ar vag a zo stok oud ar c'hae
kae
(2) En Iwerzhon ar c’hae-tro savet e douar, ("lis" pe "rath"), a veze en e ziabarzh un ti-annez, kelc’hiek peurliesañ hag an adtiez anezhañ, anezho kel lies a savadennoù distag : 1) ur gegin (kelc’hiek) ; — 2) ur forn (kelc’hiek) ; — 3) ur c’hraou-deñved (kelc’hiek) ; — 4) ur c’hraou-moc’h (kelc’hiek) ; — 5) ur c’hraou-leueoù (pevarc’hognek) ; 6) ur c’harrdi (pevarc’hognek).
"kae" g.
« O ! me a zo bet martolod, e Brest, » emezañ, « ha va micher eno a oa kas an ofiserion eus al lestr d’ar c’hae gant ur vagig heñvel ouzh hoc’h hini. »
M’o divije dibabet ul lec’h all, n’eus forzh pehini all, da sankañ delwenn Ernest gozh, war ar c’hae da skouer, pe e traoñ al leur-gêr [leurgêr], kavet e vije bet abeg da gunujenniñ ha da dabutal un nebeudig, ha fin dre eno.
Unan ha kant tenn kanol, hervez m’eo dleet da bennrenerien stad, c’hwitelladennoù ar c’harter-mistri gwernerien war-c’hed a-us da skeulig a-dreñv ar Vérité, kan broadel Bro-C’hall ken ma tregerne an heklev ouzh kozh tiez kae Dukark, ha setu Fallières o lestrañ war vourzh, ouzh e heul ur jeneral hag ofiserien a renk uhel, hag evel-just ul lostennad lakizien, gant an Aotrou Lhéritier hag e dog foñs hir e penn-kentañ.
D'ar seizh a viz even, diouzh ar beure, e lavaren kenavo war gae gar Roazon, d'an nebeudig mignoned deuet d'am ambroug, hag e kemeren penn hent Bourdel, ar porzh loc'hañ.
Mots précédents
Mots suivants
kae