I.
H.g.
1. Traezoù, pezhioù graet gant houarn.
An hernaj eus ar wetur-mañ a vo mat dimp d'ober unan all. Plegañ a ray da c'houzoug dindan houez an hernaj : pouez ar chadennoù.
&
Kozh hernaj : tammoù houarn taolet d'ar bern.
&
Ent strizh
Karget e oa ar c'hanol a gozh hernaj : a vindrailh.
DHS. kinkailherezh.
HS. houarnaj.
2. Houarn.
E zilhad hernaj a wiskas : e roched-houarn.
II.
G.
1. Traezenn, pezh graet gant houarn.
E-touez ar pilhoù, an hernajoù kozh hag an eskern dastumet bemdez dre gêr.
2. Aveadur ul loen-kezeg.
HS. harnez.
Un dervezh m'en doa naon, o furchañ ken a c'hell / Da glask un dra bennak dre an hernaj kalet, / E kavas un tamm dir ne oa bouk da sunañ.
Eunn dervez m'en doa naoun, o furcha ken a c'hell / Da glask eunn dra bennag dre ann hernach kalet, / E kavaz eunn tamm dir ne voa bouk da zuna.
1867
Daveenn :
MGK
p72
An aotrou Delande, pa glevas, e abid hernaj en deus gwisket; e abit hernajet en deus gwisket, etrezek Plouilio ez eo aet
'Nn aotro Delande, pa glewas, he abit hernach a wiskas; he abit hernachet 'n eûs gwisket, 'trezek Plouillo ez eo êt
1874
Daveenn :
GBI.II
p204
Sevel ar mell kef ne oa bet netra : tammoù hernajoù orjalennet kenetrezo, ur c'houfrad plañch, diskargañ simant e-barzh ha setu : nerzh a-walc'h a vefe gant ur seurt tolzennad da souten ar skourradur.