Ul labour tenn, start, ha poanius evit an ofiserien hag ar vartoloded, met ul labour n'helled ket tremen heptañ, anez-se koulz e vijet bet da c'hortoz ar peoc'h peurbadus, da lavarout eo bloavezh an erc'h du, gwerzhañ an holl vigi, bras ha bihan, da varc'hadourien kozh hernach.
N’en devoa ket hanterzistaget e gomz ma lammas e-maez va jeneraled primoc’h eget tud o skarañ da lazhañ un tangwall, ha todilhon a raent, m’hen tou, gant ar sabrinier hag an hernach all e-pign outo !
Sevel ar mell kef ne oa bet netra : tammoù hernajoù orjalennet kenetrezo, ur c'houfrad plañch, diskargañ simant e-barzh ha setu : nerzh a-walc'h a vefe gant ur seurt tolzennad da souten ar skourradur.