Eno, an tren a zaleas ur pennadig, ha setu me da sellout dre ar prenestr ha peuzkerkent, e welis adarre un den gwisket pimpatrom ouzh an hini a youc'has en Arles : "Les voyageurs pour Marseille!..." Diarvar eo, emezon-me din va-unan, diarvar eo, paotred o c'halabousennoù delioù derv a zo breudeur pe kendirvi-kompez, pa'z eo gwir ez int heñvelwisket o-daou !
en devezhioù-lid e vezan fichet kran gant ma sae wenn, gant ma c'halabousenn he zeir linenn doueel, ha ganin e vez ma falzig aour e pleg ma brec'h.
Petra 'vo graet, savet on bet el laezioù, n'hellan ket mui cheñch, e metoù menec'h C'hlodovik, o blev divleñchet ront heñvel ouzh ur galabousenn diskennet izel war o fenn, nevezc'halianeger on, hag evel ar Santegonadezed na c'hallint biken disantegonegadekaat, nevezc'halianeger on, e chomin hag e varvin, hep kaout morse an absolvenn leun hag antier evit ma fec'hed orijinel.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
Kalabria