Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

1. Tizh bras. Kaout herr, reiñ herr : mont gant tizh. Mont gant herr. Lakaat herr da vont. Ober udb. gant herr. Ur pezh herr zo ennañ. [1954] Ne oant ket hanter hent pa zeuas en arbenn dezho ur vaouez, herr warni, pedet gant va mamm-gozh da vont di da gemenn ar c'heloù [...]. & Trl. skeud., PEMDEZ Reiñ herr da ub. : e gas diwar e dro. Kaout herr : bezañ kaset diwar-dro. Bet en doa herr. 2. Lañs. Kemer herr a-raok lammat. Kemer e herr. Herr bras. 3. Trl. Ober udb. gant (kalz a) herr : en un doare prim ha trumm, dizamant ouzh ar pezh zo tro-dro. ES. gorregezh. 4. Bout herr labour àr ub. : bezañ gant ul labour mallus. Eñ zo herr labour warnañ ha ne c'houlenn a briz ebet ma vo distroet anezhañ. 5. (db. al linvennoù) Kas. Herr zo gant ar mor etre an div garreg. N'eus tamm herr ebet. [1954] Ur wech hepken e c’hoarvezas gant Nikolaz Aleksandrovitch mont d’aveliñ e benn war zouar Bro-C’hall, da lavarout eo war ur sav-maen a ziwalle tu kleiz al lenn diouzh herr ha gourdrouz ar mor. 6. Dre ast. Kemm, diforc'h. Herr bras zo neoazh etre an daou zen-se. 7. Tr. adv. A-brez-herr, a-daol-herr, diwar herr, en herr : buan-ha-buan. Nikolazig estonet a sav en herr. DIWAR HERR : buan [1867] Dont a ra diwar herr, hag o vezañ klevet / Edo ar bleiz yuzaz oc'h ober e voutoù : / — « Aon am beus, emezañ, n'ho pet klevet, aotrou, / Gevier diwar va fenn / Evidoc'h pa beden, / Ha na ven bet e gaou dirazoc'h tamallet ? [1878] Goude bezañ furgutet dre bevar c’horn an ti, a-dreuz hag a-hed, ez ejont diwar herr d’ar c’hrevier, d’ar grañjoù ha d’ar sanailhoù [...]. [1923] An daouzek Erkuniad gant o rener o tec’hout diwar herr, ganto Ambia ha Kinge, ereet treid ha brec’hioù, e strad ar bilprennenn anezho, e-keit ha m’emañ an div ounner dilezet o leñvadenniñ. DIWAR HERR : en un doare prim ha feuls. An dour o tont gant herr a groze muioc'h-mui.

Exemples historiques : 
40
Masquer la liste des exemples

herr

1732
Référence : GReg pg (païs de) chasse

em strinkañ a-benn-herr, a-herr, gant herr

1732
Référence : GReg pg (s') élancer (se lancer, se jetter)

kemeret e lañs, e herr

1732
Référence : GReg pg (prendre son) élan

herr

1732
Référence : GReg pg élan (action de celui qui s'élance), élan (action de celui qui s'élance), élancement (mouvement du corps prompt & impetueux)

reiñ herr da ur c'hourser

1732
Référence : GReg pg (donner la) chasse (à un vaisseau ennemi)

herr

1850
Référence : GON.II pg herr (rapidité. précipitation. vitesse. célérité. empressement. emportement. élan), lañs

Kemerit hoc'h herr.

1850
Référence : GON.II pg err, herr (Prenez votre élan).

herr

1850
Référence : GON.II pg kâs, err, herr, lañs

Kalz a herr he deus ar stêr-se.

1850
Référence : GON.II pg err, herr (cette rivière a beaucoup de rapidité).

Gant re a herr hoc'h eus graet kement-se.

1850
Référence : GON.II pg err, herr (Vous avez fait cela avec trop de précipitation).

herr bras em [sic] boa d'ho kwelout.

1850
Référence : GON.II pg err, herr (j'avais grand empressement de vous voir).

« Hag a herr zo warnoc'h, Ankoù ken didruez ! »

1867
Référence : MGK p101

Dont a ra diwar herr, hag o vezañ klevet / Edo ar bleiz yuzaz oc'h ober e voutoù : / — « Aon am beus, emezañ, n'ho pet klevet, aotrou, / Gevier diwar va fenn / Evidoc'h pa beden, / Ha na ven bet e gaou dirazoc'h tamallet ?

1867
Référence : MGK p104

Goude bezañ furgutet dre bevar c’horn an ti, a-dreuz hag a-hed, ez ejont diwar herr d’ar c’hrevier, d’ar grañjoù ha d’ar sanailhoù : klask a rejont e-touez ar foenn hag e-touez ar c’holo : kement a yoa a voe furchet, mes ne voe ket kavet muioc’h er-maez eget en ti.

1878
Référence : EKG.II p.69

An daouzek Erkuniad gant o rener o tec’hout diwar herr, ganto Ambia ha Kinge, ereet treid ha brec’hioù, e strad ar bilprennenn anezho, e-keit ha m’emañ an div ounner dilezet o leñvadenniñ.

1923
Référence : SKET p.134

Gant an herr a oa bet lakaet enni e pellaas ar vag diouzh an aod, goustad da gentañ, buanoc’h da c’houde.

1924
Référence : SKET.II p.39

"herr", "herrder" g.

1924
Référence : SKET.II p.131 « Geriadurig », "Rapidité".

Herr bras a sav war gas an dour.

1924
Référence : SKET.II p.48

Lammat a rejont gant ar saezhioù hag ar goafioù, o flaouiañ diwar nij en o figos hag o derc’hel en o c’hrabanoù, terriñ an herr anezho, o distreiñ diouzh o hent hag o lakaat da gouezhañ er stêr, dinoazet ha brevet.

1924
Référence : SKET.II p.53

Hag ar paotr a zalc’he an nord, herr en e vag ; e lagad lemm, aketus a heuilhe red an taolioù-mor.

1925
Référence : BILZ2 p.107

— Herr er c’hober ! herr er c’hober !… Avel en gouelioù !… ma savo ar Vran war ar garreg, uhel, uhellañ ma c’hallo, pe marteze e c’hallo lammet dreist mar zo dour a-walc’h warni… Herr er c’hober !…

1925
Référence : BILZ2 p.172

reiñ herr d'ar c'hoari

1931
Référence : VALL pg animer (donner de l'animation au jeu)

lakaat herr er c'hoari

1931
Référence : VALL pg animer (donner de l'animation au jeu)

lakaat herr en abadenn

1931
Référence : VALL pg animer (donner de l'animation à la partie)

lakaat herr en

1931
Référence : VALL pg animer (donner de l'animation)

herr

1931
Référence : VALL pg animation (des jeux)

marc'h war e herr

1931
Référence : VALL pg (cheval dans la force de l')age

Skuizh-marv e oamp : ar c'hezeg-houarn neuze a oa ponner ha ne oa ket ganto na rod libr, na cheñchamant herr.

1944
Référence : EURW.1 p74

Evit ar pezh a selle ouzh an Itron gaezh, dleout a rae ar vaouez-mañ bezañ taolet raktal ha gant herr e-maez al lestr, dezhi da chom keit ha ma karje en Amerika pe lec’h all, pe da zistreiñ d’he bro, war ul lestr-kenwerzh, pe dre nij, pe war-neuñv : en ur ger, er stumm a blijfe dezhi ar muiañ.

1954
Référence : VAZA p.112

Ne oant ket hanter hent pa zeuas en arbenn dezho ur vaouez, herr warni, pedet gant va mamm-gozh da vont di da gemenn ar c'heloù : "goût ' ouzomp, va flac'h, eme va zonton Loeiz, bet INT dija du-mañ".

1954
Référence : VAZA p.44, notenn 1

Diouzhtu e c’hourc’hemennas an admiral skarañ ken ma foeltrje war-du Dakar, ha kement a herr e oa war al lestr ma weled noz-deiz an tan o flamminañ a-us d’e siminalioù.

1954
Référence : VAZA p.89

A-benn ur pennadig e krogas ar volz iskis-se da zislivañ a-dammoù : treiñ a reas da vezañ mouk, ha damc’hlas evel ul lutig dare da vervel, met kerkent-all e flamminas adarre, gell-alaouret an dro-mañ gant bannoù a bep seurt liv hag a bep seurt stumm en he c’hreiz, gwech o vont en-dro evel skinoù ur rod karr, gwech strinket gant herr d’an nec’h, biroù tan o paouez bezañ diwareget, pe o kouezhañ goustadik er mor, hervez ma ra ar gwabriol e-kerz [e-kerzh] an hañv.

1954
Référence : VAZA p.173

Ur wech hepken e c’hoarvezas gant Nikolaz Aleksandrovitch mont d’aveliñ e benn war zouar Bro-C’hall, da lavarout eo war ur sav-maen a ziwalle tu kleiz al lenn diouzh herr ha gourdrouz ar mor.

1954
Référence : VAZA p.185

En ur ger, kenderc’hel a rae da c’houlennata gant herr, ken ma krede din bezañ dindan ur barr-grizilh.

1955
Référence : VBRU p.5-6

A-greiz-holl e tiredas un ofiserig herr warnañ hag eñ da vlejal ken ma vouboue gwer ar prenestroù.

1955
Référence : VBRU p.30

Garv e oa ar vouezh-se, ha ken garv all an archerien, pikoloù kanfarded o dilhad glas-mor gant klaoutennoù arc’hant ouzh o skoaz, hag a rae dimp – un daou-c’hant bennak a dud – diskenn a-dizh eus kirri an tren alaman, ha raktal e voemp leviet gant herr war-du an ti-hent-houarn, rak bez’ oa a bep tu dimp ur regennad soudarded gant fuzuilhoù, baionetezennoù, sabrinier ha pistolennoù, evel pa vijemp bet holl, paotred, merc’hed ha bugale, ur bagad torfedourien da gas d’ar marv kerkent ha paket.

1955
Référence : VBRU p.32-33

Salver Jezuz, gant trugarez, / Hastit d'astenn nerzh Ho kwarez / War ar c'haezh-mañ d'er skoazellañ / Pe e roint, hep ampellañ, / Dezhañ, herr, ar mestaol garv / En divello ha diskaro !

1960
Référence : PETO p.73

N'eus ket da dortañ ma ne fell ket din e stagfe ar c'hrogad ; ret eo terriñ o herr a-raok na vint degouezhet war an tu-enep, hag a-raok ma vint peuraet e gouez...

1985
Référence : DGBD p124

"Herr labour zo warni moarvat." "Emichañs." Tevel a ra un herradig ha sellout ouzhin.

2015
Référence : EHPEA p29

A-benn ar fin out-te evel an olifanted. Gorrek out da loc'hañ met pa 'c'h eus kemeret da herr, n'eus den evit da ziarbenn.

2015
Référence : EHPEA p318

L'Office public de la langue bretonne