Pellgargañ ar gerioù kar a-brez-herr herr herrder herrek herrus
herr
"herr", "herrder" g.
Herr bras a sav war gas an dour.
lakaat herr er c'hoari
lakaat herr en abadenn
lakaat herr en
herr
marc'h war e herr
A-benn ur pennadig e krogas ar volz iskis-se da zislivañ a-dammoù : treiñ a reas da vezañ mouk, ha damc’hlas evel ul lutig dare da vervel, met kerkent-all e flamminas adarre, gell-alaouret an dro-mañ gant bannoù a bep seurt liv hag a bep seurt stumm en he c’hreiz, gwech o vont en-dro evel skinoù ur rod karr, gwech strinket gant herr d’an nec’h, biroù tan o paouez bezañ diwareget, pe o kouezhañ goustadik er mor, hervez ma ra ar gwabriol e-kerz [e-kerzh] an hañv.
Ur wech hepken e c’hoarvezas gant Nikolaz Aleksandrovitch mont d’aveliñ e benn war zouar Bro-C’hall, da lavarout eo war ur sav-maen a ziwalle tu kleiz al lenn diouzh herr ha gourdrouz ar mor.
A-greiz-holl e tiredas un ofiserig herr warnañ hag eñ da vlejal ken ma vouboue gwer ar prenestroù.
Garv e oa ar vouezh-se, ha ken garv all an archerien, pikoloù kanfarded o dilhad glas-mor gant klaoutennoù arc’hant ouzh o skoaz, hag a rae dimp – un daou-c’hant bennak a dud – diskenn a-dizh eus kirri an tren alaman, ha raktal e voemp leviet gant herr war-du an ti-hent-houarn, rak bez’ oa a bep tu dimp ur regennad soudarded gant fuzuilhoù, baionetezennoù, sabrinier ha pistolennoù, evel pa vijemp bet holl, paotred, merc’hed ha bugale, ur bagad torfedourien da gas d’ar marv kerkent ha paket.
N'eus ket da dortañ ma ne fell ket din e stagfe ar c'hrogad ; ret eo terriñ o herr a-raok na vint degouezhet war an tu-enep, hag a-raok ma vint peuraet e gouez...
"Herr labour zo warni moarvat." "Emichañs." Tevel a ra un herradig ha sellout ouzhin.
A-benn ar fin out-te evel an olifanted. Gorrek out da loc'hañ met pa 'c'h eus kemeret da herr, n'eus den evit da ziarbenn.