Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Ardivink da dapout loened gouez bev pe varv. Stignañ antelloù. Bleizi o doa paket en o antelloù. 2. Dre skeud. [1931, 1960] Itrik pe kaozioù distaget evit touellañ ub. [1931] Antelloù. [1960] Ha, tapet pa 'z out en antell, / Ne ri pell da bilpouz santel. [1960] Ha te eo, evel ur gouron, / Mabig tener, beleg santel / Kreñv ha dispont dirak antell / An Nasion, mamm ar spouron, / A zo deuet, kaerañ dlead, / Da reiñ skor d'ar c'hozh renead ? HS. griped, las, logotaer (mekanik), stign.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

Pakañ ez vev a reas, pe gant ar c’hrouglas, pe gant meur a zoare stignoù, antelloù, fozioù, gripedoù hag all, un niver loened gouez, pevarzroadeged, evned, loened-stlej, a fizias, goude, en e vreur Selvanos.

1923
Daveenn : SKET p.54-55

"antell" g.

1923
Daveenn : SKET p.155, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Piège".

Gwisket int e krec’hen an arzhed, ar c’hirvi hag ar bleizi a lazhont gant o saezhioù pe a bakont en o antelloù.

1924
Daveenn : SKET.II p.64

"antell" gg.

1924
Daveenn : SKET.II p.116 « Geriadurig », "Piège".

[...] ha, p’o dije c’hoant kerent pe berc’henn ar vugale da zibriñ gad pe c’honifl, penaos stignañ antell pe las er [girzhier] dre belec’h e tremene an anevaled gouez.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)

antelloù

1931
Daveenn : VALL pg arguments (captieux)

Ha te eo, evel ur gouron, / Mabig tener, beleg santel / Kreñv ha dispont dirak antell / An Nasion, mamm ar spouron, / A zo deuet, kaerañ dlead, / Da reiñ skor d'ar c'hozh renead ?

1960
Daveenn : PETO p81

Ha, tapet pa 'z out en antell, / Ne ri pell da bilpouz santel.

1960
Daveenn : PETO p72

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial