1. Diaez spered en abeg d'ar mall zo d'ober udb., da welet ub.
Gortozet en deus gant hiraezh ho tonedigezh.
&
Trl.
Kaout hiraezh : kavout hir e amzer.
Hiraezh am ho ken na zistroin.
&
Kaout hiraezh d'ober udb. : kaout c'hoant bras, mall d'e ober.
Hiraezh en doa a-bell-kent d'en devout mignoned. Hiraezh am boa d'e welet.
&
Kaout hiraezh d'ub., d'udb. : e c'hortoz gant mall.
Hiraezh en doa d'an deiz ma vije digabestr.
DHS. hast, mall.
HS. hirnez.
2. Diaez spered en abeg d'udb. na c'haller ket ober ken, d'un diouer, d'ub. diank.
Hiraezh en deus ouzh he c'huitaat. Hiraezh a save gantañ d'ar wreg en doa gwelet.
DHS. keuz, melkoni.
Référence :
GReg
pg ennui (causé par quelque retardement)
hiraezh
hirrez
1732
Référence :
GReg
pg ennui (causé par quelque retardement)
hirrez vras en deus d'ho kwelout
hirrez vrâz en deûz d'hô kwélout
1850
Référence :
GON.II
pg hirrez
hiraezh
hirrec'h
1850
Référence :
GON.II
pg hirrez
hiraezh
hirrez
1850
Référence :
GON.II
pg hirnez, hirrez
"hiraezh" g.
"hiraez" g.
1924
Référence :
SKET.II
p.131 « Geriadurig », "Impression résultant de l’absence, de la privation ; impatience, mélancolie".
En em voaz da drec’hiñ ennout pep semplaenn, pep brouezenn, pep sebezenn, pep krogad diegi, pep skuizhder, pep hiraezh, pep gourvenn, pep erez, pep kammdrivliad da galon, pep fallaenn da ene, pep treuzkammed da spered.
En em voaz da drec’hi ennout pep semplaënn, pep brouezenn, pep sebezenn, pep krogad-diegi, pep skuizder, pep hiraez, pep gourvenn, pep erez, pep kamm-drivliad da galon, pep fallaënn da ene, pep treuz-kammed da spered.
1924
Référence :
SKET.II
p.31
Hag etre hiraezh an deiz o vont hag enkrez an noz o tont, e-kreiz ar c’heinvor digenvez, e klevas Vindosetlos ur vras a anken o voustrañ e galon, rak seul roeñvadenn a rae, e pellae diouzh an dud a gare, hag an arvest edo o paouez gwelout a oa gantañ evel un diougan a varv.
Hag etre hiraez an deiz o vont hag enkrez an noz o tont, e-kreiz ar c’heinvor digenvez, e klevas Vindosêtlos eur vras a anken o voustra e galon, rak seul roenvadenn a rae, e pellae diouz an dud a gare, hag an arvest edo o paouez gwelout a oa gantan evel eun diougan a varo.
1924
Référence :
SKET.II
p.39
hiraezh
hiraez
1931
Référence :
VALL
pg attente
N'eo ket gant al langiz [sic, langis] e oa ar breur Arturo, gant an hiraezh, ar c'hleñved-se, a vez kemennet d'ar gloer yaouank disfiziout dioutañ, peogwir e sav diwar an Drouk-Spered.
1949
Référence :
SIZH
p.47
Dit-te, gagn vrein, hor boa hiraezh, / Met deut a-benn omp da'z tiraez.
Dit-te, gagn vrein, hor boa hiraez, / Met deut a-benn omp d'az tiraez.