I.
V.g.
A.
1. Dont da vezañ kalet.
An douar a zeu da galediñ.
2. (db. al laezh, ar gwad)
Kaoulediñ.
Kalediñ a ra ar gwad.
3. (db. bouedoù zo)
Reiñ poan da gac'hat.
Ar riz a laka ar c'hof da galediñ.
&
(db. ar fank)
Melchon a vez roet d'ar gwizi da virout ouzh o fank a galediñ.
B. Dre skeud.
Aheurtiñ, dont da vezañ diseblant.
Kalediñ en e fazioù. Dont da galediñ ouzh poan ar re all. Biken ne galedi, kalon re gizidik ac'hanout ?
II.
V.k.e.
Dre skeud.
Lakaat da vezañ kalet, diseblant.
Ma c'haledet hoc'h eus a-nebeudoù.