Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

RELIJ. [1499, 1732] Den kontet hervez lizheroù S. Yann er relijion gatolik da zont war ar bed pa teui ar fin anezhañ da stourm ouzh ar C'hrist hag an Iliz. [1732] An Antekrist. [1732] E Babilona e vezo an tron eus a ren an Antikrist. [1732] Ren an Antikrist a dle padout tri bloaz hanter.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

Antekrist

1499
Daveenn : LVBCA p24 (Jdem)

E Babilona e vezo an tron eus a ren an Antikrist.

1732
Daveenn : GReg pg Antechrist (L'Antechrist doit établir son trône dominant à Babylone.)

an Antichrist

1732
Daveenn : GReg pg Antechrist (l'homme de peché, le fils de perdition.)

an Antekrist

1732
Daveenn : GReg pg Antechrist (Van.)

Ren an Antikrist a dle padout tri bloaz hanter.

1732
Daveenn : GReg pg Antechrist

Etimologiezh

An daou stumm Antikrist ("anti" a-enep) hag Antekrist ("ante" a-raok) a gaver testeniakaet e galleg abaoe an XIIvet kd.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial