Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Doar./Stn. A. (en egor) 1. Brasoc'h e hed eget hini an darn vrasañ eus e seurt, pe hini traoù all zo en e gichen. Un daol hir. E vragoù zo re hir. Ar biz hirañ : biz kreiz an dorn. & [1954] [...] ha frouezh ’ta, Va Doue, kaeroc’h-kaerañ, ha dreist-holl rezin ken tev ha ken hir ar greun anezho ha va biz-meud. & Trl. skeud. Bezañ hir e fri : bezañ ranell. & Bezañ re hir e deod : komz re. & Bezañ hir e vrec'h, hiroc'h e vrec'h eget e vañch : kaout levezon. & Falc'hat a-dro-hir : o luskañ ar falc'h pellañ ma c'haller. 2. (db. an dud) A vent uheloc'h eget an darn vrasañ. Hennezh zo hir ha moan. ES. berr, krenn. B. (en amzer) A bad pell. Ur vuhez hir, ur c'hleñved hir. Hiroc'h e vez an deiz en hañv. [1878] An Itron Le Guen de Kerneizon e deus bevet ivez betek ar gozhni an hirañ. [1954] Den ne gave re hir oferenn-bred ar gouelioù-berz pa veze « Ann-Mari » o kanañ hec'h-unan evel un aelig Doue e-tal an armolud. & (dirak un ak.) Ul labour a hir amzer : ret gouestlañ kalz amzer dezhañ. Lavaret hir bedennoù. & Trl. kv. Hir evel un devezh mediñ : hir-meurbet, ken skuizhus ma'z eo. II. Doar. (db. an amzer) A bad pell, re bell. Hir e oa an amzer dezhañ : ne dremene ket buan a-walc'h. & Trl. Kavout hir e amzer : enoeiñ. [1954] Hogen, kammed ne gaven re hir an amzer er salioù ma veze diskouezet enno an traoù adkavet e Pompeï hag Herkulanum. III. Stn. Dre ast. 1. (db. an diedoù) Re a zour ennañ. Kafe hir. & Trl. Sistr hir : lakaet dour ennañ. 2. (db. ar c'hevredigezhioù) Dezho un niver bras a izili. Familhoù hir. 3. (db. al lec'hioù ; en e zerez-uheloc'h, dirak un ak.) Pell. Mont a rejont da glask hiroc'h broioù. IV. Rag. am. 1. (en e zerez-uheloc'h) Muioc'h. Da c'hortoz gouzout hiroc'h : kaout disklêriadurioù klokoc'h. Ne'm boa ket goulennet hiroc'h. 2. (en e zerez-uhelañ) Muiañ. An hirañ o deus bet evit ar moc'h eo eizh lur al lur. V. Tr. ar. DRE HIR. 1. ( dirak un ak.) Dre hir amzer : gorrek, gant poan. Mervel dre hir amzer. Dre hir basianted. [1954] Dre hir gortoz e teuas a-benn ar fin an deiz ma tigorjont dirazon dor-dal an « Dépôt » evit ar wech diwezhañ, ha me da Briel an eil warn-ugent a viz C’hwevrer, 1911. 2. (dirak un av.) Dre forzh. Dre hir delc'her da labourat ez echui dizale. Dre hir c'hortoz en deus kollet spi.

Exemples historiques : 
88
Masquer la liste des exemples

blev hir

1499
Référence : LVBCA p38, 98 (longs cheueux, rigot [perruque, chignon])

hir

1499
Référence : LVBCA p98 (long)

hir

1499
Référence : LVBCA p98 ('long')

hir

1659
Référence : LDJM.1 pg long, longuement

hent hir

1659
Référence : LDJM.1 pg (long) chemin

hirañ ma c'haller sellet

1699
Référence : Har. pg gallout, hir, ma, sellet (à perte de vüe)

ez hir

1732
Référence : GReg pg amplement

ur chadennad hir a diez war bord ar ru

1732
Référence : GReg pg file (Une file de maison [sic])

barv hir

1732
Référence : GReg pg barbe (longue)

ken hir hag ar vrec'h

1732
Référence : GReg pg (long comme le) bras

kleze hir

1732
Référence : GReg pg brette (longue épée, qui sert en combat singulier)

ur pennad-blev hir

1732
Référence : GReg pg (longue) chevelure

blev hir

1732
Référence : GReg pg (longue) chevelure

ur strollad hir a diez war ar ru

1732
Référence : GReg pg file (Une file de maison [sic])

ur renkad hir a diez

1732
Référence : GReg pg file (Une file de maison [sic])

re hirr

1732
Référence : GReg pg diffus (use)

hoel hir

1732
Référence : GReg pg age

kanton, pe en hini an hirañ deizioù en hañv a bad bede ur serten eur

1732
Référence : GReg pg climat (espace de terre, où les plus grands jours d'été vont jusqu'à une certaine heure)

Hir eo e varv.

1850
Référence : GON.II pg barô (Il a la barbe longue).

Ken hir eo e zivskouarn evel re un azen.

1850
Référence : GON.II pg azen (Ses oreilles sont aussi longues que celles d'un âne).

Chetu ur goloenn hir-bras.

1850
Référence : GON.II pg kôlô (Voici une paille bien longue).

Un daskor gwall hir en deus bet.

1850
Référence : GON.II pg daskor, dakor (Il a eu un fort long vomissement).

Hir eo bet e fallaenn.

1850
Référence : GON.II pg fallaen (Son évanouissement a été long).

Divesker hir hoc'h eus.

1850
Référence : GON.II pg gâr, garr (Vous avez de longues jambes).

N'eo ket hir a-walc'h ar geot evit e droc'hañ.

1850
Référence : GON.II pg géot, iéot (l'herbe n'est pas assez longue pour être coupée).

an hirañ deiz hag ar berrañ noz

1850
Référence : GON.II.HV pg gorzav ou gour-zaô-ann-héol ([traduction de l'expression galloise servant à désigner] le solstice d'été).

Kemerit ur walenn hir da ziskarañ ar c'hraoñ.

1850
Référence : GON.II pg gwalen (Prenez une longue gaule pour abattre les noix).

Re hir eo ho sae.

1850
Référence : GON.II pg hîr ou hirr (Votre habit est trop long).

Ur barv hir en doa.

1850
Référence : GON.II pg hîr ou hirr (il avait une longue barbe).

hir

1850
Référence : GON.II pg hîr ou hirr (long), pg hirr (voyez "hîr"). .

hir

1850
Référence : GON.II p.13 (long), pg hîr ou hirr (long), hirder, hirded, hirra, hirraat, hirroc'h

hiroc'h

1850
Référence : GON.II pg hîr ou hirr (au comparatif, plus long), hirroc'h (voyez "hîr").

Hiroc'h e vezo an deiz ar miz a zeu.

1850
Référence : GON.II pg hîr ou hirr (le jour sera plus long le mois prochain).

hirañ

1850
Référence : GON.II pg hîr ou hirr (au superlatif, le plus long), pg hirra (voyez "hîr")..

Roit an hirañ din.

1850
Référence : GON.II pg hîr ou hirr (donnez-moi le plus long).

an abardaezioù a zo hir bremañ

1850
Référence : GON.II pg abardaez

aba ma eo hir an deiz

1850
Référence : GON.II pg aba

Goude aotrounez vras, krinet ganto o fri, A deuas pep eil tro, diouzh ma oa hir o dent, Da ziskargañ o gor : holl emezo 'oant sent : an tigred, ar bleizi, bete'ar c'hozh chas bihan A dlee d'ar Baradoz mont diwar hanter vann.

1867
Référence : MGK p25

an eil tra a ziskouez : e vez lakaet an den Alies en ti-barn du pe wenn Diouzh an arc'hant a vez o son[iñ] en e c'hodell, Dioc'h ma vez hir e zent, uhel ha kre e gerniel.

1867
Référence : MGK p26

Kan al labousig a zo berr, me 'oar 'vat, n'eo ket hir kennebeut ar Bater : hogen n'eo ket ul labous eo an den, ha marvailhoù n'int ket Paterioù.

1867
Référence : MGK Rakskrid VII

Mes ar falc’h n’oa ket lezet evel ma vez pa’z eer da falc’hat ar foenn d’ar foennog ; troet e oa he lagadenn dezhi, hag evel-se ec’h en em gave al lamenn a-eeun gant an troad ; heñvel e oa ouc’h un heskenn-brad, nemet m’oa hiroc’h ha pounneroc’h.

1877
Référence : EKG.I. p.273

Er pardonioù-se, ne glevit nemet sermonioù hir, inouus, mat da vantriñ ho spered ha da lakaat ac’hanoc’h da goll ho penn dre ho diskianterezh.

1877
Référence : EKG.I. p.175

Lezer a ris anezhi da riklañ goustadik er puñs : mes pa gouezhas er foñs e oa ret dezhi da nebeutañ tri zroatad evit tizhout an nec’h. Ha me diaes va fenn o welet n’oa ket hir a-walc’h va skeul.

1878
Référence : EKG.II p.50

An Itron Le Guen de Kerneizon e deus bevet ivez betek ar gozhni an hirañ.

1878
Référence : EKG.II p.233

An arvest ne voe ket hir ! un taol-lagad a zizoloas d’ar c’habiten goueled kalon ar c’here.

1878
Référence : EKG.II p.150

Pa’z eo gwir o deus c’hoant an holl da vont, tennomp plouz berr, hag an hini en devezo ar blouzenn verrañ pe hirañ, hervez ma vezimp en em glevet a-raok, hennezh a yelo en hent.

1878
Référence : EKG.II p.111

hirañ ma tal[v] eo pevar real

1909
Référence : BROU p. 252 (le plus qu'il vaut c'est ur franc)

d'an hirañ

1909
Référence : BROU p. 252

frank ha hir eo da sae

1909
Référence : BROU p. 239

Ne weled ket eus an evadegoù-se ma ev an den enno, diezhomm ha disec’hed, ma tiskianta diwar re-gofad, ma ruilh e-kreiz uloc’h ha pri, o tiskenn izeloc’h eget loened-mut ; n’oa ket eus ar banvezioù hir-didermen m’en em stanka enno kengouvidi diemzalc’h, ez varlonk ha lous evel moc’h dirak laouiri pourveziet-leun ; nag eus an abadennoù-se dibaouez c’hoari diñsoù pe wezboell, ma kas enno didalvez-kaer gwazed kadarn, kreñv ha meizek, ar pep gwellañ eus o amzer.

1923
Référence : SKET p.69

An hirañ hag an diaesañ jediñ

1923
Référence : SKET p.182, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Les calculs les plus longs et les plus difficiles".

Hogen n'emañ ket ar mare nag al lec'h da vont d'an ergerzhadenn-se dre hir gomzoù.

1923
Référence : SKET p.20

An nammoù-korf, ar c’hleñvedoù hir ha poanius, ar marvoù trumm pe re brim n’oa ket anv anezho kennebeut-all gant an nav rummad gwenvidik.

1923
Référence : SKET p.69

Gant bleud gwinizh, goell bier ha holen e rae dezhañ kouignoù hir ha re grenn.

1924
Référence : SKET.II p.16

Ha kaer en devoa sellet en-dro dezhañ, den ne wele ; ne wele nemet skeudenn hir-hir an hoper.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.948 (Mae 1924)

Anez da se ?… Bara, na kig na krampouezh ne vo ket war blankenn e di, hag en tier an dud a vor peurvuiañ enne a-leizh a vugale, hir ha lemm o dent.

1925
Référence : BILZ2 p.104

biz hirañ

1927
Référence : GERI.Ern pg biz

ne voe ket hir an abadenn

1931
Référence : VALL pg (l')affaire (ne fut pas longue ; nuance ironique)

Hir-tre int a-wechoù, o fenn serzh-kenañ alies (betek 30%) hag o dinaou o vont war zigreskiñ kalzik goude-se.

1943
Référence : TNKN p61

Diouzh Kingstown da [z]Dublin ez eus ur straed hir-hir ; kêrbenn Iwerzhon gant 200.000 annezer, a zo unan eus ar c'haerañ.

1944
Référence : EURW.1 p.175

An hini a zo pignet war dosenn Sant-Weltaz a zo evel ur moraer e beg ur wern, a zizolo ur mor divent ; ac'halen e tizolo an arvester ur c'helc'hva douar mezevennus, ken hir ma'z eo war ar pevar avel.

1944
Référence : EURW.1 p16

Betek eno ne raen ket a wad fall : ur veaj evel un all e oa houmañ din, an hent a oa hir, al laboused a gane er c'hleuzioù, tud a laboure er parkoù, kêr Wengamp a oa brav da welout gant he renkennadoù tier a dri estaj...

1944
Référence : EURW.1 p30

C'hwerv e kaven ma boued, hir an amzer, trist e vezen dre-holl, o soñjal e oan bountet en ur prizon, kalet e kaven klevout ar mestroù o c'hourdrouz hep paouez, oc'h hegal, o kastizañ, gant o daoulagad warnoc'h noz-deiz.

1944
Référence : EURW.1 p35

Hag e krogis da sevel, dre guzh, e-pad studioù hir an abardaez, rimadelloù ha kontadennoù brezhonek, a lennen e-barzh ar porzh, hag e-pad ar baleadegoù, d'am c'hendiskibien.

1944
Référence : EURW.1 p42

Setu ni 'ta bodet e Gwengamp, pirc'hirined an arondisamant, ha berniet e-barzh un tren hir-hir, dre barrozioù, gant hor beleien en hor penn.

1944
Référence : EURW.1 p76

Ur gambrad hir ha frank, leun a voged butun, a c’hwez louarn, a flaer pounner.

1944
Référence : EURW.1 p.192

Lukaz a oa azezet war bord ar stêr vras, e-touez ar geot hir hag ar c’hegid, ha ne zistage ket e sell a-ziwar ar bont spoue ken kaz e vije deuet ur pesk bennak da bismigañ ar vuzhugenn ha d’he lonkañ evit e vrasañ damant.

1944
Référence : ATST p.12

Ha, ma kleve un trouz bennak, e oa klemmoù hir an avel e gwez avaloù al liorzh, hag ar gaouenn gant he galvadennoù melkonius e koadoù Troboa.

1944
Référence : ATST p.54

En e waremm, gourvezet er foz dindan ar raden hir, Job a c’hortoze, gant e falz nevez c’houlazhet en e gichen.

1944
Référence : ATST p.71

A ! re hir eo bet e fri, ha kalz re hir e deod !…

1944
Référence : ATST p.117

Ar marichal en doa keuz da vezañ bet re hir e fri. Ne fiche ket. — « Alo ! marichal, ma ne gredit ket mont, me a yelo en ho plas, » a lavaras unan.

1944
Référence : ATST p.117

Nemet, na petra ! Te a zo bet re hir da fri, dalc'hmat.

1949
Référence : SIZH p.62

Ha troc'hañ a reas hent a rampadennoù bras davet an iliz, hed-ha-hed trepasioù hir louet ar manati.

1949
Référence : SIZH p.44

Dre hir gortoz e teuas a-benn ar fin an deiz ma tigorjont dirazon dor-dal an « Dépôt » evit ar wech diwezhañ, ha me da Briel an eil warn-ugent a viz C’hwevrer, 1911.

1954
Référence : VAZA p. 189

Darn a lavaro : bara sec’h er gêr a zo gwelloc’h eget gwadegennoù e-maez ar vro, met degemeret e voemp eno evel rouanez : kentveuzioù a-vil-vern, kig, pesked ha keuz, gwestell e-leizh, gwin ha likur pep hini ’vel ma kare ha kement ha ma kare, ha frouezh ’ta, Va Doue, kaeroc’h-kaerañ, ha dreist-holl rezin ken tev ha ken hir ar greun anezho ha va biz-meud.

1954
Référence : VAZA p.89

Hogen, arabat eo din chom da dermal, anez-se e vefe al levr-mañ hiroc’h c’hoazh eget lost ki Bastiou a dape eus Landreger betek an Trev.

1954
Référence : VAZA p.120

Kanaam – ne ouie den anv all ebet dezhañ – a oa ur c’hozhiad berr berr e zivhar ha ken hir all e zivrec’h, dalc’hmat diarc’hen, truilhennek ha lous evel n’hoc’h eus gwelet biskoazh.

1954
Référence : VAZA p.119

Hogen, kammed ne gaven re hir an amzer er salioù ma veze diskouezet enno an traoù adkavet e Pompeï hag Herkulanum.

1954
Référence : VAZA p.140-141

Fent a reas din bepred, rak bez’ oa an deiz-se war e benn ur mailh tog-houarn arc’hantet ha stag outañ ur glipenn blu ruz-tan hir-hir : « Ac’hanta ma ! a soñjen, ret-mat e vo da hemañ lemel e dog brav, anez-se e ranko kerzhout war e grabanoù pa fello dezhañ diskenn a-ziwar ar pont da vont diwar skouer ar rouanez all betek kambr ar c’haoterioù ».

1954
Référence : VAZA p.169

Den ne gave re hir oferenn-bred ar gouelioù-berz pa veze « Ann-Mari » o kanañ hec'h-unan evel un aelig Doue e-tal an armolud.

1954
Référence : VAZA p.15

Bez' e veze en e gerc'henn ur pezh kolier lem-laka, dek meudad dezhañ, ha war e benn un tog, foñs hir gant ur bern seizennoù ruz, glas, ha me oar o tivilhañ hag o fraoñval a-youl ar pevar avel.

1954
Référence : VAZA p.21

Ur bloaz goude e fellas d'am strollad c'hoari en ostaleri va zad ur pezh hiroc'h, tri pe bevar arvest war a gredan, skrivet ganin-me c'hoazh ur wech.

1954
Référence : VAZA p.25

Fañch 'vat, ur pezh foeltrenn den anezhañ hag eñ ken treut hag un sklisenn wintet war bikoloù skasoù, divhar hiroc’h ha moanoc’h eget re ur c’hog-radenn [sic "ur c'hog-raden"], a veze marteze re dechet da c’hoari anezhi.

1954
Référence : VAZA p.28

Yaouankik on ha n'eo ket hir / Ma skiant-prenet, evit gwir ; / Ur ger, avat, diwar ma fed, / A lârin daoust ha ma 'z eo pred / Deoc'h prim ac'hann redek da guzh / Pa gerzh an amzer ha pa uz.

1960
Référence : PETO p.59

Va-unan, gant ar prez-labour, ne 'm boa ket a dro da gavout hir an amzer.

1985
Référence : DGBD p194

Ar penn-devezh goude kreisteiz a vez kavet an hirañ.

1985
Référence : DGBD p11

Deoc'h-c'hwi da soñjal ivez e rank an obererezh bezañ hir a-walc'h evit m'o defe amzer da zont betek ennoc'h ha goude-se da vont war o c'hiz betek ar gêr vras tostañ evit sevel o fennad-skrid...

2015
Référence : DISENT p131

Hir-spontus e veze ar goañvezhioù.

2023
Référence : DREAM p.18

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne