Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Doar./Stn. 1. Buan ha prim. Kezeg herrek. Houlennoùigoù herrek. 2. Fonnus. An den-se n'eo ket herrek war e labour. II. Adv. Mont herrek d'udb. : mont prim dezhañ. Ne gavez ket mat ar wastell ? ned ez ket herrek dezhi !

Exemples historiques : 
9
Masquer la liste des exemples

Marc’heien vrezelgar an Draked, o dremm livet ha roudennet (3), a ziwalle glannoù al lenn, a welas, saouzanet-holl, an dour o tivogediñ hag oc’h en em strinkañ gant un trouz-kurun dre hent ar vouc’hal, ha, war c’horre ar froud o krozal, ar skafig m’oa ennañ doue ar Gelted o tremen hebiou ken herrek hag ur saezh-wareg.

1923
Référence : SKET p.43

Ac’hano e strink ur froud vras ha herrek a red war-du ar c’hornog a-dreuz pradeier, koadeier ha brugeier, ken na zeu da lammat a-ziwar an tornaod er mor.

1924
Référence : SKET.II p.16

Ober a reas d’ar c’hoked mont gant ar gwazhioù don ha herrek en em zinaoue a-gleiz hag a-zehou d’al lammdourioù bras.

1924
Référence : SKET.II p.50

herrek

1924
Référence : SKET.II p.131 « Geriadurig », "Rapide".

Mont tre a rejomp er vaoz, ken herrek hag ur fourrad avel en eur c'hev douar, a droas a-zehoù hag, o vezañ pignet nouspet derez vaen, e tegouezhjomp gant un norig, gaoliata ar gael anezhi ha lârout yao en ur gambr ec'hon leun a c'hourvezennoù.

1929
Référence : SVBV p.12

Peder sizhun da c'houde-se, ar paotr Yann a gemeras an tren herrek a 8e.10 e gar Brest. Ar marc'h-du er c'hasas war-eeun da Bariz.

1929
Référence : SVBV p8

Er broioù trovanel, ma vez tomm-grizias an hin ha gleborek war un dro, ez eo kalz herrekoc'h teuzadur ar c'harregennoù en dour eget e lec'h all.

1943
Référence : TNKN p77

Bez' e c'hell , e gwirionez, ur stêr stummañ a-wechoù seurt toulloù en he zalweg mard eo strizh an draonienn hag herrek kas an dour; en ur droiellat e teu hemañ alies da gleuzañ kevioù damgelc'hiek, heñvel a-walc'h ouzh kaoterioù.

1943
Référence : TNKN p21

War-dro pemzek eur e pad an dreizhadenn hon eus da ober gant hor bag-dre-dan, hor pinasenn evel ma lavarer du-hont, ouzhpenn daou-ugent lev da ober gant ur vag ha n'eo ket eus ar re herrekañ.

1985
Référence : DGBD p29

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux