Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Buan. Redet en doa re herr. Mont herroc'h. 2. Trl. HERRAÑ MA C'HALL : kement ha ma c'hall. Hag eñ strakal en e zaouarn herrañ ma c'halle.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

Poaniañ a rae herrañ ma c'helle war ar vicher-se gant an esper e kavje ur wech bennak da doullañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p11

Ha ni da labourat herrañ ma c'hellemp.

1944
Daveenn : EURW.1 p61

An itron hag he mab a oar gallegañ reizh. Goude, lakizien a hent ac’hanomp d’hor c’hambroù. Me am eus unan goant-tre, ur prenestr o skeiñ war ar park, eben war borzh ar marchosioù. Klevout a ran ac’hano mouezhioù ar vevelien o « vrezhonegañ » herrañ ma c’hellont.

1944
Daveenn : EURW.1 p.119

Ha lavarout a rae : O moereb ! herroc’h-herrañ dre ma dostae Job ouzh ar penn all d’an ti.

1944
Daveenn : ATST p.32

Lom a reas an herrañ ma c’hellas !

1944
Daveenn : ATST p.95

Ofis publik ar brezhoneg