hir
hent hir
re hirr
Ne weled ket eus an evadegoù-se ma ev an den enno, diezhomm ha disec’hed, ma tiskianta diwar re-gofad, ma ruilh e-kreiz uloc’h ha pri, o tiskenn izeloc’h eget loened-mut ; n’oa ket eus ar banvezioù hir-didermen m’en em stanka enno kengouvidi diemzalc’h, ez varlonk ha lous evel moc’h dirak laouiri pourveziet-leun ; nag eus an abadennoù-se dibaouez c’hoari diñsoù pe wezboell, ma kas enno didalvez-kaer gwazed kadarn, kreñv ha meizek, ar pep gwellañ eus o amzer.
biz hirañ
ne voe ket hir an abadenn
Hir-tre int a-wechoù, o fenn serzh-kenañ alies (betek 30%) hag o dinaou o vont war zigreskiñ kalzik goude-se.
Ar marichal en doa keuz da vezañ bet re hir e fri. Ne fiche ket. — « Alo ! marichal, ma ne gredit ket mont, me a yelo en ho plas, » a lavaras unan.
A ! re hir eo bet e fri, ha kalz re hir e deod !…
Ha, ma kleve un trouz bennak, e oa klemmoù hir an avel e gwez avaloù al liorzh, hag ar gaouenn gant he galvadennoù melkonius e koadoù Troboa.
En e waremm, gourvezet er foz dindan ar raden hir, Job a c’hortoze, gant e falz nevez c’houlazhet en e gichen.
Ha troc'hañ a reas hent a rampadennoù bras davet an iliz, hed-ha-hed trepasioù hir louet ar manati.
Nemet, na petra ! Te a zo bet re hir da fri, dalc'hmat.
Fent a reas din bepred, rak bez’ oa an deiz-se war e benn ur mailh tog-houarn arc’hantet ha stag outañ ur glipenn blu ruz-tan hir-hir : « Ac’hanta ma ! a soñjen, ret-mat e vo da hemañ lemel e dog brav, anez-se e ranko kerzhout war e grabanoù pa fello dezhañ diskenn a-ziwar ar pont da vont diwar skouer ar rouanez all betek kambr ar c’haoterioù ».
Hogen, kammed ne gaven re hir an amzer er salioù ma veze diskouezet enno an traoù adkavet e Pompeï hag Herkulanum.
Kanaam – ne ouie den anv all ebet dezhañ – a oa ur c’hozhiad berr berr e zivhar ha ken hir all e zivrec’h, dalc’hmat diarc’hen, truilhennek ha lous evel n’hoc’h eus gwelet biskoazh.
Bez' e veze en e gerc'henn ur pezh kolier lem-laka, dek meudad dezhañ, ha war e benn un tog, foñs hir gant ur bern seizennoù ruz, glas, ha me oar o tivilhañ hag o fraoñval a-youl ar pevar avel.
Ur bloaz goude e fellas d'am strollad c'hoari en ostaleri va zad ur pezh hiroc'h, tri pe bevar arvest war a gredan, skrivet ganin-me c'hoazh ur wech.
Fañch 'vat, ur pezh foeltrenn den anezhañ hag eñ ken treut hag un sklisenn wintet war bikoloù skasoù, divhar hiroc’h ha moanoc’h eget re ur c’hog-radenn [sic "ur c'hog-raden"], a veze marteze re dechet da c’hoari anezhi.
Darn a lavaro : bara sec’h er gêr a zo gwelloc’h eget gwadegennoù e-maez ar vro, met degemeret e voemp eno evel rouanez : kentveuzioù a-vil-vern, kig, pesked ha keuz, gwestell e-leizh, gwin ha likur pep hini ’vel ma kare ha kement ha ma kare, ha frouezh ’ta, Va Doue, kaeroc’h-kaerañ, ha dreist-holl rezin ken tev ha ken hir ar greun anezho ha va biz-meud.
Laouen e tle bezañ ul logodenn tapet ganti dre hir boanial tennañ e lost e-maez ar stign : heñvel dra a c’hoarias ganin an noz ma klevis un implijad o vannouzat : Les… voyageurs pour Lille, Verviers… Aix-La-Chapelle, Berlin, Varsovie, Moscou, en voituuuure !.
Hogen, e bro ebet, nag en Amerika, e Portugal, er C’hanada, nag e Norvegia pe Sveden, pe er Meksik, neblec’h ne oa dichañset din kejañ gant soudarded falloc’h gwisket eget hor brezelourien o bragoù ruz, un druez hepken sellout ouzh o mañchoù hir pe re verr, ouzh ar vantell o tivilhal en-dro dezho e-giz ur c’hozh sac’h dindan patatez, hag ouzh o botoù tachet, ken ledan ha ken pounner.
Va-unan, gant ar prez-labour, ne 'm boa ket a dro da gavout hir an amzer.
Ar penn-devezh goude kreisteiz a vez kavet an hirañ.
Deoc'h-c'hwi da soñjal ivez e rank an obererezh bezañ hir a-walc'h evit m'o defe amzer da zont betek ennoc'h ha goude-se da vont war o c'hiz betek ar gêr vras tostañ evit sevel o fennad-skrid...
Hir-spontus e veze ar goañvezhioù.