1. Ardivink da dapout loened gouez bev pe varv.
Stignañ antelloù. Bleizi o doa paket en o antelloù.
2. Dre skeud.
[1931, 1960] Itrik pe kaozioù distaget evit touellañ ub.
[1931] Antelloù. [1960] Ha, tapet pa 'z out en antell, / Ne ri pell da bilpouz santel. [1960] Ha te eo, evel ur gouron, / Mabig tener, beleg santel / Kreñv ha dispont dirak antell / An Nasion, mamm ar spouron, / A zo deuet, kaerañ dlead, / Da reiñ skor d'ar c'hozh renead ?
HS. griped, las, logotaer (mekanik), stign.
Pakañ ez vev a reas, pe gant ar c’hrouglas, pe gant meur a zoare stignoù, antelloù, fozioù, gripedoù hag all, un niver loened gouez, pevarzroadeged, evned, loened-stlej, a fizias, goude, en e vreur Selvanos.
Paka ez veo a reas, pe gand ar c’hrouglas, pe gant meur a zoare stignou, antellou, foziou, gripedou hag all, eun niver loened gouez, pevarzroadeged, evned, loened-stlej, a fizias, goude, en e vreur Selvanos.
1923
Référence :
SKET
p.54-55
"antell" g.
1923
Référence :
SKET
p.155, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Piège".
Gwisket int e krec’hen an arzhed, ar c’hirvi hag ar bleizi a lazhont gant o saezhioù pe a bakont en o antelloù.
Gwisket int e krec’hen an arzed, ar c’hirvi hag ar bleizi a lazont gand o saeziou pe a bakont en o antellou.
[...] ha, p’o dije c’hoant kerent pe berc’henn ar vugale da zibriñ gad pe c’honifl, penaos stignañ antell pe las er [girzhier] dre belec’h e tremene an anevaled gouez.
[...] ha, p’o dije c’hoant kerent pe berc’hen ar vugale da zibri gad pe c’honifl, penôs stigna antell pe las er c’hirjer [sic] dre belec’h e tremene an anevaled gouez.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)
antelloù
antellou
1931
Référence :
VALL
pg arguments (captieux)
Ha te eo, evel ur gouron, / Mabig tener, beleg santel / Kreñv ha dispont dirak antell / An Nasion, mamm ar spouron, / A zo deuet, kaerañ dlead, / Da reiñ skor d'ar c'hozh renead ?
Ha te eo, evel eur gouron, / Mabig tener, beleg santel / Kreñv ha dispont dirak antell / An Nasion, mamm ar spouron, / A zo deuet, kaera dlead, / Da rei skor d'ar c'hoz renead ?
1960
Référence :
PETO
p81
Ha, tapet pa 'z out en antell, / Ne ri pell da bilpouz santel.