1. Perzh ub., udb. zo herr gantañ.
Un dañsig war he fouezig hep tizh nag herrder.
HS. herregezh.
2. (db. an tan)
Gwrez vras.
Eno e oa bernioù glaou, herrder ganto.
HS. fo.
3. Gred.
En em reiñ d'ar bedenn gant herrder.
HS. intampi.
Ha me tostaat ouc’h an tan, treiñ ha distreiñ outañ a-dreñv, a-raok hag a-gostez. Ne voen ket pell evit bezañ sec’h, rak eno e oa bernioù glaou, herrder ganto, evel n’oc’h eus gwelet biskoazh.
Ha me tostaat ouc’h an tan, trei ha distrei outhan a dren, araok hag a gostez. Ne ouenn ket pell evit beza seac’h, rak eno oa berniou glaou, herder gant-ho, evel n’oc’h euz guelet biskoaz.
1878
Référence :
EKG.II
p.31
kevezata ouzh u.b. evit an herrder hag ar skañvder
kevezata ouz U. B. evid an herrder hag ar skanvder
1924
Référence :
SKET.II
p.121 « Geriadurig », "Rivaliser (dans des luttes répétées) de vitesse et de légèreté avec qlqun".
En em gejet er bagadoù kirvi gell a bep rumm, e kevezate outo en herrder hag e skañvder, hag, o vont dre grec’hioù ha traoñioù, e rede en o ser an enezenn a-bezh (2).
En em gejet er bagadou kirvi gell a bep rumm, e kevezate outo en herrder hag e skanvder, hag, o vont dre grec’hiou ha traoniou, e rede en o serr an enezenn a-bez (2).
Ganet on bet, evel holl vugale ma remzi, diouzh kerent furmet o mennozhioù war skouer re ar C'hallaoued, ha da natur-te eo he deus digabestret ma spered, ha roet din blaz kentañ amzer-dremenet ma hendadoù, un tamm eus o herrder, eus o c'harantez-vro, eus o barzhoniezh.
Ganet oun bet, evel holl vugale ma remzi, diouz kerent furmet o mennoziou war skouer re ar C'hallaoued, ha da natur-te eo he deus digabestret ma spered, ha roet d'in blaz kenta amzer dremenet ma hendadou, eun tamm eus o herrder, eus o c'harantez-vro, eus o barzoniez.