1. Plac'h stipet, koant ha seder.
Sell ur gañfantenn aze.
DHS. c'hwenenn, fulenn, keurenn, koantenn, pompinenn, strakadenn, tekenn.
2. Dre ast., pemdez
Plac'h a henter.
Homañ eo da gañfantenn ?
DHS. amourouz, dous, chevrenn, karantez, karedig, mestrez.
&
Plac'h friant, plac'h n'he devez ket aon da hentiñ ar baotred.
Honnezh zo ur gañfantenn.
HS. strakadenn, tarlaskenn.
3. Dre zismeg (ls. -où)
Plac'h a zisprizer abalamour d'an darempred aes he devez gant ar baotred.
Ar re-se zo kañfantennoù.
&
Pemdez-tre
Kañfantenn ar vazh lous : liboudenn.
HS. charlezenn, loudourenn, louskenn.
Mes da ober hor boa, gant holl baotred yaouank ar bourk, eus hon oad, Frañsoù Boudehent, Pier Douboulig, Batist Chauvel, hag all, a oa holl o klask bezañ servijourien d'an div gañfantenn-mañ, ne oa bet biskoazh re ken didennus ha[g] i e Karnoed.
Mes da ober hor boa, gant holl baotred yaouank ar bourk, eus hon oad, Frañsou Boudehent, Pier Douboulig, Batist Chauvel, hag all, a oa holl o klask beza servijourien d'an diou ganfantenn-ma, ne oa bet biskoaz re ken didennus ha hi e Karnoet.