Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Perzh ub., udb. zo herr gantañ. Un dañsig war he fouezig hep tizh nag herrder. HS. herregezh. 2. (db. an tan) Gwrez vras. Eno e oa bernioù glaou, herrder ganto. HS. fo. 3. Gred. En em reiñ d'ar bedenn gant herrder. HS. intampi.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

Ha me tostaat ouc’h an tan, treiñ ha distreiñ outañ a-dreñv, a-raok hag a-gostez. Ne voen ket pell evit bezañ sec’h, rak eno e oa bernioù glaou, herrder ganto, evel n’oc’h eus gwelet biskoazh.

1878
Daveenn : EKG.II p.31

kevezata ouzh u.b. evit an herrder hag ar skañvder

1924
Daveenn : SKET.II p.121 « Geriadurig », "Rivaliser (dans des luttes répétées) de vitesse et de légèreté avec qlqun".

En em gejet er bagadoù kirvi gell a bep rumm, e kevezate outo en herrder hag e skañvder, hag, o vont dre grec’hioù ha traoñioù, e rede en o ser an enezenn a-bezh (2).

1924
Daveenn : SKET.II p.18

"herr", "herrder" g.

1924
Daveenn : SKET.II p.131 « Geriadurig », "Rapidité".

ment herrder diwar gogn

1931
Daveenn : VALL pg (distance) angulaire

herrder

1931
Daveenn : VALL pg ardeur (au fig.)

herrder diwar gogn

1931
Daveenn : VALL pg (distance) angulaire

herrder gounezet

1931
Daveenn : VALL pg (vitesse) acquis(e)

herrder pred-mañ-pred

1931
Daveenn : VALL pg (vitesse) acquis(e)

Ganet on bet, evel holl vugale ma remzi, diouzh kerent furmet o mennozhioù war skouer re ar C'hallaoued, ha da natur-te eo he deus digabestret ma spered, ha roet din blaz kentañ amzer-dremenet ma hendadoù, un tamm eus o herrder, eus o c'harantez-vro, eus o barzhoniezh.

1944
Daveenn : EURW.1 p15

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial