Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[1732, 1877, 1909, 1923, 1927, 2015] War-eeun, gant tizh bras. [1732] En em strinkañ a-benn-herr. [1877] Evelato strafuilhet-holl, hag aet er-maez anezho o-unan, e teujont a-benn-herr hag a-strob war ar soudarded [...]. [2015] [...] e tileze e gouvidi a-greiz-holl hag e tistroe da Londrez a-benn-herr evit bezañ sur ne oa ket bet stoket ouzh an nor hag e oa c'hoazh al livadur en e blas. [2015] Emaomp o vont a-benn-herr war-zu an ifern bremañ.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

em strinkañ a-benn-herr, a-herr, gant herr

1732
Daveenn : GReg pg (s') élancer (se lancer, se jetter)

Evelato strafuilhet-holl, hag aet er-maez anezho o-unan, e teujont a-benn-herr hag a-strob war ar soudarded ; lod a voe gwall-lakaet adarre, mes kalz a c’hellas tec’het, hemañ e dad gantañ ouc’h e gein, hennezh e c’hoar, egile un amezeg.

1877
Daveenn : EKG.I. p.167-168

— War-sav hag a-raok, paotred Breizh ! A-benn-herr war an dispac’herien ! Skoit gant o freier ha gant o filc'hier startañ ma c’hellfet !

1877
Daveenn : EKG.I. p.282

Dastum a reas en-dro dezhañ ar soudarded chomet e buhez ; gourc’hemenniñ a reas dezho en em deuler warnomp, a-benn-herr, o baionetez e beg o fuzuilh, bezañ didruez ouc’h an holl, ha diskar d’an douar muiañ ma c’helljent, kozh ha yaouank, gwazed ha merc’hed ; hag ar pezh en doa gourc’hemennet a voe graet en un taol.

1877
Daveenn : EKG.I. p.270

Mes ar porzh a zo ur porzh kloz, ha n’oan evit mont er-maez anezhañ nemet dre zor an ti a welen digor. Amañ n’oa ket da varc’hata, klevet a raen o tiridignat armoù ar soudarded a rede war va lerc’h ; mont a ris a-benn-herr en ti.

1878
Daveenn : EKG.II p.137

a-benn-herr

1909
Daveenn : BROU p. 235 (tout droit et avec impétuosité)

Ar re war varc’h, o kas war-raok a-benn-herr eeun dirazo, a dizhas, ne voe ket pell, al lec’h ma tastum ar stêr hec’h holl zourioù en un naoziad, ha hi peurzieub a enezennoù, diharz-kaer d’ar sellerien da welout an holl red-dour en e led eus an eil glann d’eben.

1923
Daveenn : SKET p.135

a-benn-herr

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a-benn

Bevañ a ra atav er mare ma oa ur post en amaezh foran evel ul lec'h er Baradoz mui-pe-vui ha ne fell ket dezhi degemer da wir emaomp o vont a-benn-herr war-zu an ifern bremañ.

2015
Daveenn : EHPEA p381

Ha neoazh, aon en doa. A-wechoù, p'en em gave en e genkiz bras en Nottinghamshire, o tegemer ar baotred yaouank kran eus e renk a oa e gompagnuned pennañ hag o sebezañ ar gontelezh a-bezh gant moed gadal ha splannded dispar e zoare bevañ, e tileze e gouvidi a-greiz-holl hag e tistroe da Londrez a-benn-herr evit bezañ sur ne oa ket bet stoket ouzh an nor hag e oa c'hoazh al livadur en e blas.

2015
Daveenn : POLDG p. 223

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial