Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Gwechall 1. Pennwisk graet gant kroc'hen ul loen, blev hag all. 2. Ent strizh Pezh dilhad, anezhañ un doare pennwisk glas doublet gant danvez gwenn a veze gwisket gant bezhinaerien ar Vro-Bagan. 3. Rannyezh. Tog plouz. II. Bremañ Pennwisk tomm, feur pe c'hloan, a c'haller goleiñ an divskouarn gant al lodennoù kostez anezhañ.

Exemples historiques : 
5
Masquer la liste des exemples

Enkardiñ, nezañ, ober stamm a ouie ; ar vugale o devo loereier, kamizolennoù, kalabousennoù gloan tomm.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)

Dindan ar wezenn, pe harp outi, pa veze divalav an amzer, glav hag avel anezhi, ar wazed eno a deue suroa pe galabousenn war o fenn, war o c’hein ur porpant eoliet, botoù-koad goloet en o zreid, o chik en o ginou hag o daouarn en o godelloù.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1121 (Miz Du 1924).

Eno, an tren a zaleas ur pennadig, ha setu me da sellout dre ar prenestr ha peuzkerkent, e welis adarre un den gwisket pimpatrom ouzh an hini a youc'has en Arles : "Les voyageurs pour Marseille!..." Diarvar eo, emezon-me din va-unan, diarvar eo, paotred o c'halabousennoù delioù derv a zo breudeur pe kendirvi-kompez, pa'z eo gwir ez int heñvelwisket o-daou !

1929
Référence : SVBV p11

Pa zihunis, an aerouant bet diouganet gant Marzhin, penndevig ar varzhed, a oa paouezet da wigourat. Un den diwisket ha kabellet gant ur galabousenn leun a zelioù derv arc'hantet a rede a-hed ar riblennad bagonioù en ur youc'hal.

1929
Référence : SVBV p8

Ur chupenn c’hlas Kemper a oa gantañ hag ur galabousenn baganat.

1944
Référence : EURW.1 p.108

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux