Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.b. 1. Hirder ur pennad amzer. An hirnezh amzer ho po da chom eno. & Trl. Dre hirnezh : dre hir amzer. An traoù a zeuas dre hirnez da vezañ kempennoc'h. Betek ma vo torret ho nerzh dre hirnez. 2. Diaez spered en abeg d'ar mall d'ober udb., da welet ub. Kavet hoc'h eus hirnezh ouzh hor gedal. II. B. Pennad hir a amzer, gwall bennad amzer. Un hirnezh eo mont eus a Gastell da Vrest. & Trl. Chom un hirnezh : chom pell-kenañ. Alies zoken e chome un hirnezh, a-raok envel den ebet.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

kaout enoe, doan, hirnezh

1732
Daveenn : GReg pg ennuier (s'ennuïer)

hirnezh

1732
Daveenn : GReg pg (longue) durée, ennui (causé par quelque retardement)

hirnezh amzer

1732
Daveenn : GReg pg (longue) durée

hirnezh

1850
Daveenn : GON.II pg hirnez

En em varreka da c’houzañv noz, arne, gouelec’h, hirnez, tommder, naon, sec’hed, skuizhder (3).

1924
Daveenn : SKET.II p.32

hirnezh

1924
Daveenn : SKET.II p.131 « Geriadurig », "Mélancolie, nostalgie, tristesse".

Un den yaouank e-unan a gav hir an amzer : ober a ra soñjoù du, an drouk-hirnezh a beg en e galon.

1944
Daveenn : EURW.1 p.88

[Iliz-veur] Landreger avat n'eus ken 75 metr etre dor an talbenn ha penn pellañ he chantele (keñveriañ gorread iliz-veur Kemper ouzh hini iliz-veur divent Amiens). Daoust da gement-se e oa bet un hirnezh d'he sevel.

2013
Daveenn : LLMM niv. 399, p.6

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial