Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

Adv. 1. ENT HIR, EZ HIR : en hevelep doare ma'z eo hir. Displeget eo bet an degouezh ez hir dezho. & Trl. Heskennat prenn ent hir : o vont diouzh e hed. 2. (kenstrollet laosk gant un ag.) Ent hir. Gouzouget hir : dezhañ ur gouzoug hir. Blev rodellet-hir : hir ar rodelloù anezhañ. [1867] Diouzhtu e voe ar vlej war al loen blevek-hir. 3. (en egor, en amzer ; en e zerez-uheloc'h) Pelloc'h. N'eo ket aet hiroc'h eget ar puñs. Hep daleañ hiroc'h. Chomet e vije eizhtez hiroc'h. D. (en e zerez-uhelañ) Pellañ. Kerzhet a reas hirañ ma c'hallas. 4. Tr. adv. D'AN HIRAÑ, DA HIRAÑ : d'ar muiañ. Warc'hoazh, pe antronoz d'an hirañ, ne chomo mui tamm. [1877] [...] en ur baeañ anezho an dekved, da hirañ, eus ar pezh a dalvezent. [1877] Eus a Lanzeon da vourk Gwinevez, n’eus ket pell, tri c’hardeur vale da hirañ. [1924] [...] n’oufed teurel un dared skañv gant an dorn noazh en tu-hont da 25 m d’an hirañ [...]. EVEZH. : kemm. blot. e deroù ar gerioù pa vez lec'hiet hir dirazo.

Exemples historiques : 
20
Masquer la liste des exemples

An azen, deuet e dro, a lavar evel-henn : "Ned eus ket pell, soñj am eus, ur wech, en ur dremen, Dre ur prad glas a oa, me 'gav din, d'ur manac'h, An naon, ar geot flour ha, m'en diskuilh hep nac'h, Dre ali Paol gornek o sutal em fenn sot, e peurjon er prad-se ledander va zeod. Me n'edon ket em zra, evit lavaret gwir. Diouzhtu e voe ar vlej war al loen blevek-hir. Ur bleiz, den a studi, a ziskouezas displeg e oa deuet ar c'hleñved diwar ar skouarneg, hag e tleit, 'mezañ, sevel hed e livenn Al loen-se divalo, rognek-fall, diskroc'hen. Laerezh tra e nesañ, ne oa gwashoc'h torfed ! Nemet dre ar marv ne vije ket gwalc'het ; ur vezh e oa e welet : d'ar bed-holl evit skouer 'Oa ret e vije roet. Lazhet e voe ar c'houer.

1867
Référence : MGK p26

Ar re-se [a] oa an dud o doa c’hoant d’en em ruilh er pec’hedoù hudur ha da heuliañ c’hoantegezhioù fall o c’halon, pe d’en em binvidikaat diwar-goust an ilizoù, ar c’houentoù hag an noblañsoù, en u[l] laerezh o leveoù, pe en ur ober an neuz d’o frenañ en ur baeañ anezho an dekved, da hirañ, eus ar pezh a dalvezent.

1877
Référence : EKG.I. pp.43-44

War gement-se, en ur grenañ evelato, Erwanig a gasas e gorn bara d’an hini a c’houlenne e tal an nor. Ne dostae ket re, astenn a rae e zorn hirrañ ma c’helle.

1877
Référence : EKG.I. p.150

N’oant ket evit mont betek ennañ, rak re zon e oa an dour ; n’oant evit hen tizhout, rak re hir edo dioc’h outo.

1877
Référence : EKG.I. p.305

Diouzh ar mintin e oamp bet betek Milin-ar-Stank ouzh hen diambroug, ha bremañ hor beus c’hoant da vont d’hen ambroug hirañ ma c’hellimp.

1877
Référence : EKG.I. p.289

Mat, va soñj eo distreiñ d’am c’houent ; re hir on chomet da zibriñ eus ho para.

1877
Référence : EKG.I. p.50

Eus a Lanzeon da vourk Gwinevez, n’eus ket pell, tri c’hardeur vale da hirañ.

1877
Référence : EKG.I. p.252

Ho taou benn-[g]lin a zo re hir an eil diouc’h egile, ret eo o zostaat.

1878
Référence : EKG.II p.295

Ar c’here a dostaas ouc’h ar c’hrouadur, a yoa dinec’h o vrañskellat war an draf, ur foet blañsonet-kroaz gantañ en-dro d’e c’houzoug, hag eñ touchennet-hir, evel ma tere ouc’h pep paotr-saout a ra mat e vicher.

1878
Référence : EKG.II p.157

Ar re all o deus c’hoant da vevañ an hirañ ar gwellañ, hag hemañ en deus c’hoant da vervel div eur kentoc’h evit gellout mervel d’ar memes eur gant e Zoue !...

1878
Référence : EKG.II p.293

hiroc'h e tal[v] yec'hed negit danvez

1909
Référence : BROU p. 252 (plus vaut santé que richesse)

da hirañ

1909
Référence : BROU p. 252 (tout au plus)

Enket en ur c’hognad eus an enezenn, goude un taer a stourmad, ne voe ket hir ma voent lazhet holl, an daouzek a oa anezho, gant o rener.

1923
Référence : SKET p.135

Nemet, kent dezhi kimiadiñ da viken ha steuziañ ouzh o selloù e-kreiz an noz, e-keit ha ma klaskent, en o sav o-daou dirak o zi, he gwelout an hirañ ma c’hellent, he gweljont o chom a-sav, o talmeta gant he daouarn he gouriz nevez hag ar gourgleze stag outañ ; hag e lavaras : [...].

1923
Référence : SKET p.106

Anat diwar arnodennoù graet e 1862 e mirdi « Saint-Germain », pa n’oufed teurel un dared skañv gant an dorn noazh en tu-hont da 25 m d’an hirañ, e c’heller tizhout betek 65 m dre ober war-bouez al lêrenn-vannañ.

1924
Référence : SKET.II p.19, notenn (1)

Ne veze ket kaset an holl vugale d'ar skol, pell ac'hano... Mar boamp tri-ugent, e oa d'an hirañ.

1944
Référence : EURW.1 p20

Ar voereb. — « Kendalc’hit ! » Job. — « Gant an istor ? » Ar voereb. — « Istor an teñzor. » Job ha Lom a chomas berr. Ne ouient ket hiroc’h eus istor an teñzor. Klask a rejont un dra bennak da lavarout : emichañs e teuio ar voereb da gousket.

1944
Référence : ATST p.47

N'eo ket evit mont hiroc'h. E c'hourlañchenn ez eus ur voullienn [sic, voulienn] enni.

1949
Référence : SIZH p.60

Un azen yaouank e oa, ha ken hir, ken fonnus, ken start e trompilhas e joa-bevañ : madelezh ar peuriñ, ha levenez heol an abardaez e natur Doue, ma voe stad en iliz kozh moredet en he zeñvalijenn.

1949
Référence : SIZH p.37

Harpet war barlenn ar prenestr, tennañ a ra hir ar c’hrennard war e anal. N’emañ ket en e aes [aez].

1949
Référence : SIZH p.39

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux