'hoarzh, ha skrign, ha garm, ha youc'h, ne baouezent ket gant o safar ha ken skiltr e oa o mouezh ma vouboue va divskouarn e-keit ma huchent warnomp a-heligentañ.
Pebezh c’hoarzh, pebezh cholori pa zimezas d’an tailher Lannes merc’h Fallières, un dimezellig n’he devoa graet droug da zen ! aozet e voe zoken ur vojenn diwar skouer La Fontaine : Le Président, sa fille et Lannes.
Ha c'hoarzh, ha skrign, ha dao d'an daol dotuet a daolioù dorn !
Hag en desped d’o dienez druezus, e tiskouez an dud-mañ bezañ laouen-bras ; c’hoarzh ha kan, levenez ha dudi a zo en o zouez ; n’eus na gin, na droukrañs, na kounnar war o zremm spelc’het gant an heol, holl emaint o chagellat had tro-heol, ken ma ’z eo gronnet ar c’hae gant ar pluskennoù, evel ma welen gwechall e Priel an hent strewet gant glazur deiz sul [Sul] ar Sakramant.
Pebezh c'hoarzh ! Ha pebezh kalonad d'e vestr !
"Hag ar merc'hed, peseurt lec'h o deus en istor-se?" C'hoarzhin a ra, met he c'hoarzh a zo c'hwerv-bestl. "Ma merzherinti din-me e oa, Aotrou komiser. Ma doganañ a rae ken alies ha bemdez."
Pokat a reas dezhi evit mougañ he c'hoarzh.
Mots précédents
Mots suivants
c'hoarzhadeg