An neb en divije er gwelet, gant e zaoulagad habask ha laouen, gant e aer dinec’h, gant e vlev hir, e giz Kerne, faoutet dre an hanter war greiz e benn, o kouezhañ a [v]ouchadoù kordigellet war e zivskoaz ; an neb en divije gwelet peoc’h un den eeun ha leal war e dal, ha mousc’hoarzh un den dinamm war e vuzelloù, en divije lavaret edo o vont da ober, deiz eured e vab, un dro zañs war al leurgêr.
– Hag ar gwragez, pare dalc’hmat d’e harpañ… Ar gwragez a zo da zisfiziout, dreist-holl diouzh o mousc’hoarzh ha diouzh o doareoù seven…
Skediñ a reas he dent en ur vousc’hoarzh ouzh al lean, dre ma stoue he malvennoù war lufr teñval he daoulagad.
Vas iniquitatis... Skoazellerezed an diaoul an hudurañ... An Touell... Da zisfiziout diouzh he mousc'hoarzh...
Ar vouezh-se, e-giz ur fleüt, an daoulagad du-se, ker kevrinus a-dreñv o mantilh, hag ar mousc'hoarzh-se, ur mousc'hoarzh boemus, a daole e sklerijenn en-dro dezhañ.
Graet he doa Palmira ar mousc'hoarzh-se, a lakae ar breur Arturo, war un dro gant c'hwez [sic, c'hwezh] gwrezus ha frondus ar vaouez, dindan gazel-ge.
Va mamm a oa ur goantenn a blac'h, ur veleganez he daoulagad glas-oabl, ha dezhi ur mousc'hoarzh doanius evel p'he dije drouksantet na [sic, "ne"] oa ket tonket da welout he mabig o tont da vezañ un den.
Din da c’houzout, n’am eus ket bet a-hed va buhez darempred gant meur a sant, met war a gredan e tlee sent gwechall bezañ heñvel ouzh intañv Lanuon [Lannuon], gant e vousc’hoarzh habask ; kuit a c’hwervoni, gant peoc’h e selloù melkonius, e vouezhig izel ha flour, e stumm da juntrañ e zaouarn e fin ar pred, ha da bediñ, n’eo ket diwar vegig e deod met gant holl dan e galon.
A-benn ar fin, ha moarvat a-drugarez d’an amzer ha d’an avel / a gas ganto pep tra war o divaskell, e stagas ofiserien da reiñ d’ar veajourien o faperioù tremen-hent, hag a-greiz[-]holl e klevis unan anezho o veogal ar pezh a gave dezhañ e oa va anv : « Gospodin Karl Tremeilh ! emezañ, Karl Tremeilh ! » ha bez ’oa an taol-mañ war e dalfas ur mousc’hoarzh ken hegarat ha pa vijen bet e geneil a-vepred.
Sed aze tolpadoù kouerien o barv abostol, gant ur mousc’hoarzh dibleg, gant daoulagad lemm-tre en o fenn, hag en-dro dezho brageier n’int nemet frezel war dakon, porpantchoù hir e krev dañvad gant ar gloan dindan hag al ler [sic, lêr] war c’horre, ul ler [sic, lêr] ken lous ha ken lufr evel pa vije bet libistret gant soav ; ha bez ’eus en o zreid pikoloù heuzoù a dap dezho betek o daoulin pe un doare solennoù plouz pe beilhenn gwez.
Diouzh gwelout he mousc'hoarzh e tle bezañ lakaet c'hoazh an emlazhoù en dielloù.
Mots précédents
Mots suivants
mousc'hoarzhig